Lors Jereg – Donemat !

Hopala, setu al lec’hienn ofisiel ! Deuit da besketiñ ganin !
C’est l’ouverture ! Bienvenue à bord de mon site, et bonne pêche
!

A-nevez / Dernières publications

Kastrouz 14 (k2 n°7) : 49.3, frekañs nevez an Ortf !

Setu ur gronikenn ho peus bet tro marse da glevet àr Radio Bro Gwened er sizhun-mañ, ha da selaou endro amañ :

[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/265204720″ params= »color=3cd379&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]

Pokoù !

An 49.3, ar gwellañ benveg da lakaat an dud da ziskenn er straedoù. Ken aes vehe bet ober ur referundum, met na blij ket re ar referundum d’ar gouarnamantoù… nemet evit aerborzh Notre Dames des Landes, ha pa vez sur ar respont !

Lire la suiteKastrouz 14 (k2 n°7) : 49.3, frekañs nevez an Ortf !

Kronikenn ispisial : degouezh ar Redadeg e Lokoal !

Salud ! Pedet oen get radio Bro Gwened d’ober un tamm kronikenn evit degouezh ar Redadeg 2016 e Lokoal. Ur blijadur eo bet pleustriñ e « live » get tud é sellet ! Domaj, na gleven ket bepred ar pezh a lâren get an trouz : n’eo ket bet aes ! Pleustriñ a rin gwelloc’h a-benn ar wech ma ‘z a, dreist-holl ton Louis-Jacques Suignard a oa diaes da zec’hel soñj anezhan en ergelc’h-se !

Trugarez da Yaelle he deus meritet e ditl « Julie a Europe1 » !

Da selaou :

[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/264227819″ params= »color=4fc572&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]

An destenn a bezh a zo amañ ma na glevit ket pep tra (profet eo ar farioù reizhskritur!)

Pozioù ar ganennoù : Continuer la lecture de « Kronikenn ispisial : degouezh ar Redadeg e Lokoal ! »

Lire la suiteKronikenn ispisial : degouezh ar Redadeg e Lokoal !

Kastrouz 12 (k2 n°5) : Julien Lepers, arouez ar vretoned en arvar

Ur gwir defiañs a zo a-enep d’ar vretoned er mare-mañ, na gavit ket ? Kroget en deus pa ‘z eo bet skarzhet ar paourkaezh PPDA a JT TF1, ha n’eo ket achiv ‘m eus aon. Petra soñjal deus Jean-Yves Le Drian, a vez rebechet dezhañ bout ministr ha prezidant rannvro àr ar memes tro ? Petra soñjal deus ar paourkaezh Marylise Lebranchu, skarzhet ag ar gouarnamant èl Julien Lepers a Frañs 3… Peadra da sevel ur c’hastrouz nevez  : Re zo re !

-> Da selaou amañ edan pe àr Radio Bro Gwened adaleg miz Meurzh

[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/249202327″ params= »color=00aabb&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]

-> Da lenn amañ

Lire la suiteKastrouz 12 (k2 n°5) : Julien Lepers, arouez ar vretoned en arvar

Blezad mat get kanerion Breizh !

Un tamm diwezhat eo evit lidiñ ur blezad mat, me oar mat… Ha neoazh, sur on e vehec’h chalet é chom hep gwelet ar video da-heul : tud brudet e Breizh hag e lec’h all é hetiñ ur blezad mat/bloavezh mat àr responter Radio Bro Gwened… ur c’hronikenn skignet e miz Genver ha da glevet endro amañ (get ar pozioù istitlet mar-plij, ma faot deoc’h ober Karaoké…!).

PS : N’ankouezit ket skigniñ an traoù ma ‘z oc’h plijet !

 

Lire la suiteBlezad mat get kanerion Breizh !

Kastrouz 10 (k2 n°3) : Ar gwall-daolioù gwelet get daoulagad ur breizhad yaouank…

Salud tudoù ! Pell zo ‘m eus ket embannet àr ar blog, tapet ma oen get al labour…. Kronikennoù ‘m eus savet evit ar radio e-pad an amzer-se neoazh. Setu ur c’hronikenn am eus savet e fin miz Kerzu a-ziàr ar gwall-daolioù e Pariz, reaksion an dud ha ma sañtimant ur miz àr-lerc’h àr kement-mañ. Da selaou aman-edan.

Deuit endro àr ar blog e korf ar miz, amzer ‘m bo evit embanniñ traoù nevez…

 

Lire la suiteKastrouz 10 (k2 n°3) : Ar gwall-daolioù gwelet get daoulagad ur breizhad yaouank…

Kastrouz : Distro ar c’hronikennoù àr RBG !

Salud deoc’h tudoù ! An distro ‘m eus graet ivez, e Bourges da echu ma studioù ijinourezh. Ha pa chom din amzer, e kasañ bepred kronikennoù fent da RBG (Radio Bro Gwened) ! Hag evel ar blez paset e vint embannet àr ar blog-mañ. Titr ar c’hronikenn kentañ :

RBG, Radio Bolloré Gweneg

…pe penaos eo deuet a benn Vincent Bolloré da brenañ Radio Bro Gwened…

Selaou :

[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/227230217″ params= »color=00aabb&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height=’166′ iframe= »true » /]

Lenn : Continuer la lecture de « Kastrouz : Distro ar c’hronikennoù àr RBG ! »

Lire la suiteKastrouz : Distro ar c’hronikennoù àr RBG !

Newsletter

Soutenez mes projets en vous abonnant

Entrez votre adresse mail pour recevoir automatiquement les nouveaux articles du site, et du contenu exclusif’ !



Rouedadoù

Retrouvez-moi ici !