Lors Jereg – Donemat !

Hopala, setu al lec’hienn ofisiel ! Deuit da besketiñ ganin !
C’est l’ouverture ! Bienvenue à bord de mon site, et bonne pêche
!

A-nevez / Dernières publications

Chom hep gwelet, pebezh pec’hed ! #5

Setu ar gronikenn ziwezhañ am eus dalc’het àr RBG hag all e-pad an hañv. Keuz am eus nann pas bout bet kavet an enrolladenn, ar gronikenn-mañ muioc’h eget ar re all a zlefe bout selaouet ha non pas lennet, dreist-holl evit ar ganaouennoù er fin. Tu vefe din embannañ bilhedoù imor ur wech an amzer àr ar blog ma ‘z oc’h bet plijet get ar re-se, met doc’h ar pezh a wellañ àr stadennoù ar blog, plijet oc’h muioc’h get an tresadennoù fent ! Kasit ur mailig din memestra e ken kaz e vehec’h intereset.

Tristidigezh evit un nebeut re ha gras evit ar re all, setu neuze arriv amzer ar gronikenn ziwezhañ.

Pempvet deiz é kinnigiñ deoc’h petra n’ellit ket c’hwitat e mod ebet er festival pe en Oriant, ha ret eo añzavout e krog da vout diaes an traoù.

Penn kentañ ‘m eus soñjet kaozeal hiziv a-zoc’h tout ar c’hwezhioù, ar froñdoù na c’hellit ket c’hwitat e mod ebet e fin ar festival, met ret eo añzavout n’eo ket glamour tre àr-lerc’h ar gentel barzhonegiezh on eus bet dec’h, memes m’ema gwir penaos ne c’hellit ket achapiñ da c’hwezh ar staotadennoù dasparzhet un tamm pep lec’h e kêr, da c’houezh an alkol dispaket dre n’eus forzh peseurt toull ha da c’hwezh ar c’hwez pe an transpi da-heul an dañs noz vras, ha dreist-holl ar plinn hep distan etre Marchand/Ebrel ha Startijenn.

Soñjet ‘m eus kaozeal doc’h ivez a broblemoù personnel, un dra bennak n’o peus ket gellet c’hwitat dec’h amañ e studio Radio Bro Gwened, ma spered troet surwalc’h un tamm re doc’h ar reizh en deus ma lakaet d’ober ur fari kemmadur ha da zisplegiñ doc’h pegen diaez eo micher ur gronikour (gros-nikour) e lec’h micher ur c’hronikour, met dec’h d’an noz ha pa ‘z on distroet hag ar festival dre ar bus em eus kavet diouzhtu petra vehe tem ar gronikenn a hiziv.

He ya, ne c’hellit ket monet betek an Oriant ha non pas gwelet d’an nebeutañ ur wech ar bus hag a gas ar festivalourion d’ar gêr endro.

Er bus se e c’hoarvez traoù iskiz, un nerzh kevrinus a lak an dud n’en em anavezont ket da gaozeal etreze.

Evel just eo ret kaozeal get tud hag a joj get ho temz spered : kavit tud sistraet un tamm ma faot deoc’h sevel ar bed endro, tud mezv penn-dre-benn ma faot doc’h c’hoarzhiñ un tamm mat, met diwallit, ne yay ket bepred pell tre ar gaozeadenn.

« Houeee evit pakiñ merc’hed ema ret diskoueziñ dezhe out open, gra eveldin, gwisk ur skerb vil hag ur berukenn » (nann, n’eo ket ma spered droch din-me en deus ma lakaet da ijiniñ ar senenn-se, an dra-se am eus bevet evit gwir!).

