→ Newsletter ←
On a tous le droit d’avoir un petit moment de faiblesse… Petite séance de remise en forme avec un nouveau concept : le SPA Interceltique ! Bonus : An tub « DREISTORDINAL », get Stromae e Brezhoneg, hag ur ganaouenn get Rozenn Talec !
Emvod ar Gelted 2017 : Ar gronikenn da (ad)welet amañ ! //
Interceltique 2017 : Le voici, le voila ! Premier billet d’humeur à (ré)écouter et à (re)voir en VOSTFR ci-dessous !
Un tamm sonerezh evit cheñch !
Abaoe un nebeud amzer ‘m oa c’hoant lakaat un tamm sonerezh war ar chadenn Youtube, setu neuze ur ganaouenn un tammig ispisial, un doare « bilañs » ag an heuliad « Elenig hag ar baotred », araog monet war-zu traoù all… (menozioù ‘m eus, met n’on ket gouest da lavarout deoc’h c’hoazh petra vo dibabet, ha pegoulz…).
Da c’hortoz, pakit plijadur, diskanit ar paozioù, ha rannit an traoù m’emaoc’h plijet !
PS : Tro ‘m eus bet da gejañ gant tud a anaveze ma videoioù e Gouel Broadel ar Brezhoneg. Ur gwir blijadur eo bet gwelet o doa troet ma videoioù e « bedig bed ar vrezhonegerien », hag e oa ur gwir youl evit ma kendalc’hfe an traoù. Setu trugarez d’an dud o deus lakaet da droiñ, ha trugarez ivez d’an dud o deus bet tro da lavarout ur gerig din e-pad an dibenn-sizhun !
Ac’hanta tudoù, laouen on kinnig deoc’h ma filmig-berr kentañ !
Abaoe un nebeud mizioù em boa c’hoant monet un tamm pelloc’h ganti war ma chadenn Youtube, c’hoant krouiñ traoù e brezhoneg penn-dre-benn, dre ober filmoùigoù dre-skouer. Pa ‘z eo bet kinniget din kemer perzh er genstrivadeg filmoù-berr gentañ aozet gant Daoulagad Breizh ha Ti ar vro Douarnenez em eus soñjet e oa poent din fichañ ma revr ! Ha mat ‘m eus graet, war a seblañt, peogwir eo bet tapet ganin ar priz kentañ !
Gant ma vezoc’h plijet evel eo bet ar juri, skignit an traoù tro-dro deoc’h ha n’ankouaezit ket d’en em goumanantiñ d’ar chadenn, un doare da ziskouez ivez ez eus tud dedennet gant ar c’hrouiñ e brezhoneg, n’eus ket gwellañ arguzenn d’am soñj ‘vit lakaat ar mediaoù « hengounel » da gompren…
Lakaet ‘m eus er-maez un nebeud deizioù zo « Elenig hag ar baotred 2 ». Dindan goulenn pouezus ar publik (gwir!) em eus dibabet kenderc’hel gant troioù-kaer Elenig hag e vignonezed. C’hoant ‘m eus bet sevel un istor klok ar wech-mañ, met chom gant ar memes lusk ha bezañ gouest da zispakañ un nebeud « punchlinoù » endro… An diaesañ a zo bet dibabiñ tre-ha-tre ar senennoù da glotaat gant ar senario ‘m oa dibabet hag ijinañ evit pep frazenn un dra bennak a jaoje gant ar pezh ‘veze lâret gant an dud er video a-orin (peurliesañ ‘m oa ar menoz dre vras hag e oa aes din kaout ar frazennoù gentañ, met n’haller ket didroc’hañ tout ar senennoù : ret eo kemer ar senennoù klok, mod all n’eo ket gwall brop, hag ijinañ ur frazenn a glot tre-ha-tre gant hirder ar frazenn orin, pezh a lak ‘c’hanoc’h d’en em soñjal kalzig a-walc’h… Ar pezh n’eo ket fall gwechoù-zo evit kaout menozioù dic’hortozet pa vez savet ar senario er penn-kentañ).
Setu, ul labour hir eo bet, met kontant on deus an disoc’h. Kontanoc’h c’hoazh pa welañ eo bet lodet ar video gant Startijenn o-unan àr ho pajenn facebook. Setu tud o deus fent d’an nebeutañ !
Distroet eo the « Starti’Johns » !
Setu un tamm eñvorenn hag an hañv endro : ar gronikenn gentañ am eus dalc’het er festival Etrekeltiek ar blez-mañ, ur « billed » imor àr leurenn ar gomz. Ma digarez n’eo ket fiskal ar c’halite « odio », ur gudenn zo ‘bet ‘pad enrolladenn an abadenn.
Setu achiv evit eñvorennoù an hañv, é raksoñjal on ‘barzh videoioù fresk bremañ, met n’eo ket aes, ret eo kavout ar menoz mat ‘vit kenderc’hel… Plijadur !
E kreiz ar prad sklerijennet
Gant bannoù-heol penn an deiz
Krog ar yender àr he bizied
Hag ar velkoni en he sae
Entrez votre adresse mail pour recevoir automatiquement les nouveaux articles du site, et du contenu exclusif’ !