→ Newsletter ←


Ur gwir defiañs a zo a-enep d’ar vretoned er mare-mañ, na gavit ket ? Kroget en deus pa ‘z eo bet skarzhet ar paourkaezh PPDA a JT TF1, ha n’eo ket achiv ‘m eus aon. Petra soñjal deus Jean-Yves Le Drian, a vez rebechet dezhañ bout ministr ha prezidant rannvro àr ar memes tro ? Petra soñjal deus ar paourkaezh Marylise Lebranchu, skarzhet ag ar gouarnamant èl Julien Lepers a Frañs 3… Peadra da sevel ur c’hastrouz nevez : Re zo re !
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/249202327″ params= »color=00aabb&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]
Un tamm diwezhat eo evit lidiñ ur blezad mat, me oar mat… Ha neoazh, sur on e vehec’h chalet é chom hep gwelet ar video da-heul : tud brudet e Breizh hag e lec’h all é hetiñ ur blezad mat/bloavezh mat àr responter Radio Bro Gwened… ur c’hronikenn skignet e miz Genver ha da glevet endro amañ (get ar pozioù istitlet mar-plij, ma faot deoc’h ober Karaoké…!).
PS : N’ankouezit ket skigniñ an traoù ma ‘z oc’h plijet !
Salud tudoù ! Pell zo ‘m eus ket embannet àr ar blog, tapet ma oen get al labour…. Kronikennoù ‘m eus savet evit ar radio e-pad an amzer-se neoazh. Setu ur c’hronikenn am eus savet e fin miz Kerzu a-ziàr ar gwall-daolioù e Pariz, reaksion an dud ha ma sañtimant ur miz àr-lerc’h àr kement-mañ. Da selaou aman-edan.
Deuit endro àr ar blog e korf ar miz, amzer ‘m bo evit embanniñ traoù nevez…
Embanniñ a ran bremañ kronikennoù radio dindan anv « Lors Jereg ». Seul-taol ma vez skignet unan nevez e vez adkavet àr ar bajenn-mañ en un doare prim. Ma ‘p eus ur c’hont àr facebook, soñjit neuze da glikiñ àr « Plijus ». Ken diouzhtu !
Skignet d’ar 6 a viz du en abadenn « Liv an amzer » àr Radio Bro Gwened.
[selaou] : http://www.radiobreizh.bzh/bzh/emission.php?emid=321
[lenn] : Continuer la lecture de « Kastrouz koulzad2 rann 2 : Karta European ar Yezhoù rannvro kadarnaet ! »
Salud deoc’h tudoù ! An distro ‘m eus graet ivez, e Bourges da echu ma studioù ijinourezh. Ha pa chom din amzer, e kasañ bepred kronikennoù fent da RBG (Radio Bro Gwened) ! Hag evel ar blez paset e vint embannet àr ar blog-mañ. Titr ar c’hronikenn kentañ :
…pe penaos eo deuet a benn Vincent Bolloré da brenañ Radio Bro Gwened…
Selaou :
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/227230217″ params= »color=00aabb&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height=’166′ iframe= »true » /]
Lenn : Continuer la lecture de « Kastrouz : Distro ar c’hronikennoù àr RBG ! »
Setu erruet abadenn ziwezhañ ar blezad ! Pedet e oa ar strollad YêhLusk er studio hag em eus kinniget ur blind test bihan da echu en un doare brav.
Trugarez vras dezhe evit bout c’hoariet ar jeu, ha trugarez vras da skipailh RBG !
Tomm ‘oa an amzer e studio Kit d’ar FIL, FIL d’ar gêr evit an teirvet abadenn. Resevet on eus ar ganerez Lleuwen, ha kinniget ‘m eus dezhi displegiñ deomp un tamm muioc’h pozioù orgedus ur ganenn skrivet geti, « Ar Gouloù Bev »… Selaouit mat !
(PS : testenn ar gronikenn a vo lakaet amañ edan berr, amzer lakaat ma notennoù àr an urzhiataer… 😉 )