Catégorie  Videoioù

Keit d’ar FIL, FIL d’ar gêr, an abadennoù da selaou endro !

Salud tudoù,

Distro on ag ar Festival Etrekeltieg en Oriant, ha fiskal eo bet ! Evel bep blez bremañ em eus bet tro d’ober kronikennoù evit an abadenn àr eeun deus ar festival : « Keit d’ar FIL, FIL d’ar gêr », skignet àr RadioBroGwened, KreizBreizh, Kerne hag ArvorgiFM. Ar blez-mañ ‘m eus bet tro da c’hoari muioc’h get an dud pedet ha d’ober un nebeut trevezadennoù…
Tu zo doc’h selaou diouzh an abadennoù endro amañ (n’eo ket top top ar son, met trawalc’h da glevet ma c’honerioù memestra 🙂 ).

Ha da echuiñ, ur prof : ur pennad a zo bet embannet ‘barzh kazetenn ar festival… Trugarez da Fanny Chauffin !

11880785_10153190516168717_1918588774_n

Charlie Winston a gomz brezhoneg !!

N’ankoueit ket an abadenn « Keit d’ar FIL, FIL d’ar gêr » bemdez àr eeun deus ar Festival Etrekeltiek en Oriant. Kronikennoù fent, atersadennoù dirollet a vo da selaou bemdez ! Ar internet : kit àr lec’hienn radiobreizh.net ha choejet RadioBroGwened, Kreiz Breizh pe Kerne, bemdez da 5e30 !

Hag evit komañs, un atersadenn get Charlie Winstone brezhoneg mar plij !

 

Kenavo Naïg Rozmor

Piv eo Naïg Rozmor evit ur c’hrennard er bloavezhioù 2015 ?

Un anv evit komañs. Un anv brudet. Hag àr-lec’h ? Ur varzhez, unan deus « pennoù-bras » al lennegezh e Breizh un nebeud bloavezhioù zo. An dra-se a ouien.

Hag em eus lennet Naïg Rozmor dija ? Ouian ket, sur walc’h, en ur gentel brezhoneg bennak pe gwelet ur pezh-c’hoari bennaket get ar vro Bagan.

Derc’hel a ran soñj doc’h « Planning an Diaoul » (liamm amañ edan), ur sketch bet skrivet get Per-Mari Mevel ha Naïg Rozmor just a-walc’h, am ‘boa studiet e klas termen e kentelioù brezhoneg. Farsus-mat ‘m oa kavet ha modern, na bout e seblante bout hag un amzer all, un amzer baset lec’h ma c’helle ar skrivagnerion brudet ober goap anezhe o-unan ha lakaat da c’hoarzhin brezhonegerion àr un dro… Marse omp aet ar-gil e keñver « poblelezh » ar lennegezh brezhoneg a-c’houde. Ouian ket re.

Met un dra a zo sur : N’eus ket ar choej, d’omp-ni eo da vout kap d’ober ken brav bremañ !


Ar pezh-c’hoari « Planning an diaoul » savet get Per-Mari MEVEL ha Naig ROZMMOR ha c’hoariet get daou lisead a lise Jean Mace e Lann-ar-Stêr e mae 2011.

Planning an Diaoul

N’eus ket kement-se a bennadoù nevez àr ar blog er mare-mañ, ha neoazh emaoc’h niverusoc’h-niverusañ o weladenniñ ‘nezhañ… O_O Petra lâret, trugarez deoc’h !

Prientiñ a ran teir kronikenn nevez evit Radio Bro Gwened, tost echu ar skritur… Sañset e vo tu klevout ‘nezhe evit an distro !

Ha ya, araok disoñjal :

BLOAVEZH / BLEZAD MAT !

Facebook e brezhoneg !

Ofisiel eo, ouzhpennet eo bet ar brezhoneg e kreiz ar 121 yezh a c’haller dibabiñ àr Facebook. Adaleg bremañ ez eus tu deoc’h dibabiñ kaout un etrefas e brezhoneg dre heuliñ ar manip en diapo da heul (gellout a ra cheñch un tamm hervez ar yezh ho peus choajet dija) :

Evit ar mare e vo an etrefas e saozneg dreist-holl, met tamm-ha-tamm e vo brezhonekaet : deomp-ni eo – bremañ – d’en ober : n’eus nemet monet war ar bajenn : https://www.facebook.com/?sk=translations evit en em enskrivañ ha treiñ, pe reiñ e soñj war an traoù e kreiz troiñ. Deomp de’i !

Da heul : kemenadenn facebook diàrbenn ar sujed :