Lors Jereg – Donemat !

Hopala, setu al lec’hienn ofisiel ! Deuit da besketiñ ganin !
C’est l’ouverture ! Bienvenue à bord de mon site, et bonne pêche
!

A-nevez / Dernières publications

[Br] Evit Libé, Barzaz a zo ur paotr barvek

barzaz-en-erer-kozh_prog-1Marse e ouiit, marse ne ouiit ket, marse ne rit ket forzh, mes e penn skritell an Erer-Kozh eo bet lakaet àr strollad Barzaz hag a zo « evit ar sonadegoù kement-all a Ar Re Yaounk evit ar festoù-noz » àr lec’hienn internet ar festival. Ar gazetennoù o deus embannet tro-ha-tro pennadoù diàr-benn ar prog, ha setu un elfen a ziskouezh c’hoazh penaos n’int ket gwall sirius… : Continuer la lecture de « [Br] Evit Libé, Barzaz a zo ur paotr barvek »

Lire la suite[Br] Evit Libé, Barzaz a zo ur paotr barvek

[BR] « Paris Première », kentañ chadenn Breizhad ! / Paris… Première chaîne Bretonne !

2013-01_noz-breizh-1Petra ? Desket em eus disadorn noz e oa skignet « Nozvezh Breizh » àr « Paris Première » ar memes deiz adalek 8e30. « Paris Première » a zo ur chadenn deus ar satelit, hag ur wech an amzer e kaver ‘nezhi àr an tnt. Dre chañs e oa ivez skignet digoust àr ar freebox e-pad miz genver hepken, ha peogwir ne oen ket amañ (e Gwidel e oen evit seniñ d’ur sonadeg/fest-noz evit div-yezh, Krismenn e penn ar skritell, ha plijusoc’h eo bet eget un nozvezh-tele àr ar c’hanape) em eus enrollet an abadenn. Boun, desket em eus e veze ditaget Karaez e galleg « CarhaIKS », mes ar-bouez an dra-se eo bet plijus an abadenn, hag evit ar re o doa un tamm dale e oa skignet en-dro ar sul doc’h an abardez. Trugarez dezhe ! Iskisat tra pa soñjer memestra eo ret monet àr chadenn ar barizianed evit gwelet ar Vretoned…

E-keit-se eo bet skignet ivez ar « Prizioù » àr eeun disadorn àr lec’hienn internet france3breizh, mes kement a vruderezh a zo bet graet ma loskañ deoc’h da ijin e oa ur bern tud dirak o skram- ha ret vo gortoz ur sizhun c’hoazh evit gwelet ‘nezhe àr an tele… 2013-01_priziou

Logo ar pizioù 2013

Gortozet hon eus ar sul neuze evit gwelet an euriad brezhoneg pemdeziek àr an tele, « Bali Breizh », da 11e; mes n’eo bet skignet netra. Da 11e30 eo bet dalc’het un abadenn ispisial e galleg evit fin ar « Vendée Globe », hag evit deskiñ deomp e tegouezhfe François Gabart…4 eur diwezhatoc’h. Evel just o deus en em zipleget kazetenerien France 3. (fent)2013-01-30_bali-breizh-1

Abadenn Bali-Breizh ar 27 a viz Genver

Ha mod all, ma n’oc’h ket koutant e c’hellit mont da glem ar sadorn 9 a viz C’hwevrer e Brest, Naoned pe Roazhon evit un tele e brezhoneg. Pe marteze e vehe gwelloc’h embanniñ ho klemmadurioù er gazetenn « Bretons » ? Piv a oar, marteze e vint skignet àr ar bajenn gentañ…!

Lire la suite[BR] « Paris Première », kentañ chadenn Breizhad ! / Paris… Première chaîne Bretonne !

[Br] Ar gazetenn « Ya! » bremañ àr internet ! (vit gwir!)

Ya-logo

Dizoloet ‘m eus a drugarez d’ul liamm àr ul lec’hienn internet (facebook evit chom hep menegiñ e anv), e oa bremañ ul lec’hienn internet get ar gazetenn « Ya! ». Ul lec’hienn kentoc’h brav, modern ha tout, hag efedus evit lâret gwir (ar pezh a chom rall a walc’h e bed ar mediaoù e brezhoneg…). Ouzhpenn-se, evit 6 miz kentañ al lec’hienn eo profet da bep hini (koumanañtet pe get), an droad da lenn bep a bennad a zo embannet bep sizhun er stumm paper, evit reiñ deomp da zizoloiñ ‘nezhañ.

Pebezh souezhadenn ‘m eus bet, : evit lâret gwir a oen aet da furchal àr internet un nebeut deizioù-zo evit kaout doareioù deus ar gelaouenn just-a-walc’h, ha ne moa kavet gozimant netra, ar pezh en doa dipitet ac’hanon un tamm. Ha setu, a daol trumm, al liamm-mañ kavet àr ur bajenn facebook.

Divizet em eus neuze gober ma enklaskig bihan, hag em eus komprennet. Mar klaskit « Ya! » àr google, pe « Ya, kelaouenn », pe c’hoazh « Ya brezhoneg », ne teu liamm ebet. Ha ma zit àr lec’hienn « Keit Vimp bev », an ti hag a emann « Ya! », ne vo ket desket netra genoc’h kenebeut ! Pajenn an ti embann a ginnig c’hoazh ar gelaouenn get ur logo kozh…Chem !ya_kvb-1

Memestra, ma furcher er menu ha ma glikit àr « Ya! » e tegouezher àr ur bajenn ma ‘z eo displeget ez eus ul lec’hienn nevez.

Evit diverriñ, evit Job brezhoneger, diposubl da c’houzout ez eus deus ar gazetenn-mañ a drugarez da internet. Kinnig « Ya! » lakaat e gazetenn enlinenn digoust e-pad 6 miz evit bout dizoloet get lennerien nevez ne servij neuze da…tra bet !

Un tamm bruderezh evite neuze, afer o deus :

www.yabzh.com !

Lire la suite[Br] Ar gazetenn « Ya! » bremañ àr internet ! (vit gwir!)

Newsletter

Soutenez mes projets en vous abonnant

Entrez votre adresse mail pour recevoir automatiquement les nouveaux articles du site, et du contenu exclusif’ !



Rouedadoù

Retrouvez-moi ici !