→ Newsletter ←
BR 👉 Setu un tamm pennad kaoz gant Marine Lavigne diwar-benn pladenn diwezhañ « Eben ». Ali a ran deoc’h mont da selaou ar bladenn diouzhtu, ha mont da welet an atersadenn da heul !
Troet eo bet ar video-se da geñver ur raktres un tamm brasoc’h… Emgav evit an distro-skol !
FR 👉 Voici un petit extrait d’une interview avec Marine Lavigne, à l’occasion de la sortie de « Dinaskañ », le nouvel album d' »Eben ». Allez vite l’écouter après avoir vu cette vidéo !
Vidéo tournée dans le cadre d’un projet un peu plus gros : je termine le montage et je vous en reparle à la rentrée 😉
BR 👉 Barzhek eo bet an Erer Kozh ar bloaz-mañ. Dañset hon eus dindan ar glav, lakaet ar boultrenn da nijal gant Fleuves ha klevet brezhoneg gant Zaho De Sagazan ha Philippe Katerine…
Deus ma zu ‘m eus bet tro da labourat en-dro gant skipailhad ar mediaoù e brezhoneg evit pajenn ofisiel an Erer Kozh. Ar bloaz-mañ hon eus divizet atersiñ an arvesterien war anvioù al leurennoù : gwir « merkoù » eo deuet da vezañ Gwernig, Grall, Kerouac pe Glenmor, met piv eo an dud-se evit arvesterien 20 vloaz ?
Dre vras em eus ar santimant eo bet plijet an dud gant ar videoioù ar bloaz-mañ. Din-me e oa efedus ar stumm hag e oa peadra da zeskiñ traoù (ar pezh a cheñch deus…), pe da lakaat an dud da vezañ un tamm kurius… Goude-se, n’on ket gwall objektivel moarvat !
Un nebeud tud o deus kavet trist e oa ken « bresk » sevenadur an dud, brezhonegerien zoken. 3 zra da respont:
1) Setu perak emaomp aze 😉
2) Trist eo, met hag eo ken souezhus, pa ne vez kinniget tamm deskadurezh deus istor ar vro er skolioù… Aze e vez gwelet sklaer perzh ar stad e-barzh distruj ur sevenadurezh… Mat vefe bet deomp goulenn gant Rachida Dati – a oa war al lec’h diriaou : piv eo Glenmor ?
3) Gant un tamm chañs ez aio war-raok an Erer Kozh ar bloaz o tont evit plantañ un nebeud pannelloù e kreiz ar festival da lakaat d’an arvesterien da chom hep disoñjal piv oa an dudennoù-se… Ha marteze c’hoazh e vo cheñchet anv dibersonel al leurenn « Park » gant anv ur varzhez anavezet mat… Piv oar ?
FR 👉 Les Vieilles Charrues ont été poétiques cette année. Nous avons dansé sous la pluie, fait virevolter la poussière avec Fleuves, et le breton a résonné dans la prairie de Kerampuilh avec Zaho de Sagazan e Philippe Katerine…
De mon côté, j’ai intégré pour la 2ème année l’équipe médias qui publie du contenu en breton sur les réseaux des Charrues. Les noms des scènes aux Charrues sont devenues de véritables marques, mais que représentent Glenmor, Grall, Kerouac ou Gwernig pour un spectateur lambda ? C’est autour de ce concept que nous avons tourné nos vidéos cette année.
J’ai l’impression que ces petites vidéos ont bien plu. Pour ma part, je trouvais le format assez efficace, et il y avait une plus-value culturelle intéressante, ou du moins, cela poussait le spectateur à un peu de curiosité… Mais on ne peut pas être juge et parti !
Certains ont déploré le manque de culture général, y compris des brittophones. Il y aurait 3 choses à répondre :
1) Au moins, on aura servi à quelque chose 😉
2) Oui c’est triste, mais est-ce vraiment étonnant ? Il n’y a pas le moindre cours d’éducation à l’histoire de la Bretagne dans les écoles, rien dans les médias… alors comment s’étonner que notre culture disparaisse ? C’est dommage, Rachida Dati était en déplacement aux Vieilles Charrues, on aurait du lui poser la question.
3) Gageons que cela pourra permettre aux Veilles Charrues de comprendre qu’ils ont tout intérêt à perpétrer leur propre héritage culturel et à glisser quelques panneaux explicatifs sur les noms de scènes ou l’histoire du festival. Et qui sait, peut être que la nouvelle scène « Parc » portera un jour le nom du poétesse bretonne bien connue…
BR 👉 Setu un tamm video evit reiñ lañs d’ar bajenn Instagram hon eus krouet evit hon daouad kan-ha-diskan gant Antoine… Hag evit reiñ kalon d’ar c’hentañ ministr nevez !
