→ Newsletter ←
Plijout a ra doc’h klevet muioc’h eget lenn ? Klikit àr « play » amañ-edan !
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/146594728″ params= »color=00aabb&auto_play=false&hide_related=false&show_artwork=true » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]
Breizh, 7e59, penn-kentañ an overenn bemdeziek : « Le vingt heures, Laurent Delahousse ». « …Voici les titres de l’actualité de ce samedi : A la une ce soir, quatre hommes libres, quatre ex-otages français détenus depuis juin 2013, blablabla… » (ar blablabla-se na dalvez ket n’on ket dedennet gant ar sujet, met lâromp n’eo ket sujed ar pennad). Ha petra eo sujed ar pennad neuze ??? Ma, dichalit un tamm, donet a ran. Sujet ar pennad a zo eil titl ar gazetenn : souezhet un tamm ma vehe komzet àr France 2 deus an darvoud-se e eil titl ar JT, selaou a ran, gant plijadur, mouezh strobellus Laurent Delahousse : « Autre titre : il y a les pour, et puis les contre, contre la réunification de la Bretagne avec la Loire-Atlantique ils étaient plusieurs milliers d’opposants dans les rues de Nantes aujourd’hui, parmi-eux quelques bonnets rouges. » Hein ? Kwa ? Comment ? Les bonnets rouges ont manifesté contre la réunification de la bretagne ? Ar ar skeudennoù neoazh e vez gwelet ur mor a banellioù gwenn-ha-du, biniaoù e leizh, ha skritelloù UDB…. An UDB a zo a enep d’an adunvaniñ, anavezet mat eo.
Boun, lakomp. Marteze en deus bet graet gentleman seksiañ ar PAF ur fari droch. Komzet en deus re vuan, ha neuze eo bet fall-zispleget an traoù. Kazetenner eo araok peptra, dibosupl krediñ na vez ket komprenet gant hennezh ar sujedoù a ginnig. Hum… « Impossible n’est pas français », evel ma lârer. Siwazh eo gwir awalc’h an droienn-mañ. Kinnig a ran doc’h sellet diouzh penaos eo bet displeget ar sujed e-barzh korf ar JT. Sellit amañ, adaleg 14:16 eo.
« Autre titre de l’actualité ce soir avec la mobilisation à Nantes de plusieurs milliers d’opposants à la réunification de la bretagne. Contre une bretagne à cinq, la Loire-Atlantique rejoignant ainsi les quatre départements actuels. Attitude qualifiée de préhistorique par plusieurs élus de gauche et de droite qui se sont réunis également aujourd’hui. »
Kement-mañ heuliet gant ur reportaj e lec’h ma vez lâret tre-ha-tre ar c’hontrol eget ar pezh lâret gant Delahousse pa’n deus kinniget ar sujed. Troadec hag all, bonedoù-ruz, banielloù, panellioù skrivet àrnezhe « Centralisme Parisien dégage de Bretagne / Kreizennadur Pariz ER-MAEZ ! » ha penn Jean-Jacques Hurvoas, kannad PS en asamble o tifenn ur referendum evit an adunvaniñ. Edan ar skramm eo skrivet splann, evit titlañ ar sujed : Manifestation pour la « réunification » de la bretagne. Neuze em eus soñjet en dezhe ‘n em rentet koñt Delahousse e oa bet graet ur fari gantañ en ur ginnig ar sujed, hag en dije difariet kement-mañ just àr-lerc’h gant ur frazenn koñ evel « Et il s’agissait bien d’une manifestation pour et non contre la réunification, vous l’aurez compris ». Nann. Tra bet. Ar a seblañt n’en deus ket n’em rentet kont en doa lâret tre-ha-tre ar c’hoñtrol eget ar pezh a oa bet lâret er reportaj. Hag e amzer « Twitter » e pep lec’h, seblañtiñ a ra e c’heller lâret n’eus forzh petra en ur JT hep ma vehe merzhet gant an dud.
