Lors Jereg – Donemat !

Hopala, setu al lec’hienn ofisiel ! Deuit da besketiñ ganin !
C’est l’ouverture ! Bienvenue à bord de mon site, et bonne pêche
!

A-nevez / Dernières publications

Kronikenn evit RBG

Salut deoc’h holl ! Ur bilhed evit lâret deoc’h e talc’hañ ur gronikenn e brezhoneg bemdez e-pad prañtad ar festival en abadenn « Keit d’ar FIL, FIL d’ar gêr » skignet bemdez adaleg 5e30. Sujet ar gronikenn a zo : « ar pezh na c’hellit ket mañkin e mod ebet e-pad prañtad ar festival ». Troet eo, eveljust, en un doare fentus ha dirollet. lKen tuchant àr ar gwagennoù !

Lire la suiteKronikenn evit RBG

Pemp ha pevar

Salut deoc’h-holl lennerien gaer, hag e vehec’h un tamm dichek eveldon ? Perak ? Ar pennad lennet ar muiañ er mare-mañ àr ar blog (ha doue a oar pegen niverus emaoc’h o tont àr ar blog mañ…) a zo hag a chom abaoe sizhunioù hini ASF#13…Iskiz…Hag e plijfe deoc’h ar gwask « people » e brezhoneg ?

Lire la suitePemp ha pevar

Kann Al Loar : echu an enkadenn gant DSK !

Tapet e kreiz diaesterioù ekonomikel, en arvar e oa ar festival « Kann Al Loar » e 2012. E 2013 eo bet roet loc’h endro dezhañ a drugarez d’ur bolitikour sokialist milvrudet : DSK !

  • « Komprennet ‘m eus e oa poent ober un dra bennak »

Aterset get hor skipailhoù, DSK en deus displeget deomp e oa deuet ar soñj-se dezhañ àr-lerc’h bout bet krapet get e vouezh nevez ar bazioù e Cannes : « E Cannes ar bloaz-mañ e oa fall an amzer, hag ar filmoù a oa torr-revr. Neoazh, pa ‘m eus krapet ar bazioù, em eus en em rentet kont penaos en doa roet loc’h d’an traoù. Er mediaoù e veze komzet deus ar festival endro, hag adlañset e oa ar mekanik. Hag aze ‘m eus ‘n em lâret : « Ha perak pas profitiñ deus ar fenomen-se evit adlañsiñ ar festivalioù tapet get an enkadenn ? » ».

  • Kevredigezh ar festival « Kann Al Loar » plijet gant ar raktres

« DSK a zo deuet e darempred ganomp e fin miz mae », eme rennour ar festival. « Kinnig a rae domp kemer perzh e-barzh an dibunadeg. A dra-sur e tegasfe kazetennerien deus Frañs a-bezh, ha hervezh ar jedadennoù hon eus graet (DSK a zo bet e-pad ur prantad e-penn an FMI, ndlr), kement-mañ a lieskementfe dre 30 an niver a vilhedoù gwerzhet evit ar festival ». En eskem eo bet goulennet gant DSK cheñch ul lizherenn e-barzh anv ar festival. « Diouzhtu hon eus lâret ya. N’omp ket ganet e bro Leon evit netra ! Ha cheñch ul lizherenn e-barzh ur ger e brezhoneg n’eo ket kalz tra, pep hini a ra bemdez abaoe bloavezhioù (pe blezadoù ?) ».kahn-al-loar

  • Cannes, Kann Al Loar, ha Kan ar Bobl da heul ?

Ar a seblañt e vehe bet tostaet ar gevredigezh « Kan Ar Bobl » gant DSK ivez, evit lakaat e pleustr ur raktres diazezet àr ar memes priñsip. Huñvreal a ra ar festival degemer kement a dud eget er bloavezioù tremenet, ha raktres an aotrou Kahn a c’hellfe degas un diskoulm. Hag e teufe « Kan ar Bobl » da vout « Kahn ar Bobl » ? Posubl eo, met ne vo ket diouzhtu : hervez hor mammennoù ne vehe ket deuet a benn komite Kan Ar Bobl bro Vigoudenn d’en em glevet gant (get?) komite Kan Ar Bobl bro Gwened a-ziàr distagadur ar ger « Kahn ». « Gortoz pell, gortoz gwell » a vehe bet respont an hini a oa bet ken tost da vout prezidant n’eus nemet un nebeut mizioù zo.