Koumanantit buan dre amañ : https://instagram.com/kanonjereg
FR 👉 Une petite vidéo en direct de Matignon pour inaugurer la page Instagram de notre duo de kan-ha-diskan avec Antoine… Et pour souhaiter bonne chance à notre nouveau premier ministre !
Abonnez-vous qu’ils disaient : https://instagram.com/kanonjereg
BR 👉 An hañv-mañ ‘m eus bet tro da vont davet ur skipailhad brezhonegerien tolpet gant Yann-Herle Gourves abaoe ouzphenn 15 vloaz !
Gante ‘vez savet videoioù e brezhoneg bemdez en Erer Kozh, gant ar pal kontantiñ ar brezhonegerien rediet da chom war ar rouedadoù e lec’h mont er festival, ha dreist-holl evit kizidikat ur mor a dud yaouank war ar yezh ha diskouez en deus ar brezhoneg e flas war un darvoud e giz-se.
Goude bezañ savet kalzig a draoù en ma unan tro-dro da Gouelioù an Oriant, un digarez e oa evidon evit cheñch un tamm deus ar binioù kozh, ha da labourat gant ur skipailhad stummet abaoe pell.
Meur a stumm a zo bet gant ho videoioù : marteze ‘p eus bet tro da welet ur rann deus « Just Komz It » un nebeud bloavezhioù zo war YouTube. Hizhiv an deiz e vez goulennet gant an Erer Kozh sevel kentoc’h videoioù dindan 1 vunutenn da lakaat war Instagram. N’eo ket dre ret ar stumm a glaskan diorroiñ peurliesañ, met dav anzavout : berzh ‘n eus graet ! …D’an nebeutañ, betek ma ‘z afe d’ar strad pajenn Instagram an Erer Kozh : sac’het gant Meta e-pad an 2 devezh diwezhañ evit un afer gwirioù war ur video skignet gante…
Setu, 4 rann on oa savet, met ne vo skignet nemet 2 kredapl. Lakaat a ran al liammoù dindan. N’eo nemet 2 vunutenn, met evidon e talvez kalz, ha dav anzavout e vez asumet kalz gwelloc’h an traoù gant an Erer eget gant Gouelioù an Oriant…
Ur blijadur eo bet da labourat gant Yann-Herle ha toud ar skipailh atav. Na c’hwi, petra soñjit deus al labour-se ? Peseurt doare videoioù a blijfe deoc’h gwelet e-pad ar festivalioù e Breizh ?
FR 👉 Cet été, j’ai eu l’occasion de rejoindre une troupe de brittophones regroupée aux Vieilles Charrues autour de Yann-Herle Gourves.
Cela fait plus de 15 ans qu’ils publient des vidéos pour ce festival : pour donner un peu envie à ceux qui n’ont eu d’autre choix que de le suivre à travers les réseaux sociaux, et surtout pour populariser un peu la langue bretonne et montrer qu’elle a toute sa place dans un événement comme celui-ci.
Leur démarche était donc suffisamment proche de la mienne, et j’avais suffisamment entendu de Binioù après avoir beaucoup travaillé au Festival Interceltique de Lorient – parfois un peu trop en solo – ces dernières années qu’il m’a semblé que c’était le bon moment pour rejoindre un collectif aggueri.
Au fil des années, leur format a évolué : si cela fait déjà plusieurs années que vous êtes jeunes, vous avez peut-être vu passer leur vidéos « Just Komz It » sur YouTube. Aujourd’hui, la tendance est plutôt aux vidéos très courtes sur les réseaux sociaux, et c’est donc plutôt ce que leur demandent les Charrues. Nous avons donc préparé 4 vidéos courtes pour chaque jour de festival. Ça marchait plutôt bien, mais avec ma chance légendaire, l’Instagram des Vieilles Charrues est tombé en plein milieu du festival. En cause : une sombre affaire de droits sur une des vidéos de leur compte.
Vous ne les verrez donc malheureusement pas toutes (pour une d’entre-elles, c’est peut-être préférable), mais si vous avez loupé les 2 qui sont sorties, je vous met les liens ci-dessous.
Ca n’est sont que 2 minutes, mais ça veut dire beaucoup pour moi : c’est quand que le FIL s’y met ?
Ce fut en tout cas un plaisir de travailler avec toute cette équipe !
Et vous, qu’en pensez-vous ? Quels genre des vidéos ou de contenu en breton aimeriez-vous voir pendant les festivals ?
