Kronikenn ispisial : degouezh ar Redadeg e Lokoal !

Salud ! Pedet oen get radio Bro Gwened d’ober un tamm kronikenn evit degouezh ar Redadeg 2016 e Lokoal. Ur blijadur eo bet pleustriñ e « live » get tud é sellet ! Domaj, na gleven ket bepred ar pezh a lâren get an trouz : n’eo ket bet aes ! Pleustriñ a rin gwelloc’h a-benn ar wech ma ‘z a, dreist-holl ton Louis-Jacques Suignard a oa diaes da zec’hel soñj anezhan en ergelc’h-se !

Trugarez da Yaelle he deus meritet e ditl « Julie a Europe1 » !

Da selaou :

[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/264227819″ params= »color=4fc572&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]

An destenn a bezh a zo amañ ma na glevit ket pep tra (profet eo ar farioù reizhskritur!)

Pozioù ar ganennoù :

  • [Dom Duff]

N’eo ket echu ar Redadeg, n’eo ket poent monet da gousket

« Après l’effort le reconfort » ‘giz vez lâret e galleg !

Poent eo riboullañ noz ha deiz, lakaat alkool ‘barzh ar vazh-test

Ober ur friko braz meurbet ha disloñkañ ‘barzh ar straed !

Hag aze vo, hag aze voooo ! Hag aze voooo !

Er-maez !

  • [ARVEST (gavotenn)]

    Deuit ganeomp-ni tu yaouank, na c’hwi re gozh ivez

    Da lidiñ ar Redadeg, lalalalalala lalalalalalalala da lidiñ an degouezh

    Da lidiñ ar Redadeg, da lidiñ an degouezh

    Arivet e penn an hent, savomp ur bed nevez

    Ni ‘savay ur bed nevez, get ar bizounoursed

    Get tud jentil e pep lec’h, e kaozeal brezhoneg!

    Bed ar bizounoursed e kaozeal brezhoneg

    Pep hani vo jentil,

    Hag er bed-se Ifig na vo ket ret redeg

    Hag er bed-se Yannig na vo ket ret redeg

  • [Louis-Jacques Suignard]

    Setu ni e penn an hent, penn an aaaawen

    Redet mat em eus, ‘m eus ket da glem

    Gant plijadur ‘mehe redet un tamm pellooooc’h

    Redet, redet ‘vit hor yezh !

    Tulululutulutututulu redomp ‘vit hor yezh

    Ha setu-ni aet war henchoù-breizh Redadeg !

    Ha setu-ni war hent ar frankiz

    1700 km war an hent Redadeg !

    Treuzet on eus pep parez peb Iliz

    Tulululutulutututulu redomp ‘vit hor yezh

    Hag e pep parez oa merc’hed koant Redadeg

    Ha c’hoant ‘m eus bet da fouzañ e pep lec’h

    Revrioù moan ha revrioù tev, Redadeg

    Dirazon o hejañ ar vazh-test

    Tulululutulutututulu redomp ‘vit hor yezh

    /// Ur poz ispisial evit bro Dreger

    1700 km war an hent Redadeg !

    Nag a arc’hant on eus rastellet !

    Dav chom hep dispignañ toud diouzhtu, Redadeg !

    Gall ‘rafe trei da fall, ouiomp ket

    Tulululutulutututulu redomp ‘vit hor yezh

    Setu ganin eo echu an traoù, Redadeg

    Trugarez da vezañ selaouet

    Diouzh brasañ krouner ar c’hleveled, Redadeg

    Ma hezoug a roan d’ar merc’hed

    [lakait ho hezoug amañ]

    Tulululutulutututulu redomp ‘vit hor yezh

    Tulululutulutututulu kanomp ‘vit hor yezh