→ Newsletter ←
Youenn Chap, animatour TV ha sevener, a anavit marse dre ar skinwel (Son da Zont, Bali Breizh koulzad 1) pe dre ar rouedad (Cyber Fest-Noz, Kenstrivadeg Bagadoù, Ceilive TV ha me oar me, …) a zo bet aterset en abadenn Kit d’ar FIL, FIL d’ar gêr evit kaozeal deus ur film sevenaet gantan a-zivout Erwan Roparzh a vo tu gwelet en distro skol àr Frañs 3.
Peogwir eo ur mailh àr ar sonerezh em eus kinniget dezhañ kemer-perzh d’ur blind test, ha graet ar mouezhioù ganin dre ma oa re strizh ar budjed…
Evit ar re a blijehe dezhe kavout pozioù ar c’hanennoù :
Marivonig he deus un toull du,
Zo chomet re bell en harluEn harlu zo chomet re bell
Betek an deiz ma ‘m eus fou**t ‘nezhi
Me a blij din monet da zañsal er festival
An dud a zo jentil, hag an dud a zo bravKejet em eus get Mickey, Donald en Etrekeltiek
Degemer mat e-barzh bed ar bizounoursed !