→ Newsletter ←
Salut tudoù ! Setu evidoc’h ur gronikenn a vo skignet ar sizhun o tont michañs àr Radio Bro Gwened… Get ma kasay trouz…Plijadur !
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/199118242″]
Setu distro an nevez-hañv, brav an amzer, eostiged e kanin, sapre gwall amzer evit ar fentourion a lâreer. Ha neoazh, neoazh na vezit ket ken sur, chom a ra bepred un nebeud kelloù fall e arriv e mod-se evit reiñ labour deomp. Setu penaos em eus desket dre ur pennadig bihan er gazetenn penaos e vefe distrujet studio sonveskin pe auditorium an Oriant. Du-hont e veze advouezhiet kantadoù a brogramoù; heuliadoù, filmoù a veze lakaet e brezhoneg get ar gevredigezh « Dizale » met setu, re vrav e oa. Re vrav e oa kavout ur studio a galite evit ar produiñ lec’hel, re vras e oa evit ur gêr evel an Oriant dougin brasañ studio advouezhin Breizh. Ar-lerc’h pemzek blez a servij e vo distrujet èl ma vez distrujet get ur c’hrennard ur bouton daet da vout gwenn. E plas ar savadenn na vo ket lakaet tra bet, ha peogwir e plij d’an dud dispignin argant un tamm e pep lec’h e vo savet ur studio all bihanoc’h « da c’hortoz » e Plouharnel. Ne ouian ket perak e vo distrujet, mes ma ‘z eo evit kudennoù argant, e vo ret displegin din penaos e c’hell bout marc’had-mat dispignin argant evit sevel ur studio brav, dispignin argant evit distrujin ‘nezhañ pemzek blez àr-lerc’h, dispignin argant evit sevel unan nevez « da c’hortoz » ha dispignin arc’hant evit sevel unan nevez evit gwir.
Ar studio-se a oa roud diwezhañ ar penn-ahel skeudenniñ (pe ar « Pôle Image » ma faot-deoc’h) a oa bet savet en Oriant evit degemerin TVBreizh. Ur mare-zo e oa bet kap an dud a oa e penn ar gêr ‘n em rentin kont e oa ret diorroin ar gêr d’ur business all eget hini ar pesketaerezh. Tolpet e oa bet en Oriant ur c’hard deus an embregerezhioù skeudenniñ e Breizh, ar pezh na oa ket fall memes tra. Ha ma ‘z eo gwir penaos eo daet a vuzul da vuzul TVBreizh da vout ur chadenn a gomze a bep tra nemet a Vreizh – un tamm èl ma vehe servijet doc’h ur c’hig a farzh en ur preti Japanad – eo ret anzavout ivez n’eo ket bet graet tra bet get ar gêr evit diorroin ha savetin al lerc’h.
An dra-se a c’hell bout komprenet ivez : ma ‘z eo ken entanet an ti-kêr evit savetin ar greizenn liesvedia eget evit savetin ha diorroin ar brezhoneg eo sur na faot ket kontin àrnezhe. He ya tudoù, en ur gêr vras evel an Oriant, dibosupl heuliañ un henten divyezhek : ma kerzh mat an traoù evit ar skolioù Divyezh ha Diwan abaoe un nebeud blezadoù, n’eus na lise, na skolaj e kinnig heuliañ brezhoneg… brav eo lâret eo diorroet-mat ar brezhoneg er skol ma n’omp ket kap da ginnig un heuliad. Un nebeud blezadoù-zo e oa c’hoazh un henten dihun er skolaj Sant-Jojeb, skarzhet eo bet.
Na gomzomp ket kennebeut a-zoc’h ar plas roet d’ar brezhoneg er Festival Etrekeltiek, nag a zoujañs an ti-kêr evit ar garta « Ya d’ar brezhoneg » o deus sinet betek ar live daou àr pevar, met n’int ket daet a-benn da lakaat e pleustr. Ha n’on ket ma-unan e remerkin, get ar strollad « Ai’ta Bro Gwened » eo bet skrivet ur pennad ar sizhun baset evit lakaat ar biz àr isdiorroiñ ar brezhoneg e kêr an Oriant. Prometet e oa bet get an ti-kêr krouiñ logo an Agglo e galleg hag e brezhoneg, kinnig stummadurioù e brezhoneg evit an dud é labourat en ti-kêr, ha lakaat un tamm muioc’h a vrezhoneg eget an div linenn a zo bet lakaet e-barzh ar savadur nevez a zo bet savet evit an dilennidi just é-tal roudoù TVBreizh just a-walc’h : aze e oa argant !
Setu penaos e tiorroay an Oriant er blezadoù é tonet, na ouian ket, met gouzout a ran eo poent gober un dra bennak, n’ eus ket nemet ar greizenn liesvedia hag a zo é kuitaat an Oriant, tamm-ha-tamm e weler ar stalioù é serriñ e kreiz-kêr, an deiz all e oa ar stal levrioù « l’Imaginaire », unan deus ar re goshañ a oa e Breizh, hep kaozeal deus an dachenn « Nayel », ur greizenn koñvers savet e kreiz-kêr un nebeud blezadoù zo e lerc’h eo bet serret an estaj kentañ dre ar re nebeut a dud é tonet.
Get ar lusk-se, na vefen ket souezhet ma vehe lâret-din e vo dilec’hiet ar Festival Etrekeltiek, met kement a gober, mar plij, lakit ‘nezhañ e Naoned, doc’h ma vo un arouez kreñv !