→ Newsletter ←
BZG 👉 Ma heuliit ma droioù kaer abaoe un nebeudig amzer ho ‘p eus soñj marteze penaos em boa lañset ur podkast anvet « PAMM », da-heul ar raktres « Ton Ar Mare« . Pal ar raktres-se a oa sevel un ton gant un arzour nevez ur wech ar miz. Kuit da gejañ gant un arzour, me gave din e oa tu tennañ gounid deus se hag embannañ traoù all. Goude an enrolladenn e vezemp techet da evañ ur banne gant an arzour(ez) evit lakaat ar gaoz war an ton hon oa savet, ha neuze em eus soñjet e vefe dedennus enrollañ ar gaozeadenn-se evit skignañ e doare ur podskignad. N’anavezan ket ur bern podskignadoù e brezhoneg, ha ne oa d’ar mare-se podkast ebet a ginnige un atersadenn deus arzourien Breizh en doare-se (ar pezh n’eo ket gwir ken bremañ a drugarez d’al labour dibar kaset gant « PodKreiz » – met e galleg siwazh). Setu, aterset ‘m oa Garlonn goude an ton hon oa savet, ha c’hoant mije bet atersiñ Momo Jouanno goude an ton ‘m oa kanet gantañ, met re luziet eo bet afed aozadur. Muioc’h a labour e oa ivez e keñver ar pezh ‘m oa soñjet er penn-kentañ. Ha goude… ‘m eus paouezet gant « Ton Ar Mare », setu neuze maget ar raktres « PAMM » gant 1 abadenn hepken… Betek hizhiv !
🌶️
Labourat war « A Bik Da Bik » a c’houlenn mont don a-walc’h gant al labour enklask war an arzourien. Met dav bezañ efedus en abadenn-se, n’haller ket komz deus pep tra… Ha neuze alies e chom din ur bern goulennoù goude an abadenn. Setu neuze, gant « Plouz Ha Foen » hon eus laosket ar c’hameraioù da dreiñ goude an abadenn, evit mont pelloc’h ganti. Ur gaozeadenn filmet etre arzourien gant nebeud-tre a frammañ… Setu ganet ar mennozh podskignad en-dro !
🎧
Setu evit bezañ sklaer : anv ar podkast a zo bremañ « Ur banne gant ». Peogwir ne ran ket 50 podskign ar bloaz e vo tolpet tout an atersadennoù a ran gant arzourien dindan an anv-se, ne vern gant peseurt raktres e vo liammet. Ne vo ket reoliek met spi ‘m eus e vo reoù all, setu koumanantit mar-plij evit bezañ kelaouet ! Moian zo sellet deus an abadenn war Youtube, pe evit ar re ho deus c’hoant selaou hepken e c’hellit adkavout an abadennoù war ho arload podskignadoù muiañ-karet (liammoù a-uz). E brezhoneg penn-dre-benn eo, ha ‘m eus ket dreistlabouret war ar frammañ ha war ar son : setu un abadenn evit ar fan kleub. Plijadur deoc’h ! ❤️🔥
FR 👉 Si vous me suivez depuis quelques temps, vous vous rappelez peut être d’un Podcast que j’avais lancé en grandes pompes en 2023. Bon, eh bien, il n’y a eu qu’un seul épisode. En fait j’avais lancé ce format à la suite de ma série de vidéos « Ton Ar Mare » (« le morceau du moment »), qui consistait à créer une rencontre unique avec un ou une artiste et à composer un morceau. En général, après l’enregistrement, on fêtait souvent ça autour d’un verre, et nous en profitions pour reparler du morceau créé, et plus largement de la création musicale, ou de la vie. Je m’étais donc dit qu’il y avait là matière à faire d’une pierre 2 coups, en en profitant pour enregistrer cette conversation et la diffuser sous forme de podcast. Aussi, il y avait très peu de podcasts en breton, et pas vraiment d’interviews d’artistes dans ce format (dieu merci, bien qu’en français, il y a maintenant « Podkreiz »!). Problème : après un 1er épisode avec Garlonn, enregistrer ce podcast avec Momo Jouanno a été trop compliqué en terme d’organisation. Et ensuite… J’ai arrêté mon projet « Ton Ar Mare » (mais j’espère bien le relancer un jour!). Il faut dire que c’était aussi un peu plus de boulot que ce que j’avais pensé.
🌶️
Mais voilà qu’en travaillant sur la dernière émission d’ « A Bik Da Bik », l’idée m’est revenue. C’est une émission qui demande beaucoup de préparation : il faut « enquêter » sur la vie des artistes à la recherche de la meilleure anecdote… Sauf que « Hot Ones » n’est pas un podcast, et je reste donc souvent avec beaucoup de question, anecdotes ou thématiques que je n’ai pas pu aborder. Après la dernière émission avec « Plouz & Foen », on a donc laissé tourner les caméras, et je leur ai proposé de poursuivre la conversation autour d’un verre pour enregistrer un podcast.
🎧
Donc, pour que ce soit clair : le podcast a été renommé : kenavo « PAMM », voici « Ur banne gant » (« un verre avec »). Un nom suffisamment générique pour que je puisse y glisser toute interview d’artiste peu importe le projet autour duquel elle a été enregistrée. J’ai mis tous les liens juste au dessus : s’il y a d’autres épisodes, ça ne sera probablement pas régulier, donc abonnez-vous ! Je précise quand même – étant donné le format – qu’il n’y a pas de sous-titres ! Aussi, il y a peu de montage image et son : c’est un projet réservé au « fan club », pour ceux qui veulent prolonger la conversation avec nous (ou aussi pour les gens qui préfèrent écouter des podcasts que de trainer sur les réseaux sociaux !). Allez, bonne écoute !