→ Newsletter ←
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/186077253″ params= »color=0066cc&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]
Setu evidoc’h lennerien aketus skrid ar gronikenn ho p’eus bet tro da glevet àr Radio Bro Gwened dimeurzh. Plijadur !
Hetoù 2015 lodenn 1 : Ar Prizioù
Setu echu dija 2014, ur blead brav evit Breizh mes kentoc’h ag ober best-off ar blez paset èl ma vez graet get kronikourion « low-cost » a gaver àr France Inter, Europe1, France Bleu Breizh Izel pe gwashoc’h c’hoazh, Arvorig FM, em eus divizet-me ober best-off ar blez ma ‘za. Eh ya, ‘m oa ket lâret doc’h Andréa e oen kap da lenn an dazont, ne oa ket skrivet àr ma CV ha pa ‘d on bet kaset da RBG, ha neoazh. ‘M ho kwela dija é vrañselaat àr ho kadoer Andréa, é c’hortoz ma larin deoc’h penaos é emdroo ho istoerioù karantez, hag a benn ar fin en em zistano ar lentig Padrig, hag e teuo a benn da c’houlenn ho torn ?
Nann, ma digarez Andrea, ne vo ket kaoz ag an dra-se, kredapl n’eo ket dedennet ar selaouerion get ho istoerioù karantez (ha c’hoazh, c’hwi zo ur people èl ar re all), met da lâret eo ma krogehen an traoù e vehe ret din ober div pe teir kronikenn hepken àr ar sujed.
Setu neuze ar blead 2015 a viz da viz, koñtet d’an holl selaouerion :
Genver 2015. Miz Genver, miz ar Prizioù a bep seurt a weler àr ar skinwel, ha miz Prizioù France 3. Reiñ a ran doc’h an disoc’hoù ?
Priz ar gwelañ romañt : Valérie Trierweiler evit « Trugarez evit ar mare-mañ », troet e brezhoneg get Lena Louarn. Ar wech kentañ evit ur romant e brezhoneg bout prenet e muioc’h a vil skouerenn.
Kinniget e oa bet ivez levr ar skrivagner Erik Mezour, anvet « Le suicide breton », troet e brezhoneg get Frañch Boudig, met n’eo ket bet dalc’het.
Priz ar gwelañ bladenn : Denez Prigent evit « Tuchañt e erruo ur bladenn ».
Fromet, Denez Prigent a gano un ton evit trugarekat ar juri :
« Gortozet ‘m eus, gortozet ‘m eus
Met james na lakin ‘nezhañ er-maez »
(pe :
« Trugarez deoc’h-c’hwi mignoned e Garnizon Lanluon,
‘Vit priz ar bladenn ‘m eus ket graet e Garnizon,… »)
Priz ar bed ekonomikel : Mark Zukerberg, krouer facebook en deus aotreet un etrefas e brezhoneg evit ar rouedad sokial. Ar a seblañt eo aesoc’h difenn an divyegezh evit ur gompagnuniezh etrevroadel eget evit ar stad C’hall. Setu ne deuo ket Mark Zukererg da glask e briz en e unan, kredabl n’eo oa ket intereset get ar priz 1500 euro roet get rannvro Breizh, ne ouian ket re perak…
Priz ar frammoù publik : Jean Yves Le Drian , Jean-Jacques Urvoas ha Pierrick Massiot. Jean-Yves Le Drian, ministr poblel er gouarnamant n’eo ket bet kap da zigoriñ e veg evit adreizhadenn ar rannvroioù, koutant ma oa é welet na veze ket lakaet ar Liger Atlantel e rannvro Breizh. Jean-Jacques Urvoas, kannad PS ha Pierrick Massiot, prezidant rannvro Breizh evit bout bet kinniget ar raktres « Assemblée de Bretagne » pe « Bodadenn Breizh », sañset bout ur vodadenn nevez evit Breizh, é lakaat al liger Atlantel e-barzh. Loc’het ‘oa bet an traoù en un doare brav, lec’hienn internet, pajenn facebook, twitter hag all… ha ger ebet abaoe penn kentañ miz Meurzh… ur raktres brav evit lakaat da sioulat an dud a grede c’hoazh er bolitikerezh d’ar mare-mañ.
Priz brezhoneger ar bloaz : Rodéric Halleguen, evit e gronikennoù burzhudus, dispar, dichek un tamm met pas re, ha farsus, ken e lakae an holl vec’hed da bokiñ nezhañ e pep lec’h. Ur priz roet get Goulwena an Henaff e unan. Brezhoneger ar bloaz a c’hounid ivez ur staj kan get Rozenn Talec, Nolwenn Leroy ha Faustine Audebert.
Setu plijet bras e vehen Andréa e echu ar gronikenn met d’am soñj e vo ret gortoz unan nevez evit gouzout penaos e emdroo 2015, ur staj kan ‘m eus d’ober, ha grotozet on…