Pennad sirius – Buhez prevez àr internet : Facebook a zo un ael e keñver Google+ !

Google+ a zo ur rouedead sokial bet savet gant Google e miz Gwengolo 2011 evit keveziñ ar roueadad sokial millvrudet : Facebook. Evit lakaat an dud d’en em enskrivañ o doa prometet kalz muioc’h a zoujañs diouzh ar vuhez prevez, ha kinniget veze gante un nebeut traoù e keñver teknologiezh dedennusoc’h eget àr lec’hienn Mark Zuckerberg (albomoù foto hd, un etresfas bravoc’h ha simploc’h, ha traoù all a zo bet kopiet gant Facebook un nebeut mizioù àr-lerc’h forzh penaos). An dra-se en deus ma lakaet d’en em enskrivañ, gant ur pseudo eveljust, peogwir ne blij ket din bout fliket àr ar rouedad. N’on ket bet dipitet : an deiz all ‘m eus bet c’hoant lakaat ma anv àr internet (ma anv gwir) evit gwelet ma roud àr ar web, gouzout diouzh peseurt lec’hiennoù web e oen liammet… pebezh souezhadenn o welet e oa kinniget d’an dud ar « skeudenn profil » am boa embannet àr Google+ hag al liamm betek ma fajennad àr ar rouedad sokial !

Penaos ez eus tu gwelet ma foto embannet àr ur rouedad sokial e-barzh un enklask Google ?

Furchet ‘m eus un tamm evit kompren. Ar foto liammet diouzh ma c’hont a zo bet embannet e-giz un dañvez « publik » en un doare otomateg ! Ha ker ‘m eus bet furchal evit cheñch an dra-se ha lakaat ma foto da vout prevez (sañset eo bout aes ken ha ken àr Google+), d’ar mare ma skrivañ ar pennad, n’on ket deuet c’hoazh da benn ! Keñveriomp bremañ : àr Facebook, ar foto liammet doc’h ho kont n’eo ket embannet e-giz publik en un doare otomateg, nemet m’ho peus divizet en ober. Hag edan 2 glik ez eus tu doc’h cheñch piv en deus droet da welet ho foto, ha piv ‘n eus ket. Pegen sirius an traoù àr Google+, ul lec’hienn a lâr kavout doujañs diouzh buhez prevez an dud !

Penaos eo deuet a-benn Google da liammiñ ma pseudo doc’h ma anv gwir !?

Met un dra bennak a chom kevrinusoc’h c’hoazh : penaos eo deuet a-benn Google da liammiñ ma pseudo doc’h ma anv gwir !? Surwalc’h ‘m eus lakaet ma anv en ul lec’h bennak ur wech, ya, met emen ? Surwalc’h on bet àr internet gant ar merdeer Google Chrome dija, ya, met memestra, ne c’hellañ ket krediñ int vill awalc’h evit bout bet spiet ar pezh am eus graet… Met memes m’ho deus tapet ma anv en un doare leal, perak ne warnont ket an titour-se evite ? Perak e kaver ma c’hont gant ur pseudo liammet diouzh ma anv gwir pa vez graet gant Aotroù X pe Intron Y un enklask àr internet ?

Skeudenn : www.journalduwebmarketing.com