→ Newsletter ←
Liamm : https://youtu.be/gNi3oj3dOL0
BR 👉 Ne vo ket gwelet an daouad Plouz ha Foen d’ober teil tomm e-pad an hañv… Hag a-raok kregiñ gant Ar Redadeg ha koulzad ar festivalioù, deuet int da dañvat un nebeud lipigoù temzet-mat er gêr evit an abadenn A Bik Da Bik… Un digarez da azasat un tamm ar program gant un daouad evit ar wech kentañ ! Istorioù kuzh ha teñval, c’hoarioù droch ha kaozeadennoù don war an awen… Taol da bouez war ar c’hanape ha « Deus ganimp » evit un abadenn fresk hag e brezhoneg 100% !
🌶️
Evit pezh a sell deus ar c’houlisoù : setu an abadenn aesañ hon eus bet da dreiñ d’am soñj. Nebeud a gudennoù war an treiñ, ha nebeud a draoù da adtapout e post prod… Ur blijadur gwelet e seblantomp mont war-raok !
Tapet on bet berr er fin un tamm memestra gant kudennoù war an son, met d’am soñj eo diluziet an afer dre vras. Ha sikour ‘m eus bet gant ma mignon Fañch evit is-titlañ an abdenn : is-titloù e galleg HAG e brezhoneg a gaver evit ar wech kentañ !
Ha mod all omp aet war-raok e keñver klikadurioù gav din : petra soñj deoc’h ?
A galon ❤️🔥
FR 👉 Le duo de rap en breton Plouz & Foen commence à devenir incontournable, et pour cause : ils sont à l’origine de la chanson de la Redadeg cette année ! Alors avant d’entamer une tournée des festivals, les voilà dans A Bik Da Bik ! L’occasion d’adapter la formule pour la première fois en mode « DUO » ! Rassurez vous, l’essentiel est toujours là : des sauces un peu fortes, de jeux un peu tordus et quelques confessions 😉 Alors allez cuire quelques nuggets, blottissez vous dans votre canapé, et voyagez avec nous sur l’échelle logarithmique de Scoville !
🌶️
L’anecdote côté coulisses : Je crois bien que ça a été l’émission qui nous a demandé le moins de travail – en particulier en post production – où je n’ai pas eu besoin de rattraper grand chose : ça fait plaisir de voir qu’on va de l’avant !
Il reste toujours quelques mystères autour de la qualité du son, mais je crois bien que c’est réglé… Et pour la 1ère fois, des sous-titres sont dispos en Français ET en Breton grâce à l’aide de mon ami Fañch !
Je suis bien content de la nouvelle version du plateau aussi… T’en penses quoi ? ❤️🔥
Liamm : https://youtu.be/gNi3oj3dOL0
BR 👉 Setu un abadenn un tamm ispisial. Talwyn n’eo ket ken brudet eget ar c’houvidi all, met me lâr deoc’h ez eus peadra da c’hoarzhiñ en abadenn-mañ 😉 E gwirionez eo an abadenn gentañ hon eus troet : ur sturier e oa da welet ma oa posupl tremen deus an abadenn war baper d’un abadenn gwir.
Ne oen ket bet e penn ar frammañ peogwir eo bet ret labourat buan war an abadennoù-all, met Talwyn ‘n eus ur strolladig tud fan hag o doa c’hoant gwelet an abadenn a-bezh… Setu tapet ‘m eus un tamm amzer evit ober-se.
🌶️
Ha goude ? Ne ouian ket. Hir eo ar prantad enklask ha skritur, hag ar post-prod a dap amzer ivez. Hag evit poent eo ret din tapout eil lodenn ar budjed gant Ar Redadeg. Setu n’on ket sur e vo posupl gwelet abadennoù nevez e penn-kentañ ar bloaz. E keit-se, labourat war parodiennoù droch ha sonerezh a vañk din ivez… hentoù tro-didro ar youtubiñ e brezhoneg !
Blovezh Mat deoc’h holl ❤️🔥
FR 👉 Il est probable que Talwyn Baudu ne soit pas le plus connu de mes invités… Mais vous allez voir qu’il a beaucoup de choses intéressantes à raconter ! En fait, Talwyn est un ami, et je l’avais reçu il y a quelques mois pour tourner le pilote d’ « A Bik Da Bik ». Pas forcément faite pour être diffusée, c’est une émission test qui m’a permis de voir s’il était possible de passer d’un projet sur papier à une vraie émission… et d’ajuster par la suite. Je m’étais contenté de diffuser un extrait il y a quelques mois avant de travailler intensément sur les épisodes suivants. Mais j’avais un peu de temps ce mois-ci, et Talwyn ayant quelques fans insistant.e.s, j’ai été obligé de terminer le montage pour sortir cette vidéo en entier. Au final, je trouve qu’on y rigole bien… j’espère que vous aussi !
