Lors Jereg – Donemat !

Hopala, setu al lec’hienn ofisiel ! Deuit da besketiñ ganin !
C’est l’ouverture ! Bienvenue à bord de mon site, et bonne pêche
!

A-nevez / Dernières publications

Krogit ‘barzh un tamm ! (Kronikenn taol-imor, Etrekeltiek 2016)

Setu un tamm eñvorenn hag an hañv endro : ar gronikenn gentañ am eus dalc’het er festival Etrekeltiek ar blez-mañ, ur « billed » imor àr leurenn ar gomz. Ma digarez n’eo ket fiskal ar c’halite « odio », ur gudenn zo ‘bet ‘pad enrolladenn an abadenn.

Setu achiv evit eñvorennoù an hañv, é raksoñjal on ‘barzh videoioù fresk bremañ, met n’eo ket aes, ret eo kavout ar menoz mat ‘vit kenderc’hel… Plijadur !

Lire la suiteKrogit ‘barzh un tamm ! (Kronikenn taol-imor, Etrekeltiek 2016)

Adaleg diriaou en abadenn « Kit d’ar FIL, FIL d’ar gêr » !

a1d6a31a-2590-a75b-bc830d9713f545ec

Ha setu kroget get Gouelioù Etrekeltiek an Oriant endro.

N’ankouiet ket beviñ ho post radio (pe ho merdeer) adaleg ar lun 8 a viz Eost : evel bep blez e vo aozet un abadenn ispisial get Radio Bro Gwened, skignet àr-eeun bemdez e brezhoneg adaleg 5e30 àr RBG, Radio Kreiz Breizh ha Radio Kerne. Ar blez-mañ n’hallin ket kemer perzh araok diriaou, met fent hag ambiañs a feson a vo tro dro d’an daol araok fin ar sizhun get ma c’homper Aleks ha toud ar skipailhad !

N’oc’h ket kendrec’het c’hoazh ? Ar blez-mañ e vo enrollet an abadenn àr-eeun a leurenn ar gomz : mechal vo un nebeud publik, ha tu vo deoc’h donet d’hor gwelet !

Lire la suiteAdaleg diriaou en abadenn « Kit d’ar FIL, FIL d’ar gêr » !

Pebezh sizhun ! (Kastrouz 17 [k2 n°10])

Setu dekvet kastrouz ar blez bet skignet ar sizhun mañ àr Radio Bro Gwened, hag ivez an hini diwezhañ (araok pell d’an nebeutañ). C’hoant ‘m eus bet distreiñ àr aktu ar sizhun tremenet hag ober un nebeut « pronostikoù » evit ar blez é tonet. Trugarez d’an nebeut a dud o deus heuliet, ha plijadur !
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/271690362″ params= »auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false&visual=true » width= »100% » height= »450″ iframe= »true » /]

Lire la suitePebezh sizhun ! (Kastrouz 17 [k2 n°10])

Dark side of the Stourm (Kastrouz 16 [k2 n°9])

N’eo ket get mignoned e yae Yaelle da c’hoari e-pad an hañv. E kampoù-hañv brezhoneg na laran ket. El an holl stourmerion e Ai’ta he doa graet ar plac’h an « Djieg », pe an djiad brezhoneg ma faot-deoc’h…

Ha pa welañ eo bet ankouezhet penn-dre-benn ar brezhoneg a lec’hienn internet Brest 2016, aon ‘m eus ma vehe gwelet tud Ai’ta e straedoù Brest da stourmiñ endro !

Ya tudoù, ar stad mallusted eo, ha pa weler pegen dañjerus e c’hell bout stourmerion Ai’ta, n’eo ket falloc’h !

De selaou :  [soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/270542714″ params= »color=00aabb&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]

Lire la suiteDark side of the Stourm (Kastrouz 16 [k2 n°9])

Kanit ‘ta bugale ! (Kastrouz 15 [k2 n°8])

Setu lañset kenstrivadeg ar gwellañ « Marseillaise » àr Youtube. Un abeg kavet mat da gaozeal endro ag an « Defi Bro Gozh » en doa graet berzh bloaz zo !

Ur gronikenn skignet àr RBG er sizhun-mañ, ha da adkavout amañ !

[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/267098190″ params= »color=217835&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]

Lire la suiteKanit ‘ta bugale ! (Kastrouz 15 [k2 n°8])

Newsletter

Soutenez mes projets en vous abonnant

Entrez votre adresse mail pour recevoir automatiquement les nouveaux articles du site, et du contenu exclusif’ !



Rouedadoù

Retrouvez-moi ici !