Lors Jereg – Donemat !

Hopala, setu al lec’hienn ofisiel ! Deuit da besketiñ ganin !
C’est l’ouverture ! Bienvenue à bord de mon site, et bonne pêche
!

A-nevez / Dernières publications

Kastrouz : Distro ar c’hronikennoù àr RBG !

Salud deoc’h tudoù ! An distro ‘m eus graet ivez, e Bourges da echu ma studioù ijinourezh. Ha pa chom din amzer, e kasañ bepred kronikennoù fent da RBG (Radio Bro Gwened) ! Hag evel ar blez paset e vint embannet àr ar blog-mañ. Titr ar c’hronikenn kentañ :

RBG, Radio Bolloré Gweneg

…pe penaos eo deuet a benn Vincent Bolloré da brenañ Radio Bro Gwened…

Selaou :

[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/227230217″ params= »color=00aabb&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height=’166′ iframe= »true » /]

Lenn : Continuer la lecture de « Kastrouz : Distro ar c’hronikennoù àr RBG ! »

Lire la suiteKastrouz : Distro ar c’hronikennoù àr RBG !

Etrekeltiek 2015 : Lleuwen, kanerez seksiañ ar AKB…

Tomm ‘oa an amzer e studio Kit d’ar FIL, FIL d’ar gêr evit an teirvet abadenn. Resevet on eus ar ganerez Lleuwen, ha kinniget ‘m eus dezhi displegiñ deomp un tamm muioc’h pozioù orgedus ur ganenn skrivet geti, « Ar Gouloù Bev »… Selaouit mat !

(PS : testenn ar gronikenn a vo lakaet amañ edan berr, amzer lakaat ma notennoù àr an urzhiataer… 😉 )

 

Lire la suiteEtrekeltiek 2015 : Lleuwen, kanerez seksiañ ar AKB…

Etrekeltiek 2015 : Blind test get… Youenn Chap

Youenn Chap, animatour TV ha sevener, a anavit marse dre ar skinwel (Son da Zont, Bali Breizh koulzad 1) pe dre ar rouedad (Cyber Fest-Noz, Kenstrivadeg Bagadoù, Ceilive TV ha me oar me, …) a zo bet aterset en abadenn Kit d’ar FIL, FIL d’ar gêr evit kaozeal deus ur film sevenaet gantan a-zivout Erwan Roparzh a vo tu gwelet en distro skol àr Frañs 3.

Peogwir eo ur mailh àr ar sonerezh em eus kinniget dezhañ kemer-perzh d’ur blind test, ha graet ar mouezhioù ganin dre ma oa re strizh ar budjed…

Evit ar re a blijehe dezhe kavout pozioù ar c’hanennoù :

Continuer la lecture de « Etrekeltiek 2015 : Blind test get… Youenn Chap »

Lire la suiteEtrekeltiek 2015 : Blind test get… Youenn Chap

Keit d’ar FIL, FIL d’ar gêr, an abadennoù da selaou endro !

Salud tudoù,

Distro on ag ar Festival Etrekeltieg en Oriant, ha fiskal eo bet ! Evel bep blez bremañ em eus bet tro d’ober kronikennoù evit an abadenn àr eeun deus ar festival : « Keit d’ar FIL, FIL d’ar gêr », skignet àr RadioBroGwened, KreizBreizh, Kerne hag ArvorgiFM. Ar blez-mañ ‘m eus bet tro da c’hoari muioc’h get an dud pedet ha d’ober un nebeut trevezadennoù…
Tu zo doc’h selaou diouzh an abadennoù endro amañ (n’eo ket top top ar son, met trawalc’h da glevet ma c’honerioù memestra 🙂 ).

Ha da echuiñ, ur prof : ur pennad a zo bet embannet ‘barzh kazetenn ar festival… Trugarez da Fanny Chauffin !

11880785_10153190516168717_1918588774_n

Lire la suiteKeit d’ar FIL, FIL d’ar gêr, an abadennoù da selaou endro !

Charlie Winston a gomz brezhoneg !!

N’ankoueit ket an abadenn « Keit d’ar FIL, FIL d’ar gêr » bemdez àr eeun deus ar Festival Etrekeltiek en Oriant. Kronikennoù fent, atersadennoù dirollet a vo da selaou bemdez ! Ar internet : kit àr lec’hienn radiobreizh.net ha choejet RadioBroGwened, Kreiz Breizh pe Kerne, bemdez da 5e30 !

Hag evit komañs, un atersadenn get Charlie Winstone brezhoneg mar plij !

 

Lire la suiteCharlie Winston a gomz brezhoneg !!

Testet evidoc’h : Ar C’hab Gwenn-Ha-Du

Setu kronikenn radio ziwezhañ ar blez am eus savet evit Radio Bro Gwened en abadenn « Liv an amzer » dalc’het get Andréa ar Gall. N’am eus ket kavet podkast an abadenn setu ho po droad d’an enrolladenn « er-gêr » am eus kaset dezhe.[/one_half]
[one_half_last]Ne ouian ket ma vo graet un eil koulzad genin met pezh a zo sur eo e vin en Oriant evit ar Festival Etrekeltiek e live en abadenn « Keit d’ar FIL… » da 5e30 evit un euriad plijadur,  kronikennoù hag avanturioù a bep seurt ! Betek tuchañt…

[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/217467257″ params= »color=00aabb&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]

Selaouit doc’h ar gronikenn a-uz pe lennit ‘nezhi dindan :

Continuer la lecture de « Testet evidoc’h : Ar C’hab Gwenn-Ha-Du »

Lire la suiteTestet evidoc’h : Ar C’hab Gwenn-Ha-Du

Newsletter

Soutenez mes projets en vous abonnant

Entrez votre adresse mail pour recevoir automatiquement les nouveaux articles du site, et du contenu exclusif’ !



Rouedadoù

Retrouvez-moi ici !