Elenig hag ar baotred : 18 munutenn plijadur !

Lakaet ‘m eus er-maez un nebeud deizioù zo « Elenig hag ar baotred 2 ». Dindan goulenn pouezus ar publik (gwir!) em eus dibabet kenderc’hel gant troioù-kaer Elenig hag e vignonezed. C’hoant ‘m eus bet sevel un istor klok ar wech-mañ, met chom gant ar memes lusk ha bezañ gouest da zispakañ un nebeud « punchlinoù » endro… An diaesañ a zo bet dibabiñ tre-ha-tre ar senennoù da glotaat gant ar senario ‘m oa dibabet hag ijinañ evit pep frazenn un dra bennak a jaoje gant ar pezh ‘veze lâret gant an dud er video a-orin (peurliesañ ‘m oa ar menoz dre vras hag e oa aes din kaout ar frazennoù gentañ, met n’haller ket didroc’hañ tout ar senennoù : ret eo kemer ar senennoù klok, mod all n’eo ket gwall brop, hag ijinañ ur frazenn a glot tre-ha-tre gant hirder ar frazenn orin, pezh a lak ‘c’hanoc’h d’en em soñjal kalzig a-walc’h… Ar pezh n’eo ket fall gwechoù-zo evit kaout menozioù dic’hortozet pa vez savet ar senario er penn-kentañ).

Setu, ul labour hir eo bet, met kontant on deus an disoc’h. Kontanoc’h c’hoazh pa welañ eo bet lodet ar video gant Startijenn o-unan àr ho pajenn facebook. Setu tud o deus fent d’an nebeutañ !

Distroet eo the « Starti’Johns » !