Er bus se n’eus ket tu achapiñ kenebeut doc’h an tonioù a vez graet « poblel » anezhe, tonioù daet da vout hengounel en ur mod, pa vez leun mat ar bus : « Ha qu’est-ce qu’on est serrés… », pa vez mezv mat an dud : « Pieds d’cochon Marie-Madeuleineu… ». Setu ma huñvre a vehe kaniñ ur ganaouenn e brezhoneg e kreiz ar bus, mes aon ‘m eus d’en em gavout ma unan, aon hag ar « bid monumental » èl ma vez lâret. Neoazh on eus kanaouennoù pailhard e brezhoneg ivez « E pardon Spezet » da skouer a grog da vout brudet a gaoz pe a drugarez da Nolwenn Leroy, pe c’hoazh un ton plinn just evit ar blijadur da lakaat an dud da zañsal en ur bus. Ret eo soñjal ivez d’ar re en em sañtont evel arozed àr-lerc’h bout bet evet, perak pas kaniñ dezhe Bro gozh ma zadoù « Ni Brezhis a galon… », d’ar re a zo skuizh « Toutouig lala… » pe d’ar re a za da vout trist get an alkol, ijinet un den o leñva, kanit dezhon « Maaaaarv e ma mestrez… ».

Setu lañset eo ar galv, emgav henoazh pe arc’hoazh ‘barzh bus. Hag araok echuiñ evit mat e plijfe din trugarekat Andrea, Gwenael ha tout skipailh Radio Bro Gwened bout ma digemeret amañ en ho studioioù, trugarez ivez doc’h holl selaouerien-gaer (ha lennerien gaer ivez!) evit bout bet anduret ma c’honerioù, ha ken ar c’hentañ tro !

Lire la suiteChom hep gwelet, pebezh pec’hed ! #5

Chom hep gwelet, pebezh pec’hed #4 (erfin!!)

Hiziv ur gronikenn sirrius.

Arc’hoazh e erruo marse lizheri ar selaouerion, ha lakaet eo bet din da gompren ne oa ket bepred moutig selaouerion bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha RKB. Gwelet a ran dija petra vo laret get an dud a-ziàr ar « gronikour nevez ». Adaleg dilun dija em eus feuket selaouerion Radio Kreiz Breizh é lâret e oa ur binijenn monet da labourat duze evit ur gronikour, e bro an amzer fall. Met an dra-se n’eo ket kalz tra e keñver ar pezh am eus graet àr-lerc’h, ober goap doc’h penn Polig Monjarret. « Met soñjet ta altchen, ema bet lâret geton e tae an dud da vregesal àr e delwenn, nann mes ne y a ket mat pe petra ? Un tamm doujañs azoc’h ar re varv altchen ! ». Ha dec’h, petra na ‘m eus ket graet, kaozeal a dokoù-pich àr-eeun… « Nann met ne da ket mat get hennezh. Kaozeal a betra, tokoù, tokoù machin là…haaaa. Met an dra-se vet ket graet ur sort ! Pas ar radio Bro Gwened ! Ha menegiñ Lors Jouin, ar fallon-se, ha me lâr doc’h ! ».

Setu n’eo ket nemet evit kaout ur chañs c’hoazh da labourat ‘barzh Radio Sañtez Anna em eus divizet d’en em sioulat, nann, mes ivez peogwir e welañ mat e krog Andrea ha Gwenael d’en em akoustumiñ doc’h ma c’honerioù. Ar-lerc’h teir kronikenn n’int ket mui ken aketus eget er penn kentañ ha n’eo ket nemet peogwir ez ant da gousket re ziwezhat bemnoz. N’en em rentant ket kont, kollet e mesk ar farsadennoù bihan e c’hellaen gober unan bras un deiz bennak, evel, dre skouer, echuiñ ar gronikenn e brezhoneg bro Roazhon.

Setu perak ez an da gomz doc’h hiziv hag an traoù ne c’hellit ket c’hwitat er festival pe en Oriant dre ma ‘z int vil, eugus pe c’hoazh mezhus.

Dre skouer, ne c’hellit ket tremen hep gwelet iliz an Oriant, hag a denn da neus forzh petra nemet d’un iliz. Ne ouian ket petra zo erruet a p’o deus savet an iliz-se. Michal ne oa ket bet krouet c’hoazh ar vicher grafist, pe e oa bet ankouezet.

Ne c’hellit ket tremen ivez hep gwelet ar gentelioù dañs a zo aozet er festival mes ivez e bep a gouel e-pad an hañv evit ar barizianed, da lâret eo ar re a n’int ket bretoned. Evel pep hini ho peus da gentañ kredet e oa un dolpadenn tud mezv, met pa ‘peus gwelet ne oa nemet 6eur noz ho peus komprennet petra oa ar wirionez.

