Lors Jereg – Donemat !

Hopala, setu al lec’hienn ofisiel ! Deuit da besketiñ ganin !
C’est l’ouverture ! Bienvenue à bord de mon site, et bonne pêche
!

A-nevez / Dernières publications

Gwerz an FN (audio + kanenn er fin)

Salud ! Erfin, ur gronikenn radio nevez evit RBG ! Tremenet eo er radio ar sizhun baset, ha da glevet eo amañ edan. Chomet enlinenn, unan all a vo embannet ar sizhun-mañ !

[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/210276229″ params= »color=0066cc&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height=’166′ iframe= »true » /]

Mar plij deoc’h gwelloc’h lenn, setu amañ-dindan an destenn :

Diwar-benn ar pennoù moc’h, a zo traoù da gontan, Diwar-benn ar pennoù-bras, na n’eus morse netra

(Lors Jouin e-barzh « Son an den dilabour » get ar strollad Toud’Sames)

gwerz-an-fn

Salud Andréa, ha salud da dout an dud. Hiziv e vo kaoz a bolitikerezh, pe « politik » ma revr èl ma vez lâret get ar re farsusañ ac’hanoc’h. He ya dilennadegoù rannvroel é tostaat, ha setu e krog un tamm ar strolladoù d’en em hastin evit rastellat mouezhioù ur wech c’hoazh, èl ar PS, peogwir en deus embannet François Holland (pe Fañch Holland evit ar puraderion pe puristed ma peus c’hoant) e vehe sinet Karta European ar yezhoù minoreleg, he ya da bep dilennadeg vras e vez graet en-dro ar farsadenn-se, un tamm evel an droed da votiñ evit an estrañjourion, ur seurt « running gag » ag a gerzh mat eo. Marse e vo ret adwelet adreizhadenn ar skolajoù ivez peogwir evit ar mare, roud ebet deus ar yezhoù rannvroel henni.

Met n’eus ket nemet er PS e vez graet farsadennoù, en UMP ivez, pe pas, ma digarez, ar Republikaned vez graet anezhe bremañ, cheñchet ho anv gete abaoe un nebeud deizioù. Faotiñ a ra d’an tu dehou, pe kentoc’h da Nikolaz Sarkozy ober an traoù en un doare braz, èl er Stadoù-Unanet. Ni ouie dija e oa deuet ar PS da vout demokrated muioc’h eget sokialourion, ni ouia bremañ penaos eo awenet Sarkozy get Buch ha Mc Cain. Ha n’eus ket nemet an UMP a faota dezhe cheñch ho anv, Jean-Mari, pe « Yann-Mari » ar Penn a faota dezhañ cheñch he anv d’he vec’hig bihan muiañ karet, barnet en deus n’he doa ket an droed da zougin an anv Le Pen mui, peogwir e oa e penn d’ur strollad n’en doa ket netra da welet get « FN Jean-Marie Le Pen ». Ma c’hellehe Jean Marie Le Pen profitin evit paouez da zougin an anv Le Pen e-unan, hag a ra vezh da Vreizh abaoe degadoù a blezadoù, ne vehe ket ur soñj fall kennebeut. Continuer la lecture de « Gwerz an FN (audio + kanenn er fin) »

Lire la suiteGwerz an FN (audio + kanenn er fin)

An Oriant hag an diorroiñ padus… (Le développement « durable » vu depuis Lorient…)

Salut tudoù ! Setu evidoc’h ur gronikenn a vo skignet ar sizhun o tont michañs àr Radio Bro Gwened… Get ma kasay trouz…Plijadur !

[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/199118242″]

Setu distro an nevez-hañv, brav an amzer, eostiged e kanin, sapre gwall amzer evit ar fentourion a lâreer. Ha neoazh, neoazh na vezit ket ken sur, chom a ra bepred un nebeud kelloù fall e arriv e mod-se evit reiñ labour deomp. Setu penaos em eus desket dre ur pennadig bihan er gazetenn penaos e vefe distrujet studio sonveskin pe auditorium an Oriant. Du-hont e veze advouezhiet kantadoù a brogramoù; heuliadoù, filmoù a veze lakaet e brezhoneg get ar gevredigezh « Dizale » met setu, re vrav e oa. Re vrav e oa kavout ur studio a galite evit ar produiñ lec’hel, re vras e oa evit ur gêr evel an Oriant dougin brasañ studio advouezhin Breizh. Ar-lerc’h pemzek blez a servij e vo distrujet èl ma vez distrujet get ur c’hrennard ur bouton daet da vout gwenn. E plas ar savadenn na vo ket lakaet tra bet, ha peogwir e plij d’an dud dispignin argant un tamm e pep lec’h e vo savet ur studio all bihanoc’h « da c’hortoz » e Plouharnel. Ne ouian ket perak e vo distrujet, mes ma ‘z eo evit kudennoù argant, e vo ret displegin din penaos e c’hell bout marc’had-mat dispignin argant evit sevel ur studio brav, dispignin argant evit distrujin ‘nezhañ pemzek blez àr-lerc’h, dispignin argant evit sevel unan nevez « da c’hortoz » ha dispignin arc’hant evit sevel unan nevez evit gwir. Continuer la lecture de « An Oriant hag an diorroiñ padus… (Le développement « durable » vu depuis Lorient…) »

Lire la suiteAn Oriant hag an diorroiñ padus… (Le développement « durable » vu depuis Lorient…)

Kenavo Naïg Rozmor

Piv eo Naïg Rozmor evit ur c’hrennard er bloavezhioù 2015 ?

