Etrekeltiek 2015 : Blind test get… Youenn Chap

Youenn Chap, animatour TV ha sevener, a anavit marse dre ar skinwel (Son da Zont, Bali Breizh koulzad 1) pe dre ar rouedad (Cyber Fest-Noz, Kenstrivadeg Bagadoù, Ceilive TV ha me oar me, …) a zo bet aterset en abadenn Kit d’ar FIL, FIL d’ar gêr evit kaozeal deus ur film sevenaet gantan a-zivout Erwan Roparzh a vo tu gwelet en distro skol àr Frañs 3.

Peogwir eo ur mailh àr ar sonerezh em eus kinniget dezhañ kemer-perzh d’ur blind test, ha graet ar mouezhioù ganin dre ma oa re strizh ar budjed…

Evit ar re a blijehe dezhe kavout pozioù ar c’hanennoù :

Lors Landat :

Marivonig he deus un toull du,
Zo chomet re bell en harlu

En harlu zo chomet re bell
Betek an deiz ma ‘m eus fou**t ‘nezhi

ARVEST :

Me a blij din monet da zañsal er festival
An dud a zo jentil, hag an dud a zo brav

Kejet em eus get Mickey, Donald en Etrekeltiek
Degemer mat e-barzh bed ar bizounoursed !