→ Newsletter ←
Dizoloet ‘m eus a drugarez d’ul liamm àr ul lec’hienn internet (facebook evit chom hep menegiñ e anv), e oa bremañ ul lec’hienn internet get ar gazetenn « Ya! ». Ul lec’hienn kentoc’h brav, modern ha tout, hag efedus evit lâret gwir (ar pezh a chom rall a walc’h e bed ar mediaoù e brezhoneg…). Ouzhpenn-se, evit 6 miz kentañ al lec’hienn eo profet da bep hini (koumanañtet pe get), an droad da lenn bep a bennad a zo embannet bep sizhun er stumm paper, evit reiñ deomp da zizoloiñ ‘nezhañ.
Pebezh souezhadenn ‘m eus bet, : evit lâret gwir a oen aet da furchal àr internet un nebeut deizioù-zo evit kaout doareioù deus ar gelaouenn just-a-walc’h, ha ne moa kavet gozimant netra, ar pezh en doa dipitet ac’hanon un tamm. Ha setu, a daol trumm, al liamm-mañ kavet àr ur bajenn facebook.
Divizet em eus neuze gober ma enklaskig bihan, hag em eus komprennet. Mar klaskit « Ya! » àr google, pe « Ya, kelaouenn », pe c’hoazh « Ya brezhoneg », ne teu liamm ebet. Ha ma zit àr lec’hienn « Keit Vimp bev », an ti hag a emann « Ya! », ne vo ket desket netra genoc’h kenebeut ! Pajenn an ti embann a ginnig c’hoazh ar gelaouenn get ur logo kozh…Chem !
Memestra, ma furcher er menu ha ma glikit àr « Ya! » e tegouezher àr ur bajenn ma ‘z eo displeget ez eus ul lec’hienn nevez.
Evit diverriñ, evit Job brezhoneger, diposubl da c’houzout ez eus deus ar gazetenn-mañ a drugarez da internet. Kinnig « Ya! » lakaat e gazetenn enlinenn digoust e-pad 6 miz evit bout dizoloet get lennerien nevez ne servij neuze da…tra bet !
Un tamm bruderezh evite neuze, afer o deus :