Un anv evit komañs. Un anv brudet. Hag àr-lec’h ? Ur varzhez, unan deus « pennoù-bras » al lennegezh e Breizh un nebeud bloavezhioù zo. An dra-se a ouien.

Hag em eus lennet Naïg Rozmor dija ? Ouian ket, sur walc’h, en ur gentel brezhoneg bennak pe gwelet ur pezh-c’hoari bennaket get ar vro Bagan.

Derc’hel a ran soñj doc’h « Planning an Diaoul » (liamm amañ edan), ur sketch bet skrivet get Per-Mari Mevel ha Naïg Rozmor just a-walc’h, am ‘boa studiet e klas termen e kentelioù brezhoneg. Farsus-mat ‘m oa kavet ha modern, na bout e seblante bout hag un amzer all, un amzer baset lec’h ma c’helle ar skrivagnerion brudet ober goap anezhe o-unan ha lakaat da c’hoarzhin brezhonegerion àr un dro… Marse omp aet ar-gil e keñver « poblelezh » ar lennegezh brezhoneg a-c’houde. Ouian ket re.

Met un dra a zo sur : N’eus ket ar choej, d’omp-ni eo da vout kap d’ober ken brav bremañ !


Ar pezh-c’hoari « Planning an diaoul » savet get Per-Mari MEVEL ha Naig ROZMMOR ha c’hoariet get daou lisead a lise Jean Mace e Lann-ar-Stêr e mae 2011.

Planning an Diaoul

Lire la suiteKenavo Naïg Rozmor

Kronikenn radio : Hetoù 2015 lodenn 2

Petra a c’hoarvezay e 2015 ? Setu un tammig kentel diaweled (pe « voyance » ma faot deoc’h)… Get distro « Fañch a Holland » e fin an abadenn !

[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/189176237″ params= »color=0066cc&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]

Lire la suiteKronikenn radio : Hetoù 2015 lodenn 2

Kronikenn Radio : Hetoù 2015 (l1) : Disoc’h ar PRIZIOU !

[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/186077253″ params= »color=0066cc&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]

Setu evidoc’h lennerien aketus skrid ar gronikenn ho p’eus bet tro da glevet àr Radio Bro Gwened dimeurzh. Plijadur !

Hetoù 2015 lodenn 1 : Ar Prizioù

Setu echu dija 2014, ur blead brav evit Breizh mes kentoc’h ag ober best-off ar blez paset èl ma vez graet get kronikourion « low-cost » a gaver àr France Inter, Europe1, France Bleu Breizh Izel pe gwashoc’h c’hoazh, Arvorig FM, em eus divizet-me ober best-off ar blez ma ‘za. Eh ya, ‘m oa ket lâret doc’h Andréa e oen kap da lenn an dazont, ne oa ket skrivet àr ma CV ha pa ‘d on bet kaset da RBG, ha neoazh. ‘M ho kwela dija é vrañselaat àr ho kadoer Andréa, é c’hortoz ma larin deoc’h penaos é emdroo ho istoerioù karantez, hag a benn ar fin en em zistano ar lentig Padrig, hag e teuo a benn da c’houlenn ho torn ? Continuer la lecture de « Kronikenn Radio : Hetoù 2015 (l1) : Disoc’h ar PRIZIOU ! »

Lire la suiteKronikenn Radio : Hetoù 2015 (l1) : Disoc’h ar PRIZIOU !

N’eus ket kement-se a bennadoù nevez àr ar blog er mare-mañ, ha neoazh emaoc’h niverusoc’h-niverusañ o weladenniñ ‘nezhañ… O_O Petra lâret, trugarez deoc’h !

Prientiñ a ran teir kronikenn nevez evit Radio Bro Gwened, tost echu ar skritur… Sañset e vo tu klevout ‘nezhe evit an distro !

Ha ya, araok disoñjal :

BLOAVEZH / BLEZAD MAT !

Lire la suite

Kronikennoù nevez evit RadioBroGwened !

Salut, ur gerig evit lâret deoc’h e vin klevet bremañ ‘pad ar blez ivez àr gwagennoù RadioBroGwened evit ur bilhed imor a vo embannet ur wech an amzer. Kinnig a ran deoc’h selaou doc’h an hini kentañ àr lec’hienn RadioBreizh : http://www.radiobreizh.net/bzh/emission.php?emid=321

 

Ar ar blog e klaskiñ embanniñ ar gronikennoù-se ha pa vin lakaet er-maez. Plijadur !

Lire la suiteKronikennoù nevez evit RadioBroGwened !

Facebook e brezhoneg !

Ofisiel eo, ouzhpennet eo bet ar brezhoneg e kreiz ar 121 yezh a c’haller dibabiñ àr Facebook. Adaleg bremañ ez eus tu deoc’h dibabiñ kaout un etrefas e brezhoneg dre heuliñ ar manip en diapo da heul (gellout a ra cheñch un tamm hervez ar yezh ho peus choajet dija) :

Evit ar mare e vo an etrefas e saozneg dreist-holl, met tamm-ha-tamm e vo brezhonekaet : deomp-ni eo – bremañ – d’en ober : n’eus nemet monet war ar bajenn : https://www.facebook.com/?sk=translations evit en em enskrivañ ha treiñ, pe reiñ e soñj war an traoù e kreiz troiñ. Deomp de’i !

Da heul : kemenadenn facebook diàrbenn ar sujed :

Lire la suiteFacebook e brezhoneg !

Newsletter

Soutenez mes projets en vous abonnant

Entrez votre adresse mail pour recevoir automatiquement les nouveaux articles du site, et du contenu exclusif’ !



Rouedadoù

Retrouvez-moi ici !