BR 👉 Gwechoù zo, pa zeu ur soñj din hag em eus un tamm amzer, n’on ket evit chom hep mont betek penn…
Abaoe pell ‘m oa c’hoant sevel ur bruderezh faos en-dro, met dav anzavout ne oa ket aes kavout unan nevez hag anavezet mat gant an dud. E kreiz kenstrivadeg an « Euro » em eus soñjet en-dro en ur bruderezh mil anavezet : hini « Volvic » gant Zidane. Soñjet em eus : « piv a c’hellfe bezañ Zidane e Breizh hizhiv an deiz ? »… Ha buan a-walc’h – e kreiz dilnnadegoù istorel – eo deuet Paul Molac e’m fenn.
Ma, n’hallen ket livañ meulodi hep ober goap un tamm memestra… Setu neuze bruderezh « Dour Molac », an dour glannañ a zo er vro !
FR 👉 Je sais que c’est ridicule, mais parfois quand une idée me vient, je me sens obligé d’aller au bout…
Ça faisait un moment que je voulais refaire une parodie de publicité, mais il faut reconnaître qu’à l’heure des influenceurs les publicités cultes se raréfient… Alors, en plein Euro de football m’est revenue en tête la fameuse pub de Zidane pour Volvic. Je me suis demandé qui était notre Zidane breton et en pleine période d’élection, ça ne pouvait être que Paul Molac… La suite, vous la connaissez !
La vidéo est sous-titrée sur Youtube, et à voir aussi sur Instagram.
La vidéo originale pour ceux qui peuvent dire « ok boomer » :
https://youtu.be/srk5xQ4Ny1k?si=7ErvwcTu9brc-BWe
Et en cadeau pour les collectionneurs l’affiche en 4 par 3 :

BR 👉 Setu distro ar raktres « Ton Ar Miz » (a zo deuet da vezañ « Ton Ar Mare » kentoc’h etre daou…).
An ton-se am eus kroget da skrivañ da vare an « dilennadegoù dic’hortoz ». Ar wech-mañ, ‘n em boa ket un dudenn resis da labourat gantañ, met soñjet ‘m eus : ret eo din kavout ur gitarour evit an ton-se, hag an abretañ ar gwellañ.
Goude ur galv war Instagram ‘n eus respontet Konan Gore. Hennezh a zo kentoc’h paotr ar violoñs. Surwalc’h ho peus kejet gantañ dija ‘m emaoc’h tremenet en davarn « La Cité d’Ys » e Roazhon e-pad sesionoù ar meurzh. Ha marteze ho ‘p eus gwelet anezhañ war leurennoù ar vro dija gant e strollad Moher.
Hennezh a blij dezhañ seniñ gitar ivez, met n’eo ket boaz da seniñ gant kanerien. Ma : me gav eo deuet brav an traoù gantañ ! Aes eo bet da labourat asambles, ha n’eo ket bet chalet gant ar c’hilometrad rando ‘m eus kinniget dezhañ evit kavout ul lec’h brav evit treiñ 😄
Evit ar pezh a sell deus ar paozioù : da bep hini da welet un tamm ar pezh ‘n eus c’hoant. Din-me eo istor un den n’eo ket kab da vont e penn an traoù, hag a gav gwelloc’h tamalliñ an tonkadur eget en em gannañ… Un dra bennak a reomp holl gwech ha gwech…
FR 👉 C’est le retour du projet « Ton Ar Miz » (la chanson du mois), même si depuis le temps, c’est plutôt devenu « Ton Ar Mare » (la chanson du moment…).
J’ai écrit cette chanson au moment des « legislatives surprises ». Contrairement aux autres vidéos du projet, je n’ai pas écrit la chanson en pensant collaborer avec quelqu’un en particulier. Mais comme l’air me plaisit, je me suis dit qu’il fallait que je trouve un guitariste de toute urgence !
J’ai donc lancé un appel sur Instagram, et Konan Goré m’a répondu. Vous l’avez peut-être déjà entendu au violon à la « Cité d’Ys » à Rennes en session irlandaise, ou sur scène avec son groupe Moher.
Il se trouve qu’apparemment il est aussi doué à la guitare !
Il m’a dit qu’il était peu habitué à accompagner des chanteurs : je pense qu’il va pouvoir renouveler l’expérience!
Et puis, il n’a pas eu peur de faire un kilomètre de rando avec moi pour essayer de trouver un bon spot de tournage 😄
En ce qui concerne les paroles : bien qu’écrite en période d’élections, cette chanson peut aussi parler d’autre chose que de politique… A vous de voir le sens que vous souhaitez lui donner !
