→ Newsletter ←

Met petra zo peg enne ? Daou vloaz zo e oa bet loc’het da geñver ul lid ipisial da heuliiñ war-eeun war internet ar merch « Bretagne ». Jean-Yves Le Drian ha pennoù-bras Breizh a bez a oa en em gavet e Roazhon evit an darvoud, ha dreist pep tra evit diskouezhiñ deomp logo ar merch :
Me oa e mesk ar re o doa kavet brav al logo-se. Prop, splan ha sklaer e oa afed dizagn, ha kavet mat e oa : an tri vandenn a yae d’ober an « E » a oa evit degas soñj deus ar re a veze kavet àr banniel Breizh. Mes setu an dalc’h : kavet mat e oa, ha surwalc’h un tamm re. Abaoe an deiz-se eo bet divizet get bep a verch krouet e Breizh d’ober ar memestra. Kousiant, digousiant ? Ur soñj am eus, mes n’on ket evit lâret deoc’h tre-ha-tre. Aze e vehe ret deoc’h kentoc’h sevel ar goulenn d’an aotrou Freud. Pezh a ouian eo e krog da vout an doare da gopiiñ diseblant-se un tamm torr-revr, evit chom seven. Ar sizhun baset em eus tapet ar magazin tv, hag em eus kavet…teir gwec’h ar memes sistem-logo àr ar memes pajennad, sellit kentoc’h : (klikit àr ar skeudenn evit brasaat) 
Departamant Penn-ar-bed, Douarnenez (memes ma ‘z eo ret anzavout penaos n’eo ket fall hennezh), « Bretagne » war ar memes tro ! Alle, setu vidoc’h un nebeut fotoioù c’hoazh.
Med ar pep souezhusañ a zo hini…Sephora ! Gallout a reomp komprenn eo awenet departamantoù ha kêrioù Breizh get ar menoz-se, un tamm iskisoc’h ez eo pa ‘z eo implijet evit identelezh grafek ur merch dreistbroadel…
Setu n’on ket evit lâret deoc’h ma ‘z eo Sephora o stourm evit gouel breizh, met da c’hortoz, ma ‘z eo ret deoc’h krouiñ ul logo brav un deiz bennak avit adloc’hañ ho embregerezh, un tamm ijin mar plij !
Ps : kavet o peus logoioù all ? Plijet e vehen da zegemer anezhe amañ edan 🙂