→ Newsletter ←
Adaptation libre en breton de l’Estaca, chanson écrite en catalan par Lluis Llach en 1968. Chanson de lutte contre l’oppression et pour la liberté des peuples à disposer d’eux-mêmes.
Paroles
Tad kozh Fañchig din a lâre
Mintin-abred war ar c’hae
Ar vartoloded a dremene
Oa ket c’hoazh savet an deiz
« Ha ne welez ket ar peulvan
‘Lec’h m’omp bet neudennet-holl
Keit ma chomimp staget outañ
Mont rimp war-gil ha war-goll »
Diskan:
Ma sachfemp holl, c’hellfe kouezhañ
Ne c’hell ket padout pelloc’h c’hoazh
Lak ‘rimp da gouezhañ, kouezhañ, kouezhañ
E sichenn zo breinet dija
Ma sachez kreñv deus an tu-mañ
Ha ma sachañ deus an tu-se
Lak ‘rimp da gouezhañ, kouezhañ, kouezhañ
Ha dieub e vimp dizale
Fañchig ken pell a zo dija
Ha ma daouarn zo frailhet
Kollet ‘m eus an nerzh da stourmañ
Hag ar peulvan ‘n eus kresket
Ur ramz zo o flastrañ ma zreid
N’eo ket feulster klask stourmañ
Kentoc’h ar c’hontrel mignoned
Kanit endro an ton-mañ :
(Diskan)
Tad kozh Fañchig a zo marvet
Kaset gant an avel foll
Ha war ar c’hae on-me chomet
Da c’hortoz bannoù an heol
Aet eo kuit met chom a ra din
Un tamm deus e varzhoniez
Un deiz vimp a-gevred lirzhin
Hag o kanañ asambles
(Diskan)