→ Newsletter ←
Voici une chanson que j’ai écrite quand j’ai lancé le projet « Ton Ar Miz« . Depuis, je l’ai déclinée en plusieurs versions… Avec Antoine Conan, on a eu l’occasion de la chanter d’abord en Bal Plinn (version courte), mais aussi dans des versions plus longues en Scottish ou Polka Plinn. Les premières phrases s’inspirent d’une chanson traditionnelle pas forcément très féministe… Au moins dans cette version un peu plus moderne, la Mari Perynn découvre qu’elle peut s’amuser autrement qu’avec son homme !
Version Blues avec Gurvan Ar Meur
Version Bal Plinn
Mari-Perynn a zo pakset
Mari ra din c’hoarzhiñ
Aet eo gant ur surfour rouzet
Mari ra, dig dag dig, Mari ra, dig dag dag,
Mari ra din c’hoarzhiñ !
A-hed an hañv é huñvreal
Hag hiroc’h vo ar goañv michal
Mari na vez ket poket ken
Na kaset da zañsal ar Plinn
Distroet Mari ti mamm-gaer
Da c’hoa’i gant he woomanizer !
Version Scottish ou Polka Plinn
Mari-Perynn a zo pakset
Plac’h ar miliner, plac’h an aotroù maer!
Mari-Perynn a zo pakset
Me garehe ‘walc’h ‘vije ket
Aet eo gant ur surfour rouzet
Merc’hetaer a Lokmikaelig
A-hed an hañv é hunvreal
Rouzet ha chomet da doc’htal
Hag an hañv zo bet hir ha brav
Hiroc’h a vo ar gouañv michal !
Ha eñ lâre « Na ouelit ket »
Koad d’ober tan na vañko ket !
Me a blanto ur winienn
Da gavout gwin ruz ha gwin gwenn
Met pa vez ar surfour dilabour
N’eo ket gwall blijet gant an dour…
Ha n’eus bet taken gwin ebet
Nemet unan : an Top Budjed !
Mari-Perynn (na) vez ket poket ken
Na kaset da zañsal ar Plinn
Dourek ha yen al linselioù
Ha n’eo ket mat da c’hoari binioù…
Mari-Perynn e kreiz an noz
‘Zo aet da chom ‘barzh ti Mamm-gozh…
Ha n’eo ket ar surfour a ra trouz
Pa vez serret ar gwele-kloz…
Met Mari-Perynn a glever
Sod eo gant he « woomanizer » !