Lire la suiteKann Al Loar : echu an enkadenn gant DSK !

[Br]/[Fr] Ti ar serr-noz / The house of the Rising Sun : Un nebeut traoù sirius evit cheñch / Un peu de douceur dans ce monde de brutes

e-bzgHey ya, prometet em boa deoc’h un nebeut traoù sirius àr ar blog : erruet eo ar momant.

Hag e anavit ar ganaouenn « The House of the Rising Sun » ? Ar ganaouenn-mañ a zo un ton bale folk deuet deus ar Stadoù-Unanet. Savet e vehe bet e penn-kentañ an XXvet kantved, mes n’omp ket sur deus orin ar ganaouenn. Brudet-tre eo er broioù saoz, hag a Frañs eo anavezet muioc’h stumm Johnny : « Le Pénitencier », mes pozioù ar version-se n’o deus netra da welet gant ar pozioù orin. Mat, n’on ket o vont d’ober an istorel, wikipedia a zo amañ ma ‘z oc’h intereset. Ma ‘z eo anavezet mat ton ar ganaouenn, ar pozioù n’int ket gwall stabil. Kaoz ‘vez deus un ti-gisti evit lod, evit lod all eo ur ganaouenn a-enep d’ar boeson.

Hiriv e kinnigañ deoc’h ar c’hentañ skrid e brezhoneg deus ar ganaouenn-se (fin, n’on ket ken sur deus se evit lâret ar wirionez =)). Kaoz vez deus ar boeson, ha deus gisti, mes deus karantez ivez. N’eo ket peurechu, farioù a chom surwalc’h, hag un nebeut pozioù a c’hellfe bout gwellaet, mes gant ma ‘po plijadur da lenn.

——————————–

e-gallegVous connaissez sûrement la célèbre chanson folk « The House of The Rising Sun ». Non ? Dans ce cas, je vous propose de rafraîchir vos neurones à l’aide de wikipedia. En tout cas aujourd’hui, je vous en présente la version bretonne : « Ti ar serr-noz » (La maison du soleil couchant). Bonne lecture !

Skeudenn / Image : http://hatbeat.deviantart.com/art/House-Of-The-Rising-Sun-321759658

Un ti a zo e New-Orlean
Anvet « The Rising Sun »
Enno e kaver merc’hed inosant
A ro o c’horf evit argant

Lâret oa bet din na deus james du-se
Ha siwazh emaon aet
Me oa-me yaouank ha skañv a spered
An hent ‘m eus kemeret

Bambocher ma oen kreiz ma flijadur
Kollet ha diasur
Me oa-me mezv, ‘vel ar re all ‘m eus graet
Ha get ur plac’h ‘m eus kousket

Derc’hel ‘ran soñj c’hoazh deus e vuzelloù yen
He vousc’hoarzhig tenner
Daoulagad don, splujadenn en ec’honder
Hag ar plac’h-mañ a garen

Hag e huanade, hag hi a huche / hi ma suplie
Tec’homp kuit, pell a-ze
Ni a foetay bro, ha ni ‘n omp garei
En tu-mañ d’an infern

An heol a save àr tu-gin ar gwez
An evned a gane
Tec’het am eus kuit, hep lâret ur ger
Soñjal ‘oa gwell en ober

E fale evel un ene kollet
On troet da zod
Soñjal d’ar plac’h-se, d’an amzer dremenet
Na welin ket endro

Biskoazh abaoe plac’h ‘n am eus karet
Ha biken ne rin ket
Rannet ma c’halon get plac’h e c’halon glann
A ro he c’horf evit argant.

Lire la suite[Br]/[Fr] Ti ar serr-noz / The house of the Rising Sun : Un nebeut traoù sirius evit cheñch / Un peu de douceur dans ce monde de brutes

Newsletter

Soutenez mes projets en vous abonnant

Entrez votre adresse mail pour recevoir automatiquement les nouveaux articles du site, et du contenu exclusif’ !



Rouedadoù

Retrouvez-moi ici !