Latest News

Kronikenn Radio : Hetoù 2015 (l1) : Disoc’h ar PRIZIOU !

[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/186077253″ params= »color=0066cc&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]

Setu evidoc’h lennerien aketus skrid ar gronikenn ho p’eus bet tro da glevet àr Radio Bro Gwened dimeurzh. Plijadur !

Hetoù 2015 lodenn 1 : Ar Prizioù

Setu echu dija 2014, ur blead brav evit Breizh mes kentoc’h ag ober best-off ar blez paset èl ma vez graet get kronikourion « low-cost » a gaver àr France Inter, Europe1, France Bleu Breizh Izel pe gwashoc’h c’hoazh, Arvorig FM, em eus divizet-me ober best-off ar blez ma ‘za. Eh ya, ‘m oa ket lâret doc’h Andréa e oen kap da lenn an dazont, ne oa ket skrivet àr ma CV ha pa ‘d on bet kaset da RBG, ha neoazh. ‘M ho kwela dija é vrañselaat àr ho kadoer Andréa, é c’hortoz ma larin deoc’h penaos é emdroo ho istoerioù karantez, hag a benn ar fin en em zistano ar lentig Padrig, hag e teuo a benn da c’houlenn ho torn ? Continuer la lecture de « Kronikenn Radio : Hetoù 2015 (l1) : Disoc’h ar PRIZIOU ! »

Lire la suiteKronikenn Radio : Hetoù 2015 (l1) : Disoc’h ar PRIZIOU !

N’eus ket kement-se a bennadoù nevez àr ar blog er mare-mañ, ha neoazh emaoc’h niverusoc’h-niverusañ o weladenniñ ‘nezhañ… O_O Petra lâret, trugarez deoc’h !

Prientiñ a ran teir kronikenn nevez evit Radio Bro Gwened, tost echu ar skritur… Sañset e vo tu klevout ‘nezhe evit an distro !

Ha ya, araok disoñjal :

BLOAVEZH / BLEZAD MAT !

Lire la suite

Kronikennoù nevez evit RadioBroGwened !

Salut, ur gerig evit lâret deoc’h e vin klevet bremañ ‘pad ar blez ivez àr gwagennoù RadioBroGwened evit ur bilhed imor a vo embannet ur wech an amzer. Kinnig a ran deoc’h selaou doc’h an hini kentañ àr lec’hienn RadioBreizh : http://www.radiobreizh.net/bzh/emission.php?emid=321

 

Ar ar blog e klaskiñ embanniñ ar gronikennoù-se ha pa vin lakaet er-maez. Plijadur !

Lire la suiteKronikennoù nevez evit RadioBroGwened !

Facebook e brezhoneg !

Ofisiel eo, ouzhpennet eo bet ar brezhoneg e kreiz ar 121 yezh a c’haller dibabiñ àr Facebook. Adaleg bremañ ez eus tu deoc’h dibabiñ kaout un etrefas e brezhoneg dre heuliñ ar manip en diapo da heul (gellout a ra cheñch un tamm hervez ar yezh ho peus choajet dija) :

Evit ar mare e vo an etrefas e saozneg dreist-holl, met tamm-ha-tamm e vo brezhonekaet : deomp-ni eo – bremañ – d’en ober : n’eus nemet monet war ar bajenn : https://www.facebook.com/?sk=translations evit en em enskrivañ ha treiñ, pe reiñ e soñj war an traoù e kreiz troiñ. Deomp de’i !

Da heul : kemenadenn facebook diàrbenn ar sujed :

Lire la suiteFacebook e brezhoneg !

E lec’h ma tizoloer boued Galisia hag ar fourmaj bronnek…

[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/163566049″ params= »color=00aabb&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]

Ur gronikenn a-ziàr boued bro Galisia. N’eo ket ur gronikenn-fent (daoust ma vez komzet deus fourmaj bronnek henni) / Chronique sur les spécialités de la Galice (pas une chronique d’humour, même si on y parle de fromage en forme de sein…°_°)

Lire la suiteE lec’h ma tizoloer boued Galisia hag ar fourmaj bronnek…

Kronikenn « TUTO » n°1 : Penaos lakaat an dud c’hoarzhin er Festival (ETREKELTIEG 2014)

[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/162998347″ params= »auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false&visual=true » width= »100% » height= »300″ iframe= »true » /]

Posted e vo an destenn e brezhoneg, hag e galleg àr-lerc’h a benn un nebeut deizioù.

Lire la suiteKronikenn « TUTO » n°1 : Penaos lakaat an dud c’hoarzhin er Festival (ETREKELTIEG 2014)