Hag e mesk an traoù mezhus ivez, ne c’hellit ket tremen àr ar c’hae hep gwelet stañd France Bleu Breizh Izel pe RBO evit ar re gozhañ hag a zo er studio a n’o dezhe ket komprennet c’hoazh e oa bet cheñchet anv gete. Ar re-se a oa ken fur ar blezioù paset, staliet e foñs palez ar c’hendalc’hioù met setu, ne c’helle ket padout, hag àr-lerc’h daou vlez e welet RBG é paboriñ e kreiz ar festival é kinnigiñ un abadenn live dirak an dud o deus divizet gober ar memestra. Clément Soubigou – ur paotr fur ma ‘z eus unan, ken fur daou vlez zo e kinnigiñ ar prizioù get Goulwena an Henaff – a vez bremañ gwelet é ober ar marmouz dirak an dud ; da belec’h ez a ar bed, me lâr doc’h.

Setu gwelet peus Andrea, Gwenael, chomet on fur ! Get ur gronikenn e mod-se da nebeutañ on sur ne vo ket fachet hani bet genomp, ha sañset e vin amañ arc’hoazh evit ar gronikenn ziwezhañ. Beteg arc’hoazh neuze !

Lire la suiteChom hep gwelet, pebezh pec’hed #4 (erfin!!)

Distro eo internet !

Salut tudoù, ha digarez ma oec’h o c’hortoz rannoù diwezhañ ar gronikenn « Chom hep gwelet, pebezh pec’hed ! »… met oa ket tu din embannañ ‘nezhe dre ma ‘m eus ket bet internet e-pad ar miz tremenet. Embannañ a rin an daou bennad a chom edan berr, hag evel-se vo graet, met moarvat vo ket embannet an enrolladenn, ‘moa ket enrollet an daou abadenn ziwezhañ ha ‘m eus ket kavet ‘nezhe e podcast siwazh. Klask a rin embannañ pennadoù all ivez araok fin ar miz, pa ‘m o amzer (hag awen).

Kentañ tro lennerien gaer !

Lire la suiteDistro eo internet !

Pennad sirius – Buhez prevez àr internet : Facebook a zo un ael e keñver Google+ !

Google+ a zo ur rouedead sokial bet savet gant Google e miz Gwengolo 2011 evit keveziñ ar roueadad sokial millvrudet : Facebook. Evit lakaat an dud d’en em enskrivañ o doa prometet kalz muioc’h a zoujañs diouzh ar vuhez prevez, ha kinniget veze gante un nebeut traoù e keñver teknologiezh dedennusoc’h eget àr lec’hienn Mark Zuckerberg (albomoù foto hd, un etresfas bravoc’h ha simploc’h, ha traoù all a zo bet kopiet gant Facebook un nebeut mizioù àr-lerc’h forzh penaos). An dra-se en deus ma lakaet d’en em enskrivañ, gant ur pseudo eveljust, peogwir ne blij ket din bout fliket àr ar rouedad. N’on ket bet dipitet : an deiz all ‘m eus bet c’hoant lakaat ma anv àr internet (ma anv gwir) evit gwelet ma roud àr ar web, gouzout diouzh peseurt lec’hiennoù web e oen liammet… pebezh souezhadenn o welet e oa kinniget d’an dud ar « skeudenn profil » am boa embannet àr Google+ hag al liamm betek ma fajennad àr ar rouedad sokial !

Penaos ez eus tu gwelet ma foto embannet àr ur rouedad sokial e-barzh un enklask Google ?

