→ Newsletter ←

Ma faot doc’h klevet ma c’honerioù pemdeziek, skignet eo an abadenn àr Radio Bro Gwened, Radio Kreiz Breizh, Radio Kerne ha radiobreizh.net !
Ha petra nevez e mod all ? Humm, ar pennad am ‘boa savet diàrbenn Cannes 2013 a gouezh ur wech c’hoazh e kreiz an aktu….
PS : 3000 gwel evit video ar redadeg, met pell on da gaout 3000 gwel àr ar blog er mare-mañ… Setu ma ‘z oc’h plijet, grit din un tamm bruderezh mar plij !
Kenatchao
Rodéric
Plijout a ra doc’h klevet muioc’h eget lenn ? Klikit àr « play » amañ-edan !
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/146594728″ params= »color=00aabb&auto_play=false&hide_related=false&show_artwork=true » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]
Breizh, 7e59, penn-kentañ an overenn bemdeziek : « Le vingt heures, Laurent Delahousse ». « …Voici les titres de l’actualité de ce samedi : A la une ce soir, quatre hommes libres, quatre ex-otages français détenus depuis juin 2013, blablabla… » (ar blablabla-se na dalvez ket n’on ket dedennet gant ar sujet, met lâromp n’eo ket sujed ar pennad). Ha petra eo sujed ar pennad neuze ??? Ma, dichalit un tamm, donet a ran. Sujet ar pennad a zo eil titl ar gazetenn : souezhet un tamm ma vehe komzet àr France 2 deus an darvoud-se e eil titl ar JT, selaou a ran, gant plijadur, mouezh strobellus Laurent Delahousse : « Autre titre : il y a les pour, et puis les contre, contre la réunification de la Bretagne avec la Loire-Atlantique ils étaient plusieurs milliers d’opposants dans les rues de Nantes aujourd’hui, parmi-eux quelques bonnets rouges. » Hein ? Kwa ? Comment ? Les bonnets rouges ont manifesté contre la réunification de la bretagne ? Ar ar skeudennoù neoazh e vez gwelet ur mor a banellioù gwenn-ha-du, biniaoù e leizh, ha skritelloù UDB…. An UDB a zo a enep d’an adunvaniñ, anavezet mat eo.
Boun, lakomp. Marteze en deus bet graet gentleman seksiañ ar PAF ur fari droch. Komzet en deus re vuan, ha neuze eo bet fall-zispleget an traoù. Kazetenner eo araok peptra, dibosupl krediñ na vez ket komprenet gant hennezh ar sujedoù a ginnig. Hum… « Impossible n’est pas français », evel ma lârer. Siwazh eo gwir awalc’h an droienn-mañ. Kinnig a ran doc’h sellet diouzh penaos eo bet displeget ar sujed e-barzh korf ar JT. Sellit amañ, adaleg 14:16 eo.
« Autre titre de l’actualité ce soir avec la mobilisation à Nantes de plusieurs milliers d’opposants à la réunification de la bretagne. Contre une bretagne à cinq, la Loire-Atlantique rejoignant ainsi les quatre départements actuels. Attitude qualifiée de préhistorique par plusieurs élus de gauche et de droite qui se sont réunis également aujourd’hui. »
Kement-mañ heuliet gant ur reportaj e lec’h ma vez lâret tre-ha-tre ar c’hontrol eget ar pezh lâret gant Delahousse pa’n deus kinniget ar sujed. Troadec hag all, bonedoù-ruz, banielloù, panellioù skrivet àrnezhe « Centralisme Parisien dégage de Bretagne / Kreizennadur Pariz ER-MAEZ ! » ha penn Jean-Jacques Hurvoas, kannad PS en asamble o tifenn ur referendum evit an adunvaniñ. Edan ar skramm eo skrivet splann, evit titlañ ar sujed : Manifestation pour la « réunification » de la bretagne. Neuze em eus soñjet en dezhe ‘n em rentet koñt Delahousse e oa bet graet ur fari gantañ en ur ginnig ar sujed, hag en dije difariet kement-mañ just àr-lerc’h gant ur frazenn koñ evel « Et il s’agissait bien d’une manifestation pour et non contre la réunification, vous l’aurez compris ». Nann. Tra bet. Ar a seblañt n’en deus ket n’em rentet kont en doa lâret tre-ha-tre ar c’hoñtrol eget ar pezh a oa bet lâret er reportaj. Hag e amzer « Twitter » e pep lec’h, seblañtiñ a ra e c’heller lâret n’eus forzh petra en ur JT hep ma vehe merzhet gant an dud.
Met penaos displegiñ eo bet graet ur fari evel-mañ ?
