[Br] Brudadeg dreistordinal rannvro Breizh evit Gouel Breizh

Ma surfit un tamm àr ar web ur wec’h an amzer eo surwalc’h bet diaes doc’h tremen e-biou. Deus petra ta ?

Deus ar bruderezhioù strevet un tamm e pep lec’h àr ar web diàr-benn Gouel Breizh ! Resevet em eus ivez ‘barzh gêr ul levrig 40 pajennad evit displegiñ din ar program. Ar a seblant eo bet divizet gant ar rannvro lakaat moianoù e leizh evit pezh a sell diouzh ar c’hom. Ma, ne c’hellomp ket rebechiñ d’ar rannvro gober bruderezh evit darvoudoù a lak en àrwel hor sevennadur, met memestra e c’hellomp ‘n em sevel goulennoù diàr-benn reizhidigezh ar brudadeg-mañ. Penn-kentañ peogwir n’eo ket Gouel Breizh ur gwir festival. Ar priñsip a zo tolpiñ an holl arvestoù a zo e Breizh e pad daou sizhun evit lakaat ‘nezhe a stroll e-barzh ur program. Met ‘n eus ket kalz a zarvoudoù a zo krouet espres-kaer evit ar gouel. Al lodenn vrasañ deus an darvoudoù-se a vehe bet anezhe hep an aozadur « fetedelabretagne.com ». Eil tra peogwir n’on ket sur e servij d’un dra bennak ma vehe gwelet ur bruderezh evel-se evit un den hag a zo o chom e su Frañs… met aze e faziañ marteze, peogwir eo marteze strevet bruderezhioù Google en un doare disheñvel hervez ar lec’h m’emaoc’h o chom. Me soñj din memestra e vehe bet gwelloc’h ‘n em servijiñ deus an argant-se evit ober ur brudadeg evit ar skolioù divyezhek eget evit arvestoù na zesacho ket d’am soñj ar re n’int ket intereset dija gant hoc’h sevenadur.

A-uz : un nebeut skeudennoù kavet tro-dro d’ar web. Mar kavit reoù all e c’hellit lakaat ul liamm amañ edan =)