Chom hep gwelet, pebezh pec’hed ! #3

Setu trede rann ar gronikenn am eus dalc’het bemdez àr ar radio e-pad prañtad ar festival. Chañs peus ur wech c’hoazh, daet on a benn da gavout an enrolladenn. Un tamm hiroc’h eget ar re all eo, hag unan deus ar re wellañ eo bet d’am soñj, ret eo lâret on bet sikouret get c’hoarzhadegoù ar re all er studio ! Betek disadorn evit ar gronikenn niverenn 4.

[soundcloud url= »http://api.soundcloud.com/tracks/108777915″ params= » » width= » 100% » height= »166″ iframe= »true » /]

Mat dalc’homp neuze get ar gronikenn àr ar pezh n’eus ket tu c’hwitiiñ e mod ebet er festival pe en Oriant. Dilun ‘m eus kinniget deoc’h ti-feurm ar struskañvaled, dec’h e oa Tavarn Ar Roue Morvan hag hiziv e lec’h kinigiñ deoc’h ul lec’h em eus soñjet kinigiñ un dra bennak, ha setu perak em eus digaset ur sac’h genin, ar sac’h-se a zo sac’h ar festivalour, tout ar pezh na c’hellit ket ankouezhiñ e mod ebet ma faot deoc’h monet de riboullat er festival. Neuze abaoe tuchañtig eo ar c’hevrin bras, skipailh an abadenn en e fezh a zo oc’h en em c’houlenn petra zo ‘barzh ‘sac’h-se hag ez an da zigeriñ ‘nezhañ àr-eeun evit an abadenn.

Neuze araok pep tra emañ ret kaout pegsun ofisiel ar festival, hag emañ ret doc’h ober evel pep hini : pegiñ ‘nezhañ a gleiz ar werenn-dal (pe pare-brise) a zo ar dreñv d’an oto. Evit ober brav emañ mat kaout hini blezad diwezhañ ar festival hepken ha pas kaout deg peg-sun hag ar vlezadoù tremenet e-tal, n’eo ket « swag » èl ma vez lâret get ar re yaouank.

Evel just emañ ret deoc’h kaout ar werenn ofisiel ivez, pe ar werennad ofisiel kentoc’h, peogwir emañ liesoc’h leun eget gouli (fin hervez e peseurt doare e vez gwelet an traoù).

Ar badj 2013 ivez, dibosupl gober hepton, a drugarez dezhañ e vo tu doc’h monet da gae Breizh, d’ar sal Carnot ha d’un nebeut arvestoù all.

Boun ret e vo doc’h kaout un tammig argant ivez met an dra-se a zo anat un hein, ne vo ket treusfurmet ho werenn en ur werennad e mod-se, ne faot ket huñvreal memestra !

Hag e vo tro bremañ ar rubrikenn dizarbenn pe « prévention » ma faot doc’h.

Ne vez ket lâret trawalc’h ur wezh c’hoazh met n’ankouezit ket ar gasketenn, hep ar gasketenn e vo paket an heol genoc’h, met n’on ket sur e vo paket merc’hed e leiz, ken chik a cheuc’h ma ‘z eo ur gasketenn (fin get an amzer a hiziv ne ket marse ar soñj gwellañ a zo memestra).

N’ankouezit ket ivez an etilverker pe « éthylotest » (fiskal eo desket vez gerioù hiziv), ar stevoù mel skouarn (setu ne ket brav an anv evit lâret « bouchons d’oreilles ») hag eveljust n’ankouezit an tok pich, pe, evel ma vez displeget ken brav get Lors Jouin barzh ar ganaouenn « Ar voulañjerez » ar sac’h-plastik.

Kavet vez anezhe bremañ memes er stalioù eñvorennoù koñkon hag ar vro, skrivet àrnezhe « Recouvre menhir » pe traoù kon e mod-se get livioù gwenn ha du e pep lec’h met evel kustum barzh ar stalioù eñvorennoù, ger ebet e brezhoneg àrne. Setu ‘m eus ket kaset tok pich ebet e-barzh ar sac’h, me ouia mat e plij da Aleks c’hoari get pep ardivink a zo er studio, ha ‘m oa ket c’hoant gwelet anezhañ é c’hober mumuz e-tal din (tak, an dra-se a zo evit da gronikenn dec’h).

Pezh zo, n’eo ket ar Gouelioù Etrekeltiek evel an Erer-Kozh, n’eo ket tout pakiñ ur plac’h a drugarez d’ur gasketenn vrav, emañ ret kaout ivez ul lec’h evit kousket, ar pezh n’eo ket ur gudenn en Erer Kozh dre ma vez staliet get pep hini e deltenn 2 sekondenn. En Oriant e vo ret deoc’h kaout ul leti met sellet ‘m eus àr internet, ‘n eus ket moian kaout ur c’hambr e kêr edan 85€, ha c’hoazh n’on ket sur e chom plas. Mod all e chom teltenn Radio Bro Gwened, du-se omp bepred degemeret mat.

Setu chañs vat, noz vat doc’h, ha ken arc’hoazh !