→ Newsletter ←

Allez chercher quelques nuggets et votre boisson préférée. Branchez YouTub’ sur la TV. C’est enfin le moment de troquer Netflix pour un programme divertissant en breton !
BR 👉 E mesk un nebeud a digarezioù all, setu aze perak ‘n em eus ket bet tro da lakaat maez kalzig a videoioù er mizioù tremenet : labouret em eus start war un abadenn a-bezh, « A Bik Da Bik », ur gwir abadenn e brezhoneg penn-dre-benn.
E 2022 ‘m oa bet ur yalc’had gant ar Redadeg. Un tamm skoazell e oa evit lakaat an traoù da vont pelloc’h gant ma chadenn Youtube. D’ar mare-se, ar mennozh a oa da sevel an abadenn « Les Recettes Pompettes » e brezhoneg. Met reiñ a rae din ar santimant da vrudañ an alkol, ha ne oen ket en ma aes gant se. Etra daou hon eus klevet komz kalzig deus an abadenn « Hot Ones« . Setu, A Bik Da Bik a zo tost deus an abadenn-se, dre ma bedan tud brudet (e bedig-bed ar brezhoneg) da dañvat un nebeud lipigoù spiset evit lakaat anezho da gomz… Met disheñvel eo ivez: c’hoarioù a zo, ha klask a ran mont un tamm pelloc’h gant an atersadenn. Un tamm hiroc’h eo neuze : n’eo ket e-giz ma vefe klevet seurt kouvidi a-hed an amzer er mediaoù. Fun-fact : Abadenn-gentañ Yann-Herle evel kouviad e oa !
Un eil rann a vo tu dizoloiñ ar miz o tont. Implijet eo bet ar yalc’had evit prenañ dafar video ha difrejañ ar prantad treiñ. Ar raktres a chom a youl-vat penn-dre-benn. Ur sapre sammad labour a zo. Is-titlet eo pep tra : gant ma vo plijet ar vrezhonegerien ha louaen an deskidi ! Neuze petra c’hoarvezho goude ? Piv oar !
FR 👉 C’est sûrement le projet sur lequel j’ai passé le plus de temps depuis le lancement de ma chaîne. Voici « A Bik Da Bik », une vraie émission totalement autoproduite en breton.
En 2022, j’ai obtenu une subvention de La Redadeg. Je voulais développer ma chaîne YouTube avec des projets plus complexes. L’idée à l’époque était de travailler sur une émission proche des « Recettes Pompettes » en breton. Un projet qui aurait sûrement été amusant, mais faire de la publicité gratuite pour la consommation d’alcool m’embêtait un peu. Entre temps, on a beaucoup entendu parler de Hot Ones. « A Bik Da Bik » y ressemble, dans le sens où je propose à mon invité de goûter quelques sauces pimentées dans l’espoir de le désinhiber un peu. Il s’en distingue aussi, avec quelques jeux, et une interview un peu plus longue : ça n’est pas comme si on avait l’occasion d’entendre les personnes que je reçois tous les jours dans les médias… Fun-fact : c’était la 1ère émission TV de Yann-Herle en tant qu’invité !
J’espère que ce programme pourra aller un peu plus loin. La subvention a essentiellement permis d’acheter un peu de matériel vidéo et à compenser quelques frais de tournage, mais tout le travail reste bénévole. Un 2ème épisode est en route… La suite dépendra sûrement un peu de vous !
🌶️