Chom hep gwelet, pebezh pec’hed ! #5

Setu ar gronikenn ziwezhañ am eus dalc’het àr RBG hag all e-pad an hañv. Keuz am eus nann pas bout bet kavet an enrolladenn, ar gronikenn-mañ muioc’h eget ar re all a zlefe bout selaouet ha non pas lennet, dreist-holl evit ar ganaouennoù er fin. Tu vefe din embannañ bilhedoù imor ur wech an amzer àr ar blog ma ‘z oc’h bet plijet get ar re-se, met doc’h ar pezh a wellañ àr stadennoù ar blog, plijet oc’h muioc’h get an tresadennoù fent ! Kasit ur mailig din memestra e ken kaz e vehec’h intereset.

Tristidigezh evit un nebeut re ha gras evit ar re all, setu neuze arriv amzer ar gronikenn ziwezhañ.

Pempvet deiz é kinnigiñ deoc’h petra n’ellit ket c’hwitat e mod ebet er festival pe en Oriant, ha ret eo añzavout e krog da vout diaes an traoù.

Penn kentañ ‘m eus soñjet kaozeal hiziv a-zoc’h tout ar c’hwezhioù, ar froñdoù na c’hellit ket c’hwitat e mod ebet e fin ar festival, met ret eo añzavout n’eo ket glamour tre àr-lerc’h ar gentel barzhonegiezh on eus bet dec’h, memes m’ema gwir penaos ne c’hellit ket achapiñ da c’hwezh ar staotadennoù dasparzhet un tamm pep lec’h e kêr, da c’houezh an alkol dispaket dre n’eus forzh peseurt toull ha da c’hwezh ar c’hwez pe an transpi da-heul an dañs noz vras, ha dreist-holl ar plinn hep distan etre Marchand/Ebrel ha Startijenn.

Soñjet ‘m eus kaozeal doc’h ivez a broblemoù personnel, un dra bennak n’o peus ket gellet c’hwitat dec’h amañ e studio Radio Bro Gwened, ma spered troet surwalc’h un tamm re doc’h ar reizh en deus ma lakaet d’ober ur fari kemmadur ha da zisplegiñ doc’h pegen diaez eo micher ur gronikour (gros-nikour) e lec’h micher ur c’hronikour, met dec’h d’an noz ha pa ‘z on distroet hag ar festival dre ar bus em eus kavet diouzhtu petra vehe tem ar gronikenn a hiziv.

He ya, ne c’hellit ket monet betek an Oriant ha non pas gwelet d’an nebeutañ ur wech ar bus hag a gas ar festivalourion d’ar gêr endro.

Er bus se e c’hoarvez traoù iskiz, un nerzh kevrinus a lak an dud n’en em anavezont ket da gaozeal etreze.

Evel just eo ret kaozeal get tud hag a joj get ho temz spered : kavit tud sistraet un tamm ma faot deoc’h sevel ar bed endro, tud mezv penn-dre-benn ma faot doc’h c’hoarzhiñ un tamm mat, met diwallit, ne yay ket bepred pell tre ar gaozeadenn.

« Houeee evit pakiñ merc’hed ema ret diskoueziñ dezhe out open, gra eveldin, gwisk ur skerb vil hag ur berukenn » (nann, n’eo ket ma spered droch din-me en deus ma lakaet da ijiniñ ar senenn-se, an dra-se am eus bevet evit gwir!).

Er bus se n’eus ket tu achapiñ kenebeut doc’h an tonioù a vez graet « poblel » anezhe, tonioù daet da vout hengounel en ur mod, pa vez leun mat ar bus : « Ha qu’est-ce qu’on est serrés… », pa vez mezv mat an dud : « Pieds d’cochon Marie-Madeuleineu… ». Setu ma huñvre a vehe kaniñ ur ganaouenn e brezhoneg e kreiz ar bus, mes aon ‘m eus d’en em gavout ma unan, aon hag ar « bid monumental » èl ma vez lâret. Neoazh on eus kanaouennoù pailhard e brezhoneg ivez « E pardon Spezet » da skouer a grog da vout brudet a gaoz pe a drugarez da Nolwenn Leroy, pe c’hoazh un ton plinn just evit ar blijadur da lakaat an dud da zañsal en ur bus. Ret eo soñjal ivez d’ar re en em sañtont evel arozed àr-lerc’h bout bet evet, perak pas kaniñ dezhe Bro gozh ma zadoù « Ni Brezhis a galon… », d’ar re a zo skuizh « Toutouig lala… » pe d’ar re a za da vout trist get an alkol, ijinet un den o leñva, kanit dezhon « Maaaaarv e ma mestrez… ».

Setu lañset eo ar galv, emgav henoazh pe arc’hoazh ‘barzh bus. Hag araok echuiñ evit mat e plijfe din trugarekat Andrea, Gwenael ha tout skipailh Radio Bro Gwened bout ma digemeret amañ en ho studioioù, trugarez ivez doc’h holl selaouerien-gaer (ha lennerien gaer ivez!) evit bout bet anduret ma c’honerioù, ha ken ar c’hentañ tro !