Trawalc’h g’ar privezioù sec’h ! Ar ribl an hentoù get Clément Soubigou

Salud tudoù, chom a ra c’hoazh ur gronikenn enrollet en Etrekeltiek 2015 am ‘b oa ankouaet lakaat àr internet : bremañ eo graet. Plijadur !

Er festival Etrekeltiek 2015 e oa bet lakaet Radio Bro Gwened tal-kichen ar privezioù sec’h pa veze gwelet Clément Soubigou a Frañs Bleu Breizh Izel é paboriñ àr ar c’hae dirak an douristed… Re zo re, divizet ‘m eus monet betek stañd Frañs Bleu da gaout un nebeut displegadennoù… !