Kentañ tra : Ne ra Laurent Delahousse nemet lenn traoù àr ur benveg dreistordinal a rer « prompteur » (pe skridkuzuliker hervez ofis publik ar brezhoneg!) anezhañ, ha ne glask ket kompren ar pezh a lâr, mod all e vehe bet difariet gantañ, n’eo ket posupl.
Eil tra : Pe n’eo ket Delahousse kazetenner tamm ebet, dre ma n’eo ket gantañ eo bet skrivet an traoù àr ar « prompteur », met get un den pe ur stajiad bennak n’en deus àr a seblañt ket komprennet ar pezh a oa o koñtañ – pe n’eo ket Delahousse kazetenner tamm ebet peogwir e vez komzet gantañ deus sujedoù n’eo ket kap tamm ebet da vestroniañ, padal n’eo ket sujedoù a live uhel-tre !
Ur goulenn a chom ivez : hag e vehe bet tud ar JT a enep d’an adunvaniñ, hag e vehe bet klasket gete soñkañ e penn an dud penaos e oa fallgoutañt an dud gant kinnig Manuel Valls bihanaat an niver a rannvroioù ? Hum, posubl eo, met gredañ ket. Evit lâret gwir, d’am soñj eo kalz simploc’h an displegadenn : an dud a zo e penn ar JT na vez ket komprennet gete ar pezh a zo kinniget.
Gout a rit perak ez eus bet kaoz deus ar vanifestadeg-se, padal, peurliesañ, na vez ket komzet deus manifestadegoù a zesach 8 000 a dud ? Gwir eo koa, n’eo ket ar wech kentañ e vez ur vanifestadeg evit an adunvaniñ, ha peurliesañ ‘vez ket klevet kaoz deus an dra-se er JT. Me ‘m eus soñj bout bet diskennet er straedoù evit difenn ar brezhoneg, muioc’h a dud a oa, ha padal n’eus bet ger ebet àr an tele. Gout a rit perak ? Peogwir eo daet ar Vretoned da vout « mediatiques ». Ar buzz vez graet gante koa. « Bon les gars, on n’a pas grand chose dans l’actu ce soir, par contre on a un sujet avec des bretons qui manifestent sur la réunification de la bretagne, comme ça ça nous permet de continuer le feuilleton médiatique avec la réforme des régions annoncée par Valls y a deux jours, et pis en plus y avait quelques bonnets rouges, ça nous permet de parler d’eux, les bonnets rouges ça fait toujours le buzz ». Ha setu penaos eo treusfurmet ur sujed a c’hellfe bout dedennus en ur seurt yod patatez, reportajoù graet buan ha buan e lec’h ma ne glasker ket displegañ splann an traoù. Ar c’hazetennerezh gwelet deus Pariz…
Penaos soñjal neuze omp kelaouet mat ha pa vez komzet deus traoù a c’hoarvez e broioù estren : Siria, Ukrania, Aljeria – Alamagn zoken, pa vez komzet d’an dud deus « le modèle Allemand » – ha pa n’eo ket kap ar gazetennerien da gaout un nebeut titouroù resiz a-ziàr traoù a c’hoarvez en o bro ?? N’eo ket evit bout entannet, met d’am soñj e vez desket ur bern traoù a-ziàr an doare da labourat e-barzh ar redaksïonoù hiriv-an-deiz gant ar fazi-mañ.
Hag e ti Frañs 2 n’int ket kap d’en em adlenniñ kenebeut, adsriviñ a reont en un doare droch ar pezh a zo bet lavaret gant ar spered sañtel a ginnig ar JT, peogwir eo bet titlet àr sujed àr replay France 2 « Manifestation contre la réunification Bretagne et Loire-Atlantique ». Hey ya !

Evit echuiñ e plijfe din drugarekat Laurent Delahousse memestra, daou viz zo ‘oa ket bet gwelet pennad ebet àr al lec’hienn, ha roet en deus awen din endro !
Klevet ho peus kanaouenn ar redadeg 2014 ? Da c’hortoz ar c’hlip gwir, setu unan faos !
[youtube=http://www.youtube.com/watch?v=YmSnn3VMIso&w=560&h=315]
Evit gouzout hiroc’h : -> http://pourquoi-docteur.nouvelobs.com/Preservatifs—le-prix-de-la-boite-devrait-baisser-de-10-a-20-centimes-4526.html
Bloavezh mat deoc’h !!!
