→ Newsletter ←
Petra ? Desket em eus disadorn noz e oa skignet « Nozvezh Breizh » àr « Paris Première » ar memes deiz adalek 8e30. « Paris Première » a zo ur chadenn deus ar satelit, hag ur wech an amzer e kaver ‘nezhi àr an tnt. Dre chañs e oa ivez skignet digoust àr ar freebox e-pad miz genver hepken, ha peogwir ne oen ket amañ (e Gwidel e oen evit seniñ d’ur sonadeg/fest-noz evit div-yezh, Krismenn e penn ar skritell, ha plijusoc’h eo bet eget un nozvezh-tele àr ar c’hanape) em eus enrollet an abadenn. Boun, desket em eus e veze ditaget Karaez e galleg « CarhaIKS », mes ar-bouez an dra-se eo bet plijus an abadenn, hag evit ar re o doa un tamm dale e oa skignet en-dro ar sul doc’h an abardez. Trugarez dezhe ! Iskisat tra pa soñjer memestra eo ret monet àr chadenn ar barizianed evit gwelet ar Vretoned…
E-keit-se eo bet skignet ivez ar « Prizioù » àr eeun disadorn àr lec’hienn internet france3breizh, mes kement a vruderezh a zo bet graet ma loskañ deoc’h da ijin e oa ur bern tud dirak o skram- ha ret vo gortoz ur sizhun c’hoazh evit gwelet ‘nezhe àr an tele… 
Logo ar pizioù 2013
Gortozet hon eus ar sul neuze evit gwelet an euriad brezhoneg pemdeziek àr an tele, « Bali Breizh », da 11e; mes n’eo bet skignet netra. Da 11e30 eo bet dalc’het un abadenn ispisial e galleg evit fin ar « Vendée Globe », hag evit deskiñ deomp e tegouezhfe François Gabart…4 eur diwezhatoc’h. Evel just o deus en em zipleget kazetenerien France 3. (fent)
Abadenn Bali-Breizh ar 27 a viz Genver
Ha mod all, ma n’oc’h ket koutant e c’hellit mont da glem ar sadorn 9 a viz C’hwevrer e Brest, Naoned pe Roazhon evit un tele e brezhoneg. Pe marteze e vehe gwelloc’h embanniñ ho klemmadurioù er gazetenn « Bretons » ? Piv a oar, marteze e vint skignet àr ar bajenn gentañ…!