[Br] Google hag ar yezhoù minorelek…

endangeredlanguagesmodgoogle

Surwalc’h (marse) ho peus klevet komz ‘n eus ket ken pell zo deus lec’hienn web nevez Google, an hini gouestlet da savetiñ ar yezhoù minorelek www.endangeredlanguages.com (sellit amañ evit muioc’h a zisplegadurioù). Siwazh hon eus poan un tamm e krediñ annezhe. Merchet em eus an dra-se hiriv pa ‘m eus klasket arventenniñ ma c’hont Google. Setu-me o klask lâret dezhe petra oa ma yezh. Furchet ‘m eus, ha furchet c’hoazh. Roud ebet deus ar brezhoneg, nag e yezh mamm, nag e yezh all. Memes àr internet, bed ar frankiz, ne gomzañ ken met…galleg.

Ben ar fin eo Google evel ar bolitikaerien, diskourioù brav doc’h un tu, hag oberezh ebet deus an tu all. Ne c’houllennañ ket da Google treiñ o c’heflusker e brezhoneg (ma doue, aze eo monet re bell ;)), mes anavezout ar yezh pa glasker difenn ‘nezhi, dija, ne vehe ket fall…

yezhgoogle1 yezhgoogle2