→ Newsletter ←
Vidéos musicales
BR 👉 C’hoari ar chal ha dichal, mont da welet en tu all… N’eo ket gwall fidel An Naoned…!
Nac’het d’ar gevredigezh « Bretagne Réunie » mont e dibunadeg ar FIL ar bloaz-mañ, evit goulenn adunvanidigezh Breizh. Ur sapre pazenn en argil ‘n eus roet din awen evit skrivañ un ton diwar hini Tina Turner, aet d’an anaon ‘n eus ket keit zo. Laouen e vefe bet o riboullat en Oriant surwalc’h evit lidañ « Kendirvi Amerika » !
Setu neuze un tamm « happening » enrollet war blasenn ar Broioù Kelt, e stand Breizh (gant ur gwir gartenn 😉 ). 5 munutenn hon eus bet evit enrollañ, ha deuet omp a-benn. Trugarez dit Ronan Le Berre evit ar gitar, ha trugarez d’an dud er stand o deus gouzañvet ac’hanomp 😄
FR 👉 Parce que c’est bien plus qu’une histoire de CULte… !
Cette année, l’association « Bretagne Réunie » – qui milite pour la Bretagne à 5 départements – s’est vue interdite de défilé à l’Interceltique. Pour l’année des « Cousins d’Amérique », voici donc une reprise de Tina Turner qui ne chante plus « Simply The Best » mais… « Naoned e Breizh » (Nantes en Bretagne), evel-just !
Un petit happening enregistré Place des Pays Celtes. On n’avait qu’une prise et ce fut la bonne ! Merci Ronan Le Berre, à la guitare ☺️
Et merci aux personnes présentes sur le stand « Bretagne » cette année (avec une vraie carte) de nous avoir supportés !
BR 👉 Evit ur wech, ne labouran ket er FIL… kavet ‘m eus gwelloc’h mont d’an Erer Kozh 😄 ! Met 2 vennozh kanaouenn a oa deuet din, ha me gave din e klote mat an traoù gant ar pezh a c’hoarvezh e Emvod ar Gelted ar bloaz-mañ ! Kavout a raen domaj chom hep ober netra…
Setu neuze ur video war ar fed n’eo ket bet dalc’het Kenstrivadeg ar Bagadoù ar bloaz-mañ. N’em lakaat a ran e kroc’hen ur soner glac’haret peogwir ne vo ket tu dezhañ seniñ… ha dreist-holl riboulat !
Trugarez Eva Ní Mhealláin, deuet e brav ganit !
Chomit luget, ur video all a vo lakaet warc’hoazh 😉
FR 👉 Vieilles Charrues obligent, j’ai décidé de mettre le Festival Interceltique entre parenthèses cette année. Mais j’avais toujours en tête 2 idées de chansons qui faisaient écho à l’actualité du FIL, et quand l’actu n’est pas « chaude », c’est moins rigolo… Alors on a tourné ça rapidement sur Lorient !
Cette année, la 2ème manche du Concours des Bagadoù, qui a lieu traditionnellement au FIL, est annulée, faute de budget. Alors je me suis mis dans la peau d’un sonneur privé de concours… Enfin surtout privé d’une bonne excuse pour faire la fête !
Merci à Eva Ní Mhealláin à la guitare !
Une autre vidéo arrive demain.
BR 👉 Setu un tamm video evit reiñ lañs d’ar bajenn Instagram hon eus krouet evit hon daouad kan-ha-diskan gant Antoine… Hag evit reiñ kalon d’ar c’hentañ ministr nevez !
Koumanantit buan dre amañ : https://instagram.com/kanonjereg
FR 👉 Une petite vidéo en direct de Matignon pour inaugurer la page Instagram de notre duo de kan-ha-diskan avec Antoine… Et pour souhaiter bonne chance à notre nouveau premier ministre !
Abonnez-vous qu’ils disaient : https://instagram.com/kanonjereg
BR 👉 Setu distro ar raktres « Ton Ar Miz » (a zo deuet da vezañ « Ton Ar Mare » kentoc’h etre daou…).
An ton-se am eus kroget da skrivañ da vare an « dilennadegoù dic’hortoz ». Ar wech-mañ, ‘n em boa ket un dudenn resis da labourat gantañ, met soñjet ‘m eus : ret eo din kavout ur gitarour evit an ton-se, hag an abretañ ar gwellañ.
Goude ur galv war Instagram ‘n eus respontet Konan Gore. Hennezh a zo kentoc’h paotr ar violoñs. Surwalc’h ho peus kejet gantañ dija ‘m emaoc’h tremenet en davarn « La Cité d’Ys » e Roazhon e-pad sesionoù ar meurzh. Ha marteze ho ‘p eus gwelet anezhañ war leurennoù ar vro dija gant e strollad Moher.
Hennezh a blij dezhañ seniñ gitar ivez, met n’eo ket boaz da seniñ gant kanerien. Ma : me gav eo deuet brav an traoù gantañ ! Aes eo bet da labourat asambles, ha n’eo ket bet chalet gant ar c’hilometrad rando ‘m eus kinniget dezhañ evit kavout ul lec’h brav evit treiñ 😄
Evit ar pezh a sell deus ar paozioù : da bep hini da welet un tamm ar pezh ‘n eus c’hoant. Din-me eo istor un den n’eo ket kab da vont e penn an traoù, hag a gav gwelloc’h tamalliñ an tonkadur eget en em gannañ… Un dra bennak a reomp holl gwech ha gwech…
FR 👉 C’est le retour du projet « Ton Ar Miz » (la chanson du mois), même si depuis le temps, c’est plutôt devenu « Ton Ar Mare » (la chanson du moment…).