Furchet ‘m eus un tamm evit kompren. Ar foto liammet diouzh ma c’hont a zo bet embannet e-giz un dañvez « publik » en un doare otomateg ! Ha ker ‘m eus bet furchal evit cheñch an dra-se ha lakaat ma foto da vout prevez (sañset eo bout aes ken ha ken àr Google+), d’ar mare ma skrivañ ar pennad, n’on ket deuet c’hoazh da benn ! Keñveriomp bremañ : àr Facebook, ar foto liammet doc’h ho kont n’eo ket embannet e-giz publik en un doare otomateg, nemet m’ho peus divizet en ober. Hag edan 2 glik ez eus tu doc’h cheñch piv en deus droet da welet ho foto, ha piv ‘n eus ket. Pegen sirius an traoù àr Google+, ul lec’hienn a lâr kavout doujañs diouzh buhez prevez an dud !

Penaos eo deuet a-benn Google da liammiñ ma pseudo doc’h ma anv gwir !?

Met un dra bennak a chom kevrinusoc’h c’hoazh : penaos eo deuet a-benn Google da liammiñ ma pseudo doc’h ma anv gwir !? Surwalc’h ‘m eus lakaet ma anv en ul lec’h bennak ur wech, ya, met emen ? Surwalc’h on bet àr internet gant ar merdeer Google Chrome dija, ya, met memestra, ne c’hellañ ket krediñ int vill awalc’h evit bout bet spiet ar pezh am eus graet… Met memes m’ho deus tapet ma anv en un doare leal, perak ne warnont ket an titour-se evite ? Perak e kaver ma c’hont gant ur pseudo liammet diouzh ma anv gwir pa vez graet gant Aotroù X pe Intron Y un enklask àr internet ?

Skeudenn : www.journalduwebmarketing.com

Lire la suitePennad sirius – Buhez prevez àr internet : Facebook a zo un ael e keñver Google+ !

Chom hep gwelet, pebezh pec’hed ! #3

Setu trede rann ar gronikenn am eus dalc’het bemdez àr ar radio e-pad prañtad ar festival. Chañs peus ur wech c’hoazh, daet on a benn da gavout an enrolladenn. Un tamm hiroc’h eget ar re all eo, hag unan deus ar re wellañ eo bet d’am soñj, ret eo lâret on bet sikouret get c’hoarzhadegoù ar re all er studio ! Betek disadorn evit ar gronikenn niverenn 4.

[soundcloud url= »http://api.soundcloud.com/tracks/108777915″ params= » » width= » 100% » height= »166″ iframe= »true » /]

Mat dalc’homp neuze get ar gronikenn àr ar pezh n’eus ket tu c’hwitiiñ e mod ebet er festival pe en Oriant. Dilun ‘m eus kinniget deoc’h ti-feurm ar struskañvaled, dec’h e oa Tavarn Ar Roue Morvan hag hiziv e lec’h kinigiñ deoc’h ul lec’h em eus soñjet kinigiñ un dra bennak, ha setu perak em eus digaset ur sac’h genin, ar sac’h-se a zo sac’h ar festivalour, tout ar pezh na c’hellit ket ankouezhiñ e mod ebet ma faot deoc’h monet de riboullat er festival. Neuze abaoe tuchañtig eo ar c’hevrin bras, skipailh an abadenn en e fezh a zo oc’h en em c’houlenn petra zo ‘barzh ‘sac’h-se hag ez an da zigeriñ ‘nezhañ àr-eeun evit an abadenn.

Neuze araok pep tra emañ ret kaout pegsun ofisiel ar festival, hag emañ ret doc’h ober evel pep hini : pegiñ ‘nezhañ a gleiz ar werenn-dal (pe pare-brise) a zo ar dreñv d’an oto. Evit ober brav emañ mat kaout hini blezad diwezhañ ar festival hepken ha pas kaout deg peg-sun hag ar vlezadoù tremenet e-tal, n’eo ket « swag » èl ma vez lâret get ar re yaouank.