🌶️
Et après, on va où ?
Pas sûr que les prochaines émissions d’ « A Bik Da Bik » n’arrivent avant plusieurs mois… Plus d’infos sur la partie de l’article en breton !
En attendant… Bonne Année ! ❤️🔥
Liamm : https://youtu.be/yExoanu6qIU?si=S5X3l8BymaPGSCwO
BR 👉 Goude an abadenn gant Yann-Herle Gourves miz zo, setu abadenn miz Du gant Marine Lavigne ! Abaoe un nebeud amzer ‘m oa c’hoant pediñ anezhi evit ur video, o soñjal e vefe kalzig a draoù da gontañ ganti ! Ma, d’am soñj he deus kontet kalzig a draoù… Hag evit ar re a blij dezho muioc’h al lodennoù dudius : skeudennoù kozh ha c’hoarioù souezhus a zo c’hoazh, setu grit ho meuz.
Evit ar re a blij dezho ar sekredoù treiñ
Ur sapre kudenn hon eus bet war an abadenn-se : c’hwitet ar fokus war penn Marine. Ne veze ket gwelet war skramm vihan ar benveg foto, met ur wech lakaet war ar skramm vras em eus leñvet. Evit sevel ur video gentañ pa oa deuet maez pladenn nevez Eben ‘m oa implijet ar c’hamera a zo er foñs (an hini evit ober ar plañ a-bell), hag ur poellad evit ober « upscale », da lâret eo tremen deus ur c’halite 1080p betek 4k, evit gellet zoomiñ war dremm Marine hepken. Ne oa ket fall, met pezh zo, n’eo ket lec’hiet mat-kennañ ar c’hamera e keñver fas Marine. Prenet em eus neuze ur c’houmanañt d’ar poellad « Topaz », a zo gouest, dre an nanonegezh artifisiel, da adtapout ur fokus breinet. Met ur bern algoritmoù hag arventennoù a zo er program, ha ne vestronien netra. Peurliesañ e lakaen ar program da dreiñ e-pad an noz war ma urzhiataer, hag e tistroen da vintin o tizoloiñ un disoc’h brein. Ar gudenn a zo : pa veze kavet ur « rekipe mat » evit ma ne vefe ket flou, ne oa ket naturel tamm ebet ar fas, robotek e oa, gant daoulagad iskiz … Setu, prest oen da reiñ ma zilez, met un deiz bennak, dre forzh klask c’hoazh hag en-dro, on deuet a-benn da gaout un disoc’h ne gavan ket re fall. Setu mirakloù an deknologiezh !
🌶️
Klask a rin lakaat ur skeudenn « a-raok / goude » er pennad-se benn pa m’ho amzer, hag evit o lakaat da zistreiñ war al lec’hienn 😉
FR 👉 Après Yann-Herle Gourves le mois dernier, c’est autour de Marine Lavigne de goûter les sauces piquants d’A Bik Da Bik. Chanteuse et parolière, vous l’avez forcément vue en fest-noz avec Sterenn Diridollou, dans les groupes Seim ou Eben, ou encore avec son groupe Ahez à la finale de l’Eurovision !
Il y a donc pas mal d’anecdotes intéressantes dans cette émission, mais si vous préférez les jeux ou les images d’archive, vous serez servi aussi !