Un nebeut sizhunioù zo ‘m boa savet ur pennad à-ziar adimplij menoz ar logo « Bretagne » e-barzh logoioù merkoù brudet. Kavet ‘m eus unan nevez skignet war an tele bemdez evit ar sitkom « What Ze Teuf » àr D8 (a gavan nul pas soñjañ, met un istoer all a vehe…) : We Love Cinema (BNP). Setu ar logo :
Setu ar gronikenn ziwezhañ am eus dalc’het àr RBG hag all e-pad an hañv. Keuz am eus nann pas bout bet kavet an enrolladenn, ar gronikenn-mañ muioc’h eget ar re all a zlefe bout selaouet ha non pas lennet, dreist-holl evit ar ganaouennoù er fin. Tu vefe din embannañ bilhedoù imor ur wech an amzer àr ar blog ma ‘z oc’h bet plijet get ar re-se, met doc’h ar pezh a wellañ àr stadennoù ar blog, plijet oc’h muioc’h get an tresadennoù fent ! Kasit ur mailig din memestra e ken kaz e vehec’h intereset.
Tristidigezh evit un nebeut re ha gras evit ar re all, setu neuze arriv amzer ar gronikenn ziwezhañ.
Pempvet deiz é kinnigiñ deoc’h petra n’ellit ket c’hwitat e mod ebet er festival pe en Oriant, ha ret eo añzavout e krog da vout diaes an traoù.
Penn kentañ ‘m eus soñjet kaozeal hiziv a-zoc’h tout ar c’hwezhioù, ar froñdoù na c’hellit ket c’hwitat e mod ebet e fin ar festival, met ret eo añzavout n’eo ket glamour tre àr-lerc’h ar gentel barzhonegiezh on eus bet dec’h, memes m’ema gwir penaos ne c’hellit ket achapiñ da c’hwezh ar staotadennoù dasparzhet un tamm pep lec’h e kêr, da c’houezh an alkol dispaket dre n’eus forzh peseurt toull ha da c’hwezh ar c’hwez pe an transpi da-heul an dañs noz vras, ha dreist-holl ar plinn hep distan etre Marchand/Ebrel ha Startijenn.
Soñjet ‘m eus kaozeal doc’h ivez a broblemoù personnel, un dra bennak n’o peus ket gellet c’hwitat dec’h amañ e studio Radio Bro Gwened, ma spered troet surwalc’h un tamm re doc’h ar reizh en deus ma lakaet d’ober ur fari kemmadur ha da zisplegiñ doc’h pegen diaez eo micher ur gronikour (gros-nikour) e lec’h micher ur c’hronikour, met dec’h d’an noz ha pa ‘z on distroet hag ar festival dre ar bus em eus kavet diouzhtu petra vehe tem ar gronikenn a hiziv.
He ya, ne c’hellit ket monet betek an Oriant ha non pas gwelet d’an nebeutañ ur wech ar bus hag a gas ar festivalourion d’ar gêr endro.
Er bus se e c’hoarvez traoù iskiz, un nerzh kevrinus a lak an dud n’en em anavezont ket da gaozeal etreze.
Evel just eo ret kaozeal get tud hag a joj get ho temz spered : kavit tud sistraet un tamm ma faot deoc’h sevel ar bed endro, tud mezv penn-dre-benn ma faot doc’h c’hoarzhiñ un tamm mat, met diwallit, ne yay ket bepred pell tre ar gaozeadenn.
« Houeee evit pakiñ merc’hed ema ret diskoueziñ dezhe out open, gra eveldin, gwisk ur skerb vil hag ur berukenn » (nann, n’eo ket ma spered droch din-me en deus ma lakaet da ijiniñ ar senenn-se, an dra-se am eus bevet evit gwir!).
Er bus se n’eus ket tu achapiñ kenebeut doc’h an tonioù a vez graet « poblel » anezhe, tonioù daet da vout hengounel en ur mod, pa vez leun mat ar bus : « Ha qu’est-ce qu’on est serrés… », pa vez mezv mat an dud : « Pieds d’cochon Marie-Madeuleineu… ». Setu ma huñvre a vehe kaniñ ur ganaouenn e brezhoneg e kreiz ar bus, mes aon ‘m eus d’en em gavout ma unan, aon hag ar « bid monumental » èl ma vez lâret. Neoazh on eus kanaouennoù pailhard e brezhoneg ivez « E pardon Spezet » da skouer a grog da vout brudet a gaoz pe a drugarez da Nolwenn Leroy, pe c’hoazh un ton plinn just evit ar blijadur da lakaat an dud da zañsal en ur bus. Ret eo soñjal ivez d’ar re en em sañtont evel arozed àr-lerc’h bout bet evet, perak pas kaniñ dezhe Bro gozh ma zadoù « Ni Brezhis a galon… », d’ar re a zo skuizh « Toutouig lala… » pe d’ar re a za da vout trist get an alkol, ijinet un den o leñva, kanit dezhon « Maaaaarv e ma mestrez… ».