Met penaos displegiñ eo bet graet ur fari evel-mañ ?
Kentañ tra : Ne ra Laurent Delahousse nemet lenn traoù àr ur benveg dreistordinal a rer « prompteur » (pe skridkuzuliker hervez ofis publik ar brezhoneg!) anezhañ, ha ne glask ket kompren ar pezh a lâr, mod all e vehe bet difariet gantañ, n’eo ket posupl.
Eil tra : Pe n’eo ket Delahousse kazetenner tamm ebet, dre ma n’eo ket gantañ eo bet skrivet an traoù àr ar « prompteur », met get un den pe ur stajiad bennak n’en deus àr a seblañt ket komprennet ar pezh a oa o koñtañ – pe n’eo ket Delahousse kazetenner tamm ebet peogwir e vez komzet gantañ deus sujedoù n’eo ket kap tamm ebet da vestroniañ, padal n’eo ket sujedoù a live uhel-tre !
Ur goulenn a chom ivez : hag e vehe bet tud ar JT a enep d’an adunvaniñ, hag e vehe bet klasket gete soñkañ e penn an dud penaos e oa fallgoutañt an dud gant kinnig Manuel Valls bihanaat an niver a rannvroioù ? Hum, posubl eo, met gredañ ket. Evit lâret gwir, d’am soñj eo kalz simploc’h an displegadenn : an dud a zo e penn ar JT na vez ket komprennet gete ar pezh a zo kinniget.
Gout a rit perak ez eus bet kaoz deus ar vanifestadeg-se, padal, peurliesañ, na vez ket komzet deus manifestadegoù a zesach 8 000 a dud ? Gwir eo koa, n’eo ket ar wech kentañ e vez ur vanifestadeg evit an adunvaniñ, ha peurliesañ ‘vez ket klevet kaoz deus an dra-se er JT. Me ‘m eus soñj bout bet diskennet er straedoù evit difenn ar brezhoneg, muioc’h a dud a oa, ha padal n’eus bet ger ebet àr an tele. Gout a rit perak ? Peogwir eo daet ar Vretoned da vout « mediatiques ». Ar buzz vez graet gante koa. « Bon les gars, on n’a pas grand chose dans l’actu ce soir, par contre on a un sujet avec des bretons qui manifestent sur la réunification de la bretagne, comme ça ça nous permet de continuer le feuilleton médiatique avec la réforme des régions annoncée par Valls y a deux jours, et pis en plus y avait quelques bonnets rouges, ça nous permet de parler d’eux, les bonnets rouges ça fait toujours le buzz ». Ha setu penaos eo treusfurmet ur sujed a c’hellfe bout dedennus en ur seurt yod patatez, reportajoù graet buan ha buan e lec’h ma ne glasker ket displegañ splann an traoù. Ar c’hazetennerezh gwelet deus Pariz…
Penaos soñjal neuze omp kelaouet mat ha pa vez komzet deus traoù a c’hoarvez e broioù estren : Siria, Ukrania, Aljeria – Alamagn zoken, pa vez komzet d’an dud deus « le modèle Allemand » – ha pa n’eo ket kap ar gazetennerien da gaout un nebeut titouroù resiz a-ziàr traoù a c’hoarvez en o bro ?? N’eo ket evit bout entannet, met d’am soñj e vez desket ur bern traoù a-ziàr an doare da labourat e-barzh ar redaksïonoù hiriv-an-deiz gant ar fazi-mañ.
Hag e ti Frañs 2 n’int ket kap d’en em adlenniñ kenebeut, adsriviñ a reont en un doare droch ar pezh a zo bet lavaret gant ar spered sañtel a ginnig ar JT, peogwir eo bet titlet àr sujed àr replay France 2 « Manifestation contre la réunification Bretagne et Loire-Atlantique ». Hey ya !

Evit echuiñ e plijfe din drugarekat Laurent Delahousse memestra, daou viz zo ‘oa ket bet gwelet pennad ebet àr al lec’hienn, ha roet en deus awen din endro !