Pour les passionnés de secrets de tournage
Si vous êtes un peu sensible à l’image, vous avez sûrement remarqué un truc. En fait, le focus sur Marine a été raté sur presque tout le tournage. Sur le petit écran du boitier photo, l’image semblait bonne, mais en transférant les rush sur l’ordinateur, j’ai failli pleurer. Pour une 1ère vidéo sur l’actu de son groupe, j’ai donc exploité les images du camescope que j’utilise pour faire de temps en temps un plan sur la tablée. J’ai utilisé un logiciel pour faire de l’upscale, c’est-à-dire me permettre de passer d’une vidéo en 1080p à une vidéo en 4k, pour pouvoir zoomer tranquillement sur Marine. J’étais plutôt content du résultat, mais l’angle de la caméra n’était pas idéal par rapport au visage. J’ai donc acheté une licence sur « Topaz Video AI », l’outil soit disant miraculeux pour corriger un focus raté. En fait, sur une vidéo pas trop longue où le focus est raté par moment, ça fonctionne extrêmement bien, mais sur le format A Bik Da Bik, c’était très compliqué. Aussi, de nombreux algorithmes sont disponibles, et de nombreux paramètres sont à régler, et je n’y connaissais pas grand chose. En général, je laissais tourner un calcul toute la nuit, et je revenais le lendemain en étant déçu du résultat. Le focus était parfois très bien corrigé, mais cela donnait un aspect très robotique au visage… J’ai vraiment failli abandonner, mais un jour, j’ai trouvé la « recette magique ». Non pas que ce soit parfait, mais la vidéo me paraissait cette fois exploitable. Tiens, si vous repassez sur cet article dans quelques jours, je vous mettrais un « avant / après » !
🌶️
Allez chercher quelques nuggets et votre boisson préférée. Branchez YouTub’ sur la TV. C’est enfin le moment de troquer Netflix pour un programme divertissant en breton !
BR 👉 E mesk un nebeud a digarezioù all, setu aze perak ‘n em eus ket bet tro da lakaat maez kalzig a videoioù er mizioù tremenet : labouret em eus start war un abadenn a-bezh, « A Bik Da Bik », ur gwir abadenn e brezhoneg penn-dre-benn.
E 2022 ‘m oa bet ur yalc’had gant ar Redadeg. Un tamm skoazell e oa evit lakaat an traoù da vont pelloc’h gant ma chadenn Youtube. D’ar mare-se, ar mennozh a oa da sevel an abadenn « Les Recettes Pompettes » e brezhoneg. Met reiñ a rae din ar santimant da vrudañ an alkol, ha ne oen ket en ma aes gant se. Etra daou hon eus klevet komz kalzig deus an abadenn « Hot Ones« . Setu, A Bik Da Bik a zo tost deus an abadenn-se, dre ma bedan tud brudet (e bedig-bed ar brezhoneg) da dañvat un nebeud lipigoù spiset evit lakaat anezho da gomz… Met disheñvel eo ivez: c’hoarioù a zo, ha klask a ran mont un tamm pelloc’h gant an atersadenn. Un tamm hiroc’h eo neuze : n’eo ket e-giz ma vefe klevet seurt kouvidi a-hed an amzer er mediaoù. Fun-fact : Abadenn-gentañ Yann-Herle evel kouviad e oa !
Un eil rann a vo tu dizoloiñ ar miz o tont. Implijet eo bet ar yalc’had evit prenañ dafar video ha difrejañ ar prantad treiñ. Ar raktres a chom a youl-vat penn-dre-benn. Ur sapre sammad labour a zo. Is-titlet eo pep tra : gant ma vo plijet ar vrezhonegerien ha louaen an deskidi ! Neuze petra c’hoarvezho goude ? Piv oar !
FR 👉 C’est sûrement le projet sur lequel j’ai passé le plus de temps depuis le lancement de ma chaîne. Voici « A Bik Da Bik », une vraie émission totalement autoproduite en breton.
En 2022, j’ai obtenu une subvention de La Redadeg. Je voulais développer ma chaîne YouTube avec des projets plus complexes. L’idée à l’époque était de travailler sur une émission proche des « Recettes Pompettes » en breton. Un projet qui aurait sûrement été amusant, mais faire de la publicité gratuite pour la consommation d’alcool m’embêtait un peu. Entre temps, on a beaucoup entendu parler de Hot Ones. « A Bik Da Bik » y ressemble, dans le sens où je propose à mon invité de goûter quelques sauces pimentées dans l’espoir de le désinhiber un peu. Il s’en distingue aussi, avec quelques jeux, et une interview un peu plus longue : ça n’est pas comme si on avait l’occasion d’entendre les personnes que je reçois tous les jours dans les médias… Fun-fact : c’était la 1ère émission TV de Yann-Herle en tant qu’invité !
J’espère que ce programme pourra aller un peu plus loin. La subvention a essentiellement permis d’acheter un peu de matériel vidéo et à compenser quelques frais de tournage, mais tout le travail reste bénévole. Un 2ème épisode est en route… La suite dépendra sûrement un peu de vous !
🌶️