Evel just emañ ret deoc’h kaout ar werenn ofisiel ivez, pe ar werennad ofisiel kentoc’h, Continuer la lecture de « Chom hep gwelet, pebezh pec’hed ! #3 »

Lire la suiteChom hep gwelet, pebezh pec’hed ! #3

Chom hep gwelet, pebezh pec’hed ! #2

Setu eil rann ar gronikenn am eus dalc’het bemdez àr ar radio e-pad prañtad ar festival. Chañs ‘p eus, daet on a-benn da gavout an enrolladenn, daoust ma n’eo ket gwall brav ar son… Bravoc’h vehe bet din kavout enrolladenn ar gronikenn gentañ, « streset » e oen un tamm re an deiz se, ar pezh a vez klevet mat siwazh… Betek dimerc’her evit ar gronikenn niverenn 3 (embannet e vo unan e kreiz ar sizhun hag unan evit ar week-end)

[soundcloud url= »http://api.soundcloud.com/tracks/108286774″ params= » » width= » 100% » height= »166″ iframe= »true » /]

Barzh rummad an traoù ne c’heller ket c’hwitat e mod ebet er festival pe e kornad bro an Oriant emañ ret din komz deoc’h a davarn ar Roue Morvan. Un davarn, ma ‘z eus unan, lec’h ma c’hellit goulenn ur banne bier e brezhoneg, ar pezh n’eo ket posubl er festival a hend all, pe pas araok un euriad avañset mat d’an nebeutañ. Gwir eo : ma lâret da 9eur noz « Ur banne bier mar plij » e vo sellet doc’hoc’h evel doc’h un estrañjour hag e vo klasket kavout unan bennak tro dro d’ar barnum hag a gompren ar pezh a lâret. Da 2eur da vintin n’eo ket tre-ha-tre ar memestra. Penn kentañ, an doare da c’houlenn an traoù en deus cheñchet un tamm, hag e lârit : « Bieeeeer maaar plij ! » hag aze, kit da gavout perak, oc’h servijet diouzhtu.

Met distroomp da davarn ar Roue Morvan peogwir emañ sañset bout sujet ar gronikenn. Ar pezh a zo mat eo e vez aozet gete sonadegoù a bep seurt e-pad prañtad ar festival. Henoazh dre skouer e vo digemeret Spoum hag Hamon-Martin, « Fleuves » a vo tu gwelet benn arc’hoazh, Esquisse diryaou ha me oar me, fin get ar bruderezh a ran, spi ‘m eus e vo profet da nebeutañ ur banne din fenoz.

Ar pezh a zo farsus ivez eo delvenn Polig Monjarret a zo bet staliet abaoe un nebeut blezadoù àr ur bank àr ar blasenn a zoug e anv.

Sapre Polig, ne ijine ket surwalc’h ha pand eo bet staliet amañ penaos en dehe droed da gavout a hed an andervad merc’hed skañv ho fav àr an daoulin, e kemer fotoioù hag en ur vousc’hoarzhiñ en un doare …. trouzus. Ne ijine ket eñ penaos e vehe bet « Guest star » albomoù facebook an dud hag a zo bet en Oriant, kollet e mesk an « MDR », « PTDR », « XPTDR », « kikou lol » ha me oar me.

Paourkezh Polig ivez, eñ hag en doa krouet Bodadeg Ar Sonerion a faote dezhon marse kavout un tamm repu evit e divskouarn. C’hwitet eo, ha bep blez eo ret dezhan anduriñ trouzioù ar vombard hag ar sonerezh « zovaj » hep gellet monet da zañsal ; ha pa ya an heol da guzh n’eo ket bepred merc’hed skañv ho fav a ya d’ober pokoù dezhañ, met paotred sistraet un tamm a ra dezhañ, evit bout seven, pokoù-trouz tal kichen an divskouarn, pe, lâret en un doare sklaeroc’h, ur beurk bras.

Setu emgav henoazh neuze ba’n davarn pe arc’hoazh àr ar gwagennoù, ha pokoù trouz !

Lire la suiteChom hep gwelet, pebezh pec’hed ! #2

Chom hep gwelet, pebezh pec’hed ! #1

Setu rann kentañ ar gronikennoù am eus savet evit an abadenn « Keit d’ar FIL, FIL d’ar gêr » skignet àr radioioù Breizh e-pad ar festival etrekeltieg. Embannet e vo unan nevez e penn kentañ an dibenn sizhun hag e kreiz ar sizhun. Notenn : kronikennoù radio eo : d’am soñj eo plijusoc’h da selaou eget da lenn, ha ‘m eus ket diwallet kement-se diouzh ar reizhkrivadur. Ar podcast en deizioù o tont…

Salut Andréa, salut Gwenael ha salut da tout an dud.