BR 👉 Petra n’on eus ket kanet gant Antoine e Gwital un nebeud sizhunioù zo…. « 5 bloavezh ar gouarnamant, ça commence à faire, poent eo cheñch ar prezidant, dañs ar Podoù Fer ! » . Ma, ne oemp ket o c’hortoz bezañ selaouet evel-se ! Setu neuze amañ dindan paozioù « Dañs ar Podoù Fer » mod nevez. Peadra d’ober berzh er festoù-noz er mare-mañ !
FR 👉 Alors qu’on chantait cette « Dañs ar Podoù Fer » avec Antoine il y a quelques semaines, on ne pensait pas une seule seconde que l’actualité allait finir par nous donner raison !
Pour changer un peu des classiques, on avait détourné les paroles trad de cette chanson, ce qui donnait alors « 5 bloavezh ar gouarnamant, ça commence à faire, poent eo cheñch ar prezidant, dañs ar Podoù Fer ! » (5 années au gouvernement, ça commence à bien faire, il est temps de changer le président). Si vous voulez la chanter en fest-noz, c’est le bon moment ! Paroles ci-dessous.
Paroles
paroles et traduction disponibles en cliquant iciPedet on bet da reiñ un taol sikour e skipailhad kehentiñ ar Redadeg ar bloaz-mañ. Tro ‘m eus bet da labourat evit an 2 devezh diwezhañ. Stummoù videoioù a oa bet dibabet ganto dija. Setu penaos on en em gavet o kinnig ar meteo 😅
Skignet eo bet ar videoioù war Instagram kentoc’h. Tamm ha tamm e adskignan anezho war YouTube gant istitloù e galleg. Da zizoloiñ (en-dro) dindan !
J’ai rejoint l’équipe de communication de la Redadeg pour le dernier week-end de course. Ce fut l’occasion de tourner quelques vidéos un peu improvisées, en se greffant aux formats imaginés par leur équipe… C’est comme ça qu’on se retrouve à présenter la météo !
Le vidéos ont été publiées essentiellement sur Instagram, je reposte petit à petit sur YouTube avec des sous-titres.
A (re)découvrir sur ci-dessous.
Instagram :
Version sous-titrée fr :
Version Instagram :
Rencontre inattendue à Morlaix au lendemain de l’arrivée de la Redadeg : l’artiste ZAG en personne terminait son portrait géant de Clarisse Lavanant, une œuvre réalisée dans le cadre de cette Redadeg. Azenor souhaitait que je prenne une vidéo depuis la nacelle… ZAG est monté avec moi pour parfaire quelques retouches et m’a offert une vue en hauteur sur Morlaix !
Trugarez vras / Un grand merci à Gael, Glenan, Killian, Tifenn, Katell, Azenor de l’équipe de communication et qui ont participé à l’élaboration de ces vidéos.

Un tamm atersadenn war France Bleu Armorique evit komz un tamm deus ar raktres fest-noz nevez ha festival Avelioù ar Bed, deus ar sevel paozioù e brezhoneg, deus digoradur al lec’hienn, videoioù kozh ha nevez…
Mersi bras da Glenn Jegou evit ar prantad-mañ !
Une petite interview en breton sur France Bleu Armorique. L’occasion de parler de l’ouverture du site, de notre duo avec Antoine et du festival Avelioù ar Bed, de l’écriture de paroles en breton, et de faire un petit bilan sur mes dernière vidéos. Un grand merci à Glenn Jegou pour l’invitation !
Replay Amañ / ici : https://www.francebleu.fr/emissions/sul-gouel-ha-bembez/armorique
Ou là :
PS : ur fazi bihan zo bet, n’eo ket an ton mat deus Plantec a zo bet skignet : setu aze an hini ‘m oa c’hoant lakaat : https://youtu.be/yEt2ThZCOPU?si=5silJM5vh5RJzvLx
PS : il y a eu une petite erreur sur le morceau diffusé pendant l’itw, je faisais plutôt référence à celui-ci : https://youtu.be/yEt2ThZCOPU?si=5silJM5vh5RJzvLx
Voici une chanson que j’ai écrite quand j’ai lancé le projet « Ton Ar Miz« . Depuis, je l’ai déclinée en plusieurs versions… Avec Antoine Conan, on a eu l’occasion de la chanter d’abord en Bal Plinn (version courte), mais aussi dans des versions plus longues en Scottish ou Polka Plinn. Les premières phrases s’inspirent d’une chanson traditionnelle pas forcément très féministe… Au moins dans cette version un peu plus moderne, la Mari Perynn découvre qu’elle peut s’amuser autrement qu’avec son homme !
Version Blues avec Gurvan Ar Meur
Entrez votre adresse mail pour recevoir automatiquement les nouveaux articles du site, et du contenu exclusif’ !