Kastrouz : Distro ar c’hronikennoù àr RBG !

Salud deoc’h tudoù ! An distro ‘m eus graet ivez, e Bourges da echu ma studioù ijinourezh. Ha pa chom din amzer, e kasañ bepred kronikennoù fent da RBG (Radio Bro Gwened) ! Hag evel ar blez paset e vint embannet àr ar blog-mañ. Titr ar c’hronikenn kentañ :

RBG, Radio Bolloré Gweneg

…pe penaos eo deuet a benn Vincent Bolloré da brenañ Radio Bro Gwened…

Selaou :

[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/227230217″ params= »color=00aabb&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height=’166′ iframe= »true » /]

Lenn :
Salud deoc’h Andréa, laouen bras on d’ho adkavout evit un eil blezad KASTROUZ. Ret eo lâret ne oa ket gounezet an traoù, e-pad an anv eo deuet ur PDG nevez e penn Radio Bro Gwened, ha pa welan dija ar pezh en deus graet ‘barzh Canal Plus em eus aon un tamm. He ya tudoù, komprenet ‘p eus, Vincent Bolloré (pe Visant evit ar re a zo tostoc’h dioutañ) a zo erruet e penn Radio Bro Gwened. Ha gouzout a rit petra ? Hiziv eo ret din anzav : dre ma faot eo.

He ya Andrea, e-pad an anv em eus dalc’het èl bep blez bremañ ur gronikenn e-pad ar festival etrekeltiek en un doare pemdeziek. Petra ‘n em boa ket ijinet ! Trevezet mouezh kanerion hengounel hag un nebeud politikourion, ha setu-me daet da vout kronikour brudetañ an AKB (Ardremez Klewelet Breizh, da lâret eo ar PAF breton ma faot deoc’h). Hag aze e oa loc’het an traoù, bruderezh e pep lec’h (fin àr lec’hienn an ABP hag e gazetenn ar festival, ar pezh n’eo ket fall dija, hein), un atersadenn eksklu er festival get Charlie Winston àr-lerc’h e sonadeg, un atersadenn deus Clement Soubigou, animatour pennan Frañs Bleu Breizh Izel (ijinet ta, FRANS BLEU BREIZH IZEL!), un dedikas get ar ganerez etrevroadel Lleuwen àr al leurenn àr lec’h bout bet lakaet he c’halon da darzhiñ àr eeun àr ar radio, ha dreist-holl, selaouerion a bep korn a Vreizh daet da selaou doc’h an abadenn, kement a dud m’en deus tarzhet an emetour e Pondi. Daet ‘oen da vout bankable, ha daet oa Radio Bro Gwened da vout ar c’hentañ radio e Breizh. Ken entanet e oa skipailh ar radio ma oen pedet d’ar Radioton, gouzout a rit ar Radioton a vez aozet bep blez e Radio Bro Gwened da lakaat an dud da rein arc’hant evit ma chomehe bev ar radio. Int a ouie mat e oan daet da vout ur sterenn, hag e vezhe rastellet arc’hant genin. Just a-walc’h, aze e oa an dalc’h. Peogwir èl ma vez lâret get an droienn mil vrudet, pa vez arc’hant, e vez Bolloré.

Cécile, renerez ar radio d’ar mare-mañ c’hoazh, he doa kroget rakjedin ar pezh ar c’hellehemp rastellat er Radiothon get an dud ar blez-mañ. Met deuet oa ar sifroù da vout ken foll, ne oa ket mui evit jedin. Ar paourkaezh he deus klasket un tamm skoazell get he c’hamaraded er mediaoù, ha setu penaos eo erruet an istoer etre divskouarn Bolloré. An deiz àr lec’h e oa prenet àr radio, ha Cécile é evin ur Mojito àr an drezenn er Bahamas. (Ya peogwir doc’hpenn-se e aet kuit get tout ar boutailhadoù Rhum a chome e Radio Bro Gwened…).

Daou zeiz àr-lec’h e veze klevet tout ha n’eus forzh petra. Cheñchet oa anv ar radio, deuet RBG da vout Radio Bolloré Gwened. Anv Claire Chazal, skarzhet a TF1, a veze klevet evit ho eillec’hiin, Andrea. Ret eo lâret : Ar-lerc’h bout bet kinniget ar c’heleier gwelet get daoulagad Martin Bouygues e-pad hogozik 30 vlez, ne vo ket re ziaez dezhi kinnig ar re-se get daoulagad Bolloré. Nagui a veze klevet evit kemer plas Gwendal Ar Ruyet evit un abadenn sonerezh nevez, anvet Taratateg. Anv Cyril Hanouna a veze klevet da eilec’hiiñ Yaelle ar Mouel (ya na blij ket da Vincent Bolloré pa avez re Sirius ar c’heleier). Anv Laurent Gerra a veze klevet da gemer ma flas ivez.

« Ar re-se na gomzont ket brezhoneg » eo bet lâret da v/Bolloré get an implijidi kounnac’het.

« N’eo ket grevus, heuliet vo gete stummadur STUMDI, ha dindan 6 miz e teuio Laurent Gerra da vout Lors Jerreg, ha mad pell ‘zo ! » en deus respontet Vinsant.

Petra n’en deus ket graet stumdi e kinnig stummadurioù e 6 miz… Ya, 6 miz. 6 miz a chom deomp Andrea, an amzer da lakaat tud people da gaozeal brezhoneg evit kemer hor plas. Met petra lâret ? Ur chañs eo evit ar vro. Claire Chazal hag Hanouna a roay c’hoant d’an dud da gaozeal brezhoneg sur walc’h. Miliadoù a dud en em lakay da heuliin stummadurioù 6 miz, ha ma ‘z omp skarzhet a vro Gwened e vo bepred tu deomp bout kelenner ‘barzh STUMDI. Pasabl a arc’hant vo gounezet genomp, dre ma vo goulennet ar c’helenerion a bep tu. Perak stourmin ? Gounezet eo. A-drugarez deomp Andréa e vo kaozet brezhoneg e pep lec’h. Boun ya, gwir eo, difennet eo bremañ kaozeal a bolitikerezh àr ar radio, ha dreist-holl a Sarkozy. “Klevet mat ‘p eus Andréa : difennet d’ober goab a Nikolaz Sarkozy. Komprenet mat eo Andréa ar Gall ? ». Difennet ober goap a v/Bolloré ivez. Met petra faot-deoc’h ? Nann, n’am eus ket c’hoant stourmin Andréa.

Ur gwir blijadur vo. Ken poblel e tay da vouta brezhoneg penaos e vo kroget da ganiñ ar c’hanennoù galleg brudet e brezhoneg. Selaouit Andréa jenerik nevez ho abadenn enrollet tuchañtig get Kristen Nikolaz :

Pa sav ar minitin ‘selaouan Liv an amzer

Get Andréa ar Gall, pe Claire Chazal, Liv an amzer

Deuit ganeomp mignoned, Radio Bolloré Gwened

Brav e pep tra àr ar bed e selaou Bolloré Gwened