→ Newsletter ←
Setu a-benn ar fin replay ar gronikenn gentañ am eus graet er Festival ar blez-mañ. Plijadur !
Ha setu kroget get Gouelioù Etrekeltiek an Oriant endro.
N’ankouiet ket beviñ ho post radio (pe ho merdeer) adaleg ar lun 8 a viz Eost : evel bep blez e vo aozet un abadenn ispisial get Radio Bro Gwened, skignet àr-eeun bemdez e brezhoneg adaleg 5e30 àr RBG, Radio Kreiz Breizh ha Radio Kerne. Ar blez-mañ n’hallin ket kemer perzh araok diriaou, met fent hag ambiañs a feson a vo tro dro d’an daol araok fin ar sizhun get ma c’homper Aleks ha toud ar skipailhad !
N’oc’h ket kendrec’het c’hoazh ? Ar blez-mañ e vo enrollet an abadenn àr-eeun a leurenn ar gomz : mechal vo un nebeud publik, ha tu vo deoc’h donet d’hor gwelet !
Mont a rit da zañsal fenoz ? Tapit un tamm ZOVACH…
Nerzhet eo mignonez Elenig : dibosubl dezhi pakañ paotred er festoù-noz rag n’eo ket kab da zañsal. Eüruzamant e anav Elenig paotred ar strollad Starti’Johnes…
Setu dekvet kastrouz ar blez bet skignet ar sizhun mañ àr Radio Bro Gwened, hag ivez an hini diwezhañ (araok pell d’an nebeutañ). C’hoant ‘m eus bet distreiñ àr aktu ar sizhun tremenet hag ober un nebeut « pronostikoù » evit ar blez é tonet. Trugarez d’an nebeut a dud o deus heuliet, ha plijadur !
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/271690362″ params= »auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false&visual=true » width= »100% » height= »450″ iframe= »true » /]
N’eo ket get mignoned e yae Yaelle da c’hoari e-pad an hañv. E kampoù-hañv brezhoneg na laran ket. El an holl stourmerion e Ai’ta he doa graet ar plac’h an « Djieg », pe an djiad brezhoneg ma faot-deoc’h…
Ha pa welañ eo bet ankouezhet penn-dre-benn ar brezhoneg a lec’hienn internet Brest 2016, aon ‘m eus ma vehe gwelet tud Ai’ta e straedoù Brest da stourmiñ endro !
Ya tudoù, ar stad mallusted eo, ha pa weler pegen dañjerus e c’hell bout stourmerion Ai’ta, n’eo ket falloc’h !
De selaou : [soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/270542714″ params= »color=00aabb&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]
Setu lañset kenstrivadeg ar gwellañ « Marseillaise » àr Youtube. Un abeg kavet mat da gaozeal endro ag an « Defi Bro Gozh » en doa graet berzh bloaz zo !
Ur gronikenn skignet àr RBG er sizhun-mañ, ha da adkavout amañ !
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/267098190″ params= »color=217835&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]
Salud tudoù, chom a ra c’hoazh ur gronikenn enrollet en Etrekeltiek 2015 am ‘b oa ankouaet lakaat àr internet : bremañ eo graet. Plijadur !
Er festival Etrekeltiek 2015 e oa bet lakaet Radio Bro Gwened tal-kichen ar privezioù sec’h pa veze gwelet Clément Soubigou a Frañs Bleu Breizh Izel é paboriñ àr ar c’hae dirak an douristed… Re zo re, divizet ‘m eus monet betek stañd Frañs Bleu da gaout un nebeut displegadennoù… !
Entrez votre adresse mail pour recevoir automatiquement les nouveaux articles du site, et du contenu exclusif’ !