Mat prest oc’h ? Terzhienn ho peus ? Nann, pas re ? Ne ya ket ho kalon d’an daou lamm ruz ? Nann ?

Bah me, ya ! Kentañ kronikenn àr ur radio, setu on ankeniet un tamm…ha moarvat emaoc’h c’hwi ivez.

Petra y a d’ober ? Daoust-ha ne brofito ket re deus ar mikro evit lâret konerioù ? Ha ma vehe-eñ un terorist ?

Hag e vehe kap d’ober farioù brezhoneg àr-eeun, pe gwashoc’h c’hoazh, farioù Gwenedeg ? Gwelet a ran dija titl ar « Ouest-France » a-benn arc’hoazh : « RBG : un chroniqueur dérape en plein direct et prononce « SILZIG » à la place de « SEULZEUTCH » ».

Nann, peus ket aon da gavout, e Bro Gwened omp prientet mat, selekt kennañ eo evit bout kronikour, ne vousc’hoarzhit ket, ret eo tremen un test gwenedeg ha tout… ha ma ne teuer ket a-benn da dremen hennezh e c’hellit bout kaset da Radio Kreiz Breizh, soñjit ta ar binijenn evit ur gronikour… fall an amzer a hed ar blez duze ha pa ‘z eo ken brav hiriv en Oriant…

ha just a-walc’h, komzomp deus an Oriant, peogwir emañ evit an dra-se on implijet sañsemant…setu skrivet eo er c’hoñtrad, ret eo din kinnig doc’h « un dra ret da vonet da welet pe d’ober, ha deus ket mankabl anezhoñ e mod erbet en Oriant, mem er maez ag ar fil ». Setu peogwir ne chom ket kalz a amzer mui e oen e soñj kinnigiñ doc’h abadenn « Nolwenn Leroy », met, siwazh, tremenet eo setu e chom din just an amzer evit kinigiñ deoc’h monet betek Gwidel evit gwelet Ti-ferm ar struskañvaled, tu vo doc’h bale er maezioù ha gwelet penaos e vez desavet al loened iskiz-se. En amzer baset e oe digoust, bremañ emañ ret deoc’h dispigniñ un nebeut €urio met n’eo ket kalz tra. Soñj ‘m eus e oen aet du-se pa oen bihan, hag un nebeut blezadoù àr-lerc’h e oen bet endro, met ne ouiemp ket e oa ret paeiñ bremañ, ha neuze é tonet endro deus ar valeadenn he doa lavaret ur veme deomp  « He, peus ket paeet, peus ket paeet ! Distreit amañ, peus ket paeet !». Nann, mes e gwirionez e farsus a-walc’h da welet, hag oc’hpenn-se e vez aozet gete bep merc’her e-pad an hañv ur marc’had e kreiz an ti-ferm lec’h ma c’heller preniñ produioù fresk ha deus ar c’hornad.

Setu gwelloc’h ez a an traoù genoc’h Gwenael ? Achapet ho peus d’an drasterezh ?

Bah genin ez a gwelloc’h an traoù ivez, met mankiñ a rit dija din, ken arc’hoazh !

Lire la suiteChom hep gwelet, pebezh pec’hed ! #1

Kronikenn evit RBG

Salut deoc’h holl ! Ur bilhed evit lâret deoc’h e talc’hañ ur gronikenn e brezhoneg bemdez e-pad prañtad ar festival en abadenn « Keit d’ar FIL, FIL d’ar gêr » skignet bemdez adaleg 5e30. Sujet ar gronikenn a zo : « ar pezh na c’hellit ket mañkin e mod ebet e-pad prañtad ar festival ». Troet eo, eveljust, en un doare fentus ha dirollet. lKen tuchant àr ar gwagennoù !

Lire la suiteKronikenn evit RBG

Newsletter

Soutenez mes projets en vous abonnant

Entrez votre adresse mail pour recevoir automatiquement les nouveaux articles du site, et du contenu exclusif’ !



Rouedadoù

Retrouvez-moi ici !