→ Newsletter ←
Salud ! Erfin, ur gronikenn radio nevez evit RBG ! Tremenet eo er radio ar sizhun baset, ha da glevet eo amañ edan. Chomet enlinenn, unan all a vo embannet ar sizhun-mañ !
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/210276229″ params= »color=0066cc&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height=’166′ iframe= »true » /]
Mar plij deoc’h gwelloc’h lenn, setu amañ-dindan an destenn :
Diwar-benn ar pennoù moc’h, a zo traoù da gontan, Diwar-benn ar pennoù-bras, na n’eus morse netra
(Lors Jouin e-barzh « Son an den dilabour » get ar strollad Toud’Sames)
Salud Andréa, ha salud da dout an dud. Hiziv e vo kaoz a bolitikerezh, pe « politik » ma revr èl ma vez lâret get ar re farsusañ ac’hanoc’h. He ya dilennadegoù rannvroel é tostaat, ha setu e krog un tamm ar strolladoù d’en em hastin evit rastellat mouezhioù ur wech c’hoazh, èl ar PS, peogwir en deus embannet François Holland (pe Fañch Holland evit ar puraderion pe puristed ma peus c’hoant) e vehe sinet Karta European ar yezhoù minoreleg, he ya da bep dilennadeg vras e vez graet en-dro ar farsadenn-se, un tamm evel an droed da votiñ evit an estrañjourion, ur seurt « running gag » ag a gerzh mat eo. Marse e vo ret adwelet adreizhadenn ar skolajoù ivez peogwir evit ar mare, roud ebet deus ar yezhoù rannvroel henni.
Met n’eus ket nemet er PS e vez graet farsadennoù, en UMP ivez, pe pas, ma digarez, ar Republikaned vez graet anezhe bremañ, cheñchet ho anv gete abaoe un nebeud deizioù. Faotiñ a ra d’an tu dehou, pe kentoc’h da Nikolaz Sarkozy ober an traoù en un doare braz, èl er Stadoù-Unanet. Ni ouie dija e oa deuet ar PS da vout demokrated muioc’h eget sokialourion, ni ouia bremañ penaos eo awenet Sarkozy get Buch ha Mc Cain. Ha n’eus ket nemet an UMP a faota dezhe cheñch ho anv, Jean-Mari, pe « Yann-Mari » ar Penn a faota dezhañ cheñch he anv d’he vec’hig bihan muiañ karet, barnet en deus n’he doa ket an droed da zougin an anv Le Pen mui, peogwir e oa e penn d’ur strollad n’en doa ket netra da welet get « FN Jean-Marie Le Pen ». Ma c’hellehe Jean Marie Le Pen profitin evit paouez da zougin an anv Le Pen e-unan, hag a ra vezh da Vreizh abaoe degadoù a blezadoù, ne vehe ket ur soñj fall kennebeut.
Dalc’homp soñj penaos en deus kroget an istoer-se a p’on eus gwelet Jean-Mari get e vantell ruz komunour a pa oa an FN é lidin « Jeanne d’Arc » pe « Mari-Jan » èl ma vez lâret e brezhoneg flour (he ya, « boutan tan ‘barzh Mari-Jan… »). N’am eus ket komprenet james perak e oa ken entanet an FN (nann, n’eo ket ur c’hoari gerioù !) é lidin Jeanne d’Arc bep blez, pa vehe bet Pétain em bije komprenet gwelloc’h, met kerzhit da glask. Ar c’hentañ a viz Mae a oa daet da vout ur seurt « Université d’été » evit an FN met setu, bremañ eo cheñchet an traoù get Marine, ha ma vo kendalc’het geti sur walc’h er blezioù o tont da reiñ un henor da Vari-Jan, ne vo ket mui un henor da Jean-Mari ken.
Setu na greden ket e oa tu bout awenet get an FN ha neoazh, souezhet on bet é skrivin ar gronikenn-mañ, ar c’hoant am eus bet da achiv get ur ganaouenn evit klozin. Dichallit mar plij n’am eus ket savet unan espres-ker evit an FN, nann met ur ganenn kazi hengounel a glote mat am eus kavet, ar bouez un nebeut pozioù evel just, setu gwerz an FN setu prest oc’h ?