Kastrouz koulzad2 rann 2 : Karta European ar Yezhoù rannvro kadarnaet !

Skignet d’ar 6 a viz du en abadenn « Liv an amzer » àr Radio Bro Gwened.

[selaou] : http://www.radiobreizh.bzh/bzh/emission.php?emid=321

[lenn] :

Ya salud Andréa, àr eeun deus Karaez on-me evit un abadenn ispisial.

Sapre deiz-ha-blez Andréa, sapre deiz-ha-blez ! Ar blez paset é veze desket genomp é vehe adunvanet Breizh dre adreizhadenn ar rannvroioù a-drugarez da Jean-Yves Le Drian, ministr kourajusañ ar gouarnamant hag ar blez-mañ petra teskomp ? Petra teskomp Andréa ? Kadarnaet eo bet karta european ar yezhoù rannvroel ! Soñjit ‘ta ! Soñjit ‘ta Andréa ! N’eo ket bet aes. Aon on oa bet e welet e c’hortoze Fañch a Holland ma ‘teufe ar Senad da vout doc’h an tu dehoù araok ober un dra bennak, met n’on oa ket ijinet en doa graet tout-se evit lakaat ar garta da vout kadarnaet get ar sitoianed, n’eo ket gwir Yann-Jakez ?

Yann-Jakez : He ya Fulub, pebezh kouraj, pebezh kalon a berzh ar prezidant bout bet aozet ur referendom èl-mañ, monet a eneb da ziviz ar Senad en ur prantad ken toemm ag e vandad ! Evit ur wech en deus paeet ar c’hoari teknik muioc’h eget ar c’hoari tak-tik ma c’hellañ lâret !

Fulub : He ya Yann-Jakez, ya Andréa, adunanet Breizh, ur garta sinet ha doc’h a seblant, doc’h a seblant e vo anonset get Najat Vallo-Belckasem en deizioù o tont e vo lieskementet dre 10 an niver euriadoù a brogramoù e brezhoneg ar Frañs 3.

Yann-Jakez : He ya Fulub ha klevout a ran, klevout a ran ar vretoned é tiskenn er straedoù, é tiskenn aze, ar eeun e straedoù Karaez evit lâret trugarez, trugarez d’ar gouarnamant.

Fulub : Ya, un arvest digredus eo Yann-Jakez, miliadoù a vretoned er straedoù evit dispakiñ ho joe ha klevout a ran, klevout a ran kan ar suporterion er straedoù, selaouomp :

POENT EOOO STAGAN BRETOOONED GANT STOURM MEUR AR VROOOO !

Driiiiiiiiiig !

Hein ? Petra ?

He pas selaouerion-gaer, é huñvreal oc’h c’hoazh ! Ne oen ket àr eeun deus Karaez, met ar eeun a ma burev, ur mouchouer gwenn etre m’an daouarn. E 2015 omp. N’eo ket bet adunanet Breizh a-drugarez da Le Drian. Ha bountet eo bet maez raktres kadarnat Karta European ar Yezhoù rannvroel get ar Senad ag an tu dehoù. Krog’ ‘barzh Kristian Troadeg, mouezhioù vo da gaout evit an dilennadegoù rannvro ! E-pad daou vlez en doa bet Fañch a Holland toud an amzer da lakaat ar Garta da vout sinet met setu, gwelloc’h eo gortoz ma vehe nac’het get ar re all evit kavout un digarez da zisplegiñ n’oc’h ket bet kap doujin doc’h ho promesoù.
Ha peogwir e oa gouel Sant-Mikael un nebeud deizioù zo, ha dreist-holl peogwir e plij kalz da Fañch a Holland roiñ un henor d’ar re varv get mouezh an aotroù person, en deus bet c’hoant kas ur gerig deomp evit an darvoud :

“Ma c’henvroaded karet,
Un dra bennak grevus zo erruet ‘barzh ar vro.
Aet eo d’an anaon, èl re lies er mizioù-mañ, Karta European ar Yezhoù rannvroel.
Sinet oa bet e 1999, ha n’eo ket bet lakaet e pleustr james. Hogozik bep a bro en Unvaniezh Europa en deus kadarnaet ar Garta-se, ar-bouez ni ha bro C’hres. Dirag ar Vretoned ha dirak ar Frañsizion ‘m ‘ em boa ‘n em angajet da rastellat ar Garta-se. E-pad daou vlez, na ‘m eus ket graet netra. E welet na vehe ket aes, lakaet ‘m eus ar promes-se a gostez, é soñjal e vehe ankouaezet. N’eo ket bet ankouaezet get an dud, neuze ‘m eus gortozet an dilennadegoù rannvro evit kaozeal endro ag ar Garta-se, da rastellat un nebeud mouezhioù. Gortozet ‘m eus ma teufe ar Senad da vout ag an tu dehoù endro da lâret d’an dud : gwelet ar rit, n’eo ket dre ma faot.
Karta European ar Yezhoù rannvroel, n’oc’h ket marv penn-dre-benn. Me larehe kentoc’h eo daet amzer ho adganedigezh àr ar programoù politikel. Da rastellat mouezhioù un tamm c’hoazh…
Doue d’ho pardono.”

Setu gerig Fañchig.
Ur politikour arall ivez en doa c’hoant lâret kenavo d’ar Garta :

(Frédéric Mitterand) :

“Marv eo, marv eo, karta European ar yezhoù rannvro, ha pa n’eo ket ganet james…”

Tooop marplij, trawalc’h ! Beteg ar wech kentañ tudoù-kaer, hag e brezhoneg, mar-plij !