Setu lañset eo ar galv, emgav henoazh pe arc’hoazh ‘barzh bus. Hag araok echuiñ evit mat e plijfe din trugarekat Andrea, Gwenael ha tout skipailh Radio Bro Gwened bout ma digemeret amañ en ho studioioù, trugarez ivez doc’h holl selaouerien-gaer (ha lennerien gaer ivez!) evit bout bet anduret ma c’honerioù, ha ken ar c’hentañ tro !
Hiziv ur gronikenn sirrius.
Arc’hoazh e erruo marse lizheri ar selaouerion, ha lakaet eo bet din da gompren ne oa ket bepred moutig selaouerion bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha RKB. Gwelet a ran dija petra vo laret get an dud a-ziàr ar « gronikour nevez ». Adaleg dilun dija em eus feuket selaouerion Radio Kreiz Breizh é lâret e oa ur binijenn monet da labourat duze evit ur gronikour, e bro an amzer fall. Met an dra-se n’eo ket kalz tra e keñver ar pezh am eus graet àr-lerc’h, ober goap doc’h penn Polig Monjarret. « Met soñjet ta altchen, ema bet lâret geton e tae an dud da vregesal àr e delwenn, nann mes ne y a ket mat pe petra ? Un tamm doujañs azoc’h ar re varv altchen ! ». Ha dec’h, petra na ‘m eus ket graet, kaozeal a dokoù-pich àr-eeun… « Nann met ne da ket mat get hennezh. Kaozeal a betra, tokoù, tokoù machin là…haaaa. Met an dra-se vet ket graet ur sort ! Pas ar radio Bro Gwened ! Ha menegiñ Lors Jouin, ar fallon-se, ha me lâr doc’h ! ».
Setu n’eo ket nemet evit kaout ur chañs c’hoazh da labourat ‘barzh Radio Sañtez Anna em eus divizet d’en em sioulat, nann, mes ivez peogwir e welañ mat e krog Andrea ha Gwenael d’en em akoustumiñ doc’h ma c’honerioù. Ar-lerc’h teir kronikenn n’int ket mui ken aketus eget er penn kentañ ha n’eo ket nemet peogwir ez ant da gousket re ziwezhat bemnoz. N’en em rentant ket kont, kollet e mesk ar farsadennoù bihan e c’hellaen gober unan bras un deiz bennak, evel, dre skouer, echuiñ ar gronikenn e brezhoneg bro Roazhon.
Setu perak ez an da gomz doc’h hiziv hag an traoù ne c’hellit ket c’hwitat er festival pe en Oriant dre ma ‘z int vil, eugus pe c’hoazh mezhus.
Dre skouer, ne c’hellit ket tremen hep gwelet iliz an Oriant, hag a denn da neus forzh petra nemet d’un iliz. Ne ouian ket petra zo erruet a p’o deus savet an iliz-se. Michal ne oa ket bet krouet c’hoazh ar vicher grafist, pe e oa bet ankouezet.
Ne c’hellit ket tremen ivez hep gwelet ar gentelioù dañs a zo aozet er festival mes ivez e bep a gouel e-pad an hañv evit ar barizianed, da lâret eo ar re a n’int ket bretoned. Evel pep hini ho peus da gentañ kredet e oa un dolpadenn tud mezv, met pa ‘peus gwelet ne oa nemet 6eur noz ho peus komprennet petra oa ar wirionez.
Hag e mesk an traoù mezhus ivez, ne c’hellit ket tremen àr ar c’hae hep gwelet stañd France Bleu Breizh Izel pe RBO evit ar re gozhañ hag a zo er studio a n’o dezhe ket komprennet c’hoazh e oa bet cheñchet anv gete. Ar re-se a oa ken fur ar blezioù paset, staliet e foñs palez ar c’hendalc’hioù met setu, ne c’helle ket padout, hag àr-lerc’h daou vlez e welet RBG é paboriñ e kreiz ar festival é kinnigiñ un abadenn live dirak an dud o deus divizet gober ar memestra. Clément Soubigou – ur paotr fur ma ‘z eus unan, ken fur daou vlez zo e kinnigiñ ar prizioù get Goulwena an Henaff – a vez bremañ gwelet é ober ar marmouz dirak an dud ; da belec’h ez a ar bed, me lâr doc’h.
Setu gwelet peus Andrea, Gwenael, chomet on fur ! Get ur gronikenn e mod-se da nebeutañ on sur ne vo ket fachet hani bet genomp, ha sañset e vin amañ arc’hoazh evit ar gronikenn ziwezhañ. Beteg arc’hoazh neuze !