→ Newsletter ←

Salut deoc’h-holl tudoù. Ur gerig evit lâret deoc’h e tremenin war Fr3 disul 06/11 en abadenn « Bali Breizh » da geñver ur sujed-berr troet get Erik Gudenkauf a-ziàr Patrig Drean, krouer an « tamm-papir », ar blog « kelionenn » hag ur bern traoù all c’hoazh a lak hor yezh da veviñ. Troet eo bet ar reportaj e penn kentañ an hañv war riblennoù gwazh an Intel, spi ‘m eus e vo plijus an disoc’h.
Notenn ar 15/11 : Adkavit an abadenn amañ
Profitiñ a ran deus ar gemenadenn evit lâret deoc’h e klaskiñ adaleg bremañ embanniñ bep miz un tamm bruderezh (he ya tudoù, an enkadenn eo, ret eo din debriñ, ha ret eo deoc’h preniñ otoioù evit roiñ lañs d’an ekonomiezh endro! (klik war ar skeudenn))
Salut à tous, un petit mot pour vous dire que je passe sur France 3 dimanche 06/11 dans « Bali-Breizh » à l’occasion d’un sujet court tourné par Erik Gudenkauf au sujet de Patrick Dréan, auteur du « tamm-papir », du blog kelionenn et de bien d’autres choses comme vous pourrez le découvrir.
Note du 15/11: L’émission est disponible ici
J’en profite pour vous informer que je glisserait désormais chaque mois sur le site une publicité humoristique (hé oui, il faut bien vivre…), et voici la première.