→ Newsletter ←
Setu kronikenn radio ziwezhañ ar blez am eus savet evit Radio Bro Gwened en abadenn « Liv an amzer » dalc’het get Andréa ar Gall. N’am eus ket kavet podkast an abadenn setu ho po droad d’an enrolladenn « er-gêr » am eus kaset dezhe.[/one_half]
[one_half_last]Ne ouian ket ma vo graet un eil koulzad genin met pezh a zo sur eo e vin en Oriant evit ar Festival Etrekeltiek e live en abadenn « Keit d’ar FIL… » da 5e30 evit un euriad plijadur, kronikennoù hag avanturioù a bep seurt ! Betek tuchañt…
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/217467257″ params= »color=00aabb&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]
Selaouit doc’h ar gronikenn a-uz pe lennit ‘nezhi dindan :
Salud deoc’h Andréa, ha salud da dout an dud.
Boun, mat an traoù ganeoc’h ? Bah me pas ! He ya, dipitet on, dipitet on Andréa; un nebeud deizioù zo em eus desket na vehec’h ket ganeomp evit an abadenn « Keit d’ar FIL, FIL d’ar gêr » a vez dalc’het ganeomp bep blez e-pad ar festival etrekeltiek.
Abaoe un nebeut deizioù dija e veze klevet trouzioù àr ar rouedadoù sokial hag àr ar lec’hiennoù ispisializet er mediaoù, Jean Marc Morandini hag all, met me n’am ‘boa ket c’hoant krediñ kement-se. Ar gouazhusañ eo n’am eus ket desket genoc’h na veher ket amañ e-pad an hañv, get Yaelle na lâran ket. Doc’h ar pezh a gomprenan e vec’h e « vakañsoù », met n’on ket evit kredin kement-se. Nann Andréa, n’on ket sot, merzhet mat em eus penaos oc’h direnket get ar c’hronikennoù a vez dalc’het genin bemdez e-pad ar festival. Dija ar blez paset e oa aet kuit Gwenaël Kere a ginnige an abadenn e daouad genoc’h abaoe blezadoù. Nann, n’on ket sod Anrdréa, abaoe ma ‘zon erruet e welan mat penaos e y a kuit tamm-ha-tamm ar skipailh.
Vakañsoù, vakañsoù, ha petra c’hoazh ! A pa oa aet kuit Gwenaël e oa bet an eskuz ofisiel e oa evit monet da ganin get ar strollad Les Ramoneurs de Menhirs, da gemer plas Maurice Jouanno. Andréa, na lârit ket din mar plij ez it da vout kanourez ar Ramoneurs de Menhirs da gemer plas Louise Ebrel !
Graet eo an droug, met memestra, laoskin a ran c’hoazh un nebeud deizioù deoc’h evit cheñch mennozh, kontin a ran àrnoc’h.
Met n’eo ket a-zivout ar Festival Etrekeltiek em ‘boa c’hoant kaozeal doc’h ar mintin-mañ, nann c’hoant em boa kaozeal deoc’h ag ar gwenn-ha-du, ar gwenn-ha-du ha na vez ket gwelet kement-se er festival Etrekeltiek, met a vez gwelet e pep lec’h e bep a festival e maez da Vreizh. Displeg a ran deoc’h : ur paotr yaouank on, 21 blez genin, studiour divroet e Bourges. ‘Barzh bep a fest studierion e kejañ kamaraded entanet un tamm gwisket get ar gwenn-ha-du. Me, re fier ac’hanon, na wiskan ket james ar gwenn-ha-du. Ha pa vez goulennet genin perak na zispakan ket e pep lec’h ma fierte vroadel e tisplegan an traoù en un doare simpl : « Na ‘m eus ket afer a vout gwisket get ardivinkoù evit lakaat da gompren on breton. Bout breizhad a zo un nerzh diabarzh merc’hed. Kaozeal a ran e brezhoneg, soñjal a ran e brezhoneg, petra faot deoc’h muioc’h (hey, what did you expect ?) ». Ret eo anzavout n’eo ket bepred ar re ag a wiska ar gwenn-ha-du evel un arouez ag a zo ar re finañ evit difennin Breizh. Trawalc’h a dud a ‘m eus gwelet e wiskin ar gwenn-ha-du hag é lâret e oa ar brezhoneg ur yezh « plouked » àr ar memes tro.
Met setu, tapet on bet. Testet em eus evidoc’h ar c’hab gwenn-ha-du ha mechal na vo ket ar wech ziwezhañ. Ez an da zisplegin doc’h :
Bep blez e Bourges e vez digoret koulz ar festivalioù get ar « Printemps de Bourges » hag un nozvezh, kerzhit da c’houzout perak, sistraet un tamm marse, em eus divizet distagin ar gwenn-ha-du am boa staget àr moger ma c’hambr, ha gwiskin ‘nezhañ d’ober ur c’hab.
Ur wech er maez em boa ankouaezet ar gwiskamant a oa àr ma c’hein dija a pa ‘m eus klevet mouezh ur plac’h a bell : « Hé mais t’es bretoooonnnnnn !! », ha kroget da gontin pemp ha pevar. Un hanter-eurvezh àr-lec’h (hey ya, ar merc’hed sistraet a zo èl ar baotred, diaez eo ‘n em zispartiin anezhe gwechoù zo) é tiskennen ar straed get mignoned hag é kleven div blac’h a-bell : « Héé, le breton ! On t’aiiiiimme !!!! ». Pas memes ur ger d’am c’hamaraded en em sant peurliesañ muioc’h en ho aez egedon evit kaozeal get estrañjourion, nann na oa nemet evidin. Setu penaos em eus kejet get tud a-hed an nozvezh, boun, mec’hed met paotred ivez, hein, ha dizoloet penaos e oa ar gwenn-ha-du ur gwir bignerez sokial. Setu tudoù, ma ‘z it da riboulat e maez da Vreizh, n’ankouaezit ket ho kwenn-ha-du, kejet e vo tud genoc’h, me lâr doc’h.
Paotred, gallout a rit ma trugarekaat evit ar c’huzul-mañ, ha ma faot deoc’h e vo gwerzhet bannieloù genin e fin ar gronikenn, setu profitet !
Evit echuin get ma istoer, é tistroin d’ar gêr, ha pa save re abred an heol en oabl em eus kejet get ur plac’h c’hoazh : “Heeey, Batman ! Nann, euh Superman” “Euh, nann, n’on ket Superman…” “Ya, ya, met petra out dija…?” “Beeh…me eo SuperBreton !” “Ah ya, SuperBreton, gwir eo ! Eh Superbreton… T’aurais pas une clope ?”. Ya, get ar rise BZG Mar Plijbanniel gwenn-ha-du e kejer tud met siwazh, dreist-holl tud mezv…