→ Newsletter ←
Hiziv ur gronikenn sirrius.
Arc’hoazh e erruo marse lizheri ar selaouerion, ha lakaet eo bet din da gompren ne oa ket bepred moutig selaouerion bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha RKB. Gwelet a ran dija petra vo laret get an dud a-ziàr ar « gronikour nevez ». Adaleg dilun dija em eus feuket selaouerion Radio Kreiz Breizh é lâret e oa ur binijenn monet da labourat duze evit ur gronikour, e bro an amzer fall. Met an dra-se n’eo ket kalz tra e keñver ar pezh am eus graet àr-lerc’h, ober goap doc’h penn Polig Monjarret. « Met soñjet ta altchen, ema bet lâret geton e tae an dud da vregesal àr e delwenn, nann mes ne y a ket mat pe petra ? Un tamm doujañs azoc’h ar re varv altchen ! ». Ha dec’h, petra na ‘m eus ket graet, kaozeal a dokoù-pich àr-eeun… « Nann met ne da ket mat get hennezh. Kaozeal a betra, tokoù, tokoù machin là…haaaa. Met an dra-se vet ket graet ur sort ! Pas ar radio Bro Gwened ! Ha menegiñ Lors Jouin, ar fallon-se, ha me lâr doc’h ! ».
Setu n’eo ket nemet evit kaout ur chañs c’hoazh da labourat ‘barzh Radio Sañtez Anna em eus divizet d’en em sioulat, nann, mes ivez peogwir e welañ mat e krog Andrea ha Gwenael d’en em akoustumiñ doc’h ma c’honerioù. Ar-lerc’h teir kronikenn n’int ket mui ken aketus eget er penn kentañ ha n’eo ket nemet peogwir ez ant da gousket re ziwezhat bemnoz. N’en em rentant ket kont, kollet e mesk ar farsadennoù bihan e c’hellaen gober unan bras un deiz bennak, evel, dre skouer, echuiñ ar gronikenn e brezhoneg bro Roazhon.
Setu perak ez an da gomz doc’h hiziv hag an traoù ne c’hellit ket c’hwitat er festival pe en Oriant dre ma ‘z int vil, eugus pe c’hoazh mezhus.
Dre skouer, ne c’hellit ket tremen hep gwelet iliz an Oriant, hag a denn da neus forzh petra nemet d’un iliz. Ne ouian ket petra zo erruet a p’o deus savet an iliz-se. Michal ne oa ket bet krouet c’hoazh ar vicher grafist, pe e oa bet ankouezet.
Ne c’hellit ket tremen ivez hep gwelet ar gentelioù dañs a zo aozet er festival mes ivez e bep a gouel e-pad an hañv evit ar barizianed, da lâret eo ar re a n’int ket bretoned. Evel pep hini ho peus da gentañ kredet e oa un dolpadenn tud mezv, met pa ‘peus gwelet ne oa nemet 6eur noz ho peus komprennet petra oa ar wirionez.
Hag e mesk an traoù mezhus ivez, ne c’hellit ket tremen àr ar c’hae hep gwelet stañd France Bleu Breizh Izel pe RBO evit ar re gozhañ hag a zo er studio a n’o dezhe ket komprennet c’hoazh e oa bet cheñchet anv gete. Ar re-se a oa ken fur ar blezioù paset, staliet e foñs palez ar c’hendalc’hioù met setu, ne c’helle ket padout, hag àr-lerc’h daou vlez e welet RBG é paboriñ e kreiz ar festival é kinnigiñ un abadenn live dirak an dud o deus divizet gober ar memestra. Clément Soubigou – ur paotr fur ma ‘z eus unan, ken fur daou vlez zo e kinnigiñ ar prizioù get Goulwena an Henaff – a vez bremañ gwelet é ober ar marmouz dirak an dud ; da belec’h ez a ar bed, me lâr doc’h.
Setu gwelet peus Andrea, Gwenael, chomet on fur ! Get ur gronikenn e mod-se da nebeutañ on sur ne vo ket fachet hani bet genomp, ha sañset e vin amañ arc’hoazh evit ar gronikenn ziwezhañ. Beteg arc’hoazh neuze !