J’ai écrit cette chanson au moment des « legislatives surprises ». Contrairement aux autres vidéos du projet, je n’ai pas écrit la chanson en pensant collaborer avec quelqu’un en particulier. Mais comme l’air me plaisit, je me suis dit qu’il fallait que je trouve un guitariste de toute urgence !
J’ai donc lancé un appel sur Instagram, et Konan Goré m’a répondu. Vous l’avez peut-être déjà entendu au violon à la « Cité d’Ys » à Rennes en session irlandaise, ou sur scène avec son groupe Moher.
Il se trouve qu’apparemment il est aussi doué à la guitare !
Il m’a dit qu’il était peu habitué à accompagner des chanteurs : je pense qu’il va pouvoir renouveler l’expérience!
Et puis, il n’a pas eu peur de faire un kilomètre de rando avec moi pour essayer de trouver un bon spot de tournage 😄
En ce qui concerne les paroles : bien qu’écrite en période d’élections, cette chanson peut aussi parler d’autre chose que de politique… A vous de voir le sens que vous souhaitez lui donner !
BR 👉 Setu « TAMM », evit « Ton Ar Mare-Mañ ». Ur raktres nevez, gant ar pal kejañ gant arzourien a bep seurt, ha kinnig un ton nevez kompozet, e brezhoneg.
Gant skiant-prennet ar raktres « Ton Sul Ton Null » em eus savet ar raktres-mañ, met kalz frankoc’h eo ar stumm hag al lusk. Klask a ran ivez mont war ur stil nevez, gant kanaouennoù war sujedoù liesseurt, hep ar redi da vezañ fentus.
An holl tonioù a c’heller adkavout er playlist-mañ. Pozioù an tonioù a c’heller adkavout war bep a video YouTube, hag a-benn nebeud war al lec’hienn-mañ.
FR 👉 « TAMM », du breton « Ton Ar Mare-Mañ » (« La Chanson du moment ») est un nouveau rendez-vous à parution aléatoire dans lequel je pars régulièrement à la rencontre d’un artiste. L’idée est de mélanger nos univers et de proposer une création inédite en langue bretonne. 4 épisodes sont parus, à retrouver dans cette playlist.
C’est un projet qui fait suite à « Ton Sul Ton Null », mais dans un style différent : l’humour n’est plus obligatoire, et les chansons sont plus intemporelles.
Toutes les vidéos sont sous-titrées en français et en breton. J’espère que d’autres suivront !
Url de la playlist YouTube : https://www.youtube.com/watch?v=CpmsYdxHbN4&list=PLvsXnp4V8sGptDAJnLeatbjziiUv35Tza
A l’été 2021, nous avons eu la chance de prolonger l’aventure « Ton Sul Ton Null » sur France 3 !
Voici 10 chroniques musicales enregistrées au cours du Festival Interceltique de Lorient, et diffusées tous les soirs du festival dans l’émission « FIL LIVE ». Une sacrée aventure, un sacré travail et aussi, et d’excellents souvenirs. Certains thèmes sont déjà un peu datés, mais vous trouverez sûrement 1 ou 2 vidéos qui vous feront sourire !
Lien vers la playlist (à partager sans modération : https://www.youtube.com/watch?v=g0tUjW1DMmE&list=PLPcEoAdla-yjR-VQJeA_YfZaGU1YNsSI8
Invités :
Si vous étiez dans un trou pommé sans le réseau en 2021, vous avez peut-être loupé la série de vidéos « Ton Sul Ton Null ». Je vous propose donc une séance de rattrapage avec cette playlist qui regroupe l’ensemble de nos vidéos, plus quelques bonus. BRAZ !
Lien Youtube de la playlist (à partager sans modération) : https://www.youtube.com/watch?v=mPZm8kunj04&list=PLvsXnp4V8sGqVsvbnBXn2-v-AGBLY9A8N
BR 👉 Diaes n’em welet gant an daouad « Ton Sul Ton Null » e-pad ar prañtad krouiañ… Aesoc’h n’em welet deus an egor !
FR 👉 Pesked en breton, ça veut dire poissons… Du coup, comme on est encore au mois d’avril, on a écrit une chanson à base de Thomas Pesquet, de breton et de blagues… Merci à William au piano, qui a la chance de rentrer dans mes 10 kilomètres !
Paroles
paroles et traduction disponibles en cliquant iciLe roi des bretons s’en est allé… et seul V’Yannig (prononcez « Vianneutch ») peut nous consoler…
Aet kuit eo Roue ar Vretoned, setu-eñ daet da vout Priñs… e Pariz g’ar Makroned !
Un tamm sonerezh evit cheñch !
Abaoe un nebeud amzer ‘m oa c’hoant lakaat un tamm sonerezh war ar chadenn Youtube, setu neuze ur ganaouenn un tammig ispisial, un doare « bilañs » ag an heuliad « Elenig hag ar baotred », araog monet war-zu traoù all… (menozioù ‘m eus, met n’on ket gouest da lavarout deoc’h c’hoazh petra vo dibabet, ha pegoulz…).
Da c’hortoz, pakit plijadur, diskanit ar paozioù, ha rannit an traoù m’emaoc’h plijet !
PS : Tro ‘m eus bet da gejañ gant tud a anaveze ma videoioù e Gouel Broadel ar Brezhoneg. Ur gwir blijadur eo bet gwelet o doa troet ma videoioù e « bedig bed ar vrezhonegerien », hag e oa ur gwir youl evit ma kendalc’hfe an traoù. Setu trugarez d’an dud o deus lakaet da droiñ, ha trugarez ivez d’an dud o deus bet tro da lavarout ur gerig din e-pad an dibenn-sizhun !