Chom hep gwelet, pebezh pec’hed ! #2

Setu eil rann ar gronikenn am eus dalc’het bemdez àr ar radio e-pad prañtad ar festival. Chañs ‘p eus, daet on a-benn da gavout an enrolladenn, daoust ma n’eo ket gwall brav ar son… Bravoc’h vehe bet din kavout enrolladenn ar gronikenn gentañ, « streset » e oen un tamm re an deiz se, ar pezh a vez klevet mat siwazh… Betek dimerc’her evit ar gronikenn niverenn 3 (embannet e vo unan e kreiz ar sizhun hag unan evit ar week-end)

[soundcloud url= »http://api.soundcloud.com/tracks/108286774″ params= » » width= » 100% » height= »166″ iframe= »true » /]

Barzh rummad an traoù ne c’heller ket c’hwitat e mod ebet er festival pe e kornad bro an Oriant emañ ret din komz deoc’h a davarn ar Roue Morvan. Un davarn, ma ‘z eus unan, lec’h ma c’hellit goulenn ur banne bier e brezhoneg, ar pezh n’eo ket posubl er festival a hend all, pe pas araok un euriad avañset mat d’an nebeutañ. Gwir eo : ma lâret da 9eur noz « Ur banne bier mar plij » e vo sellet doc’hoc’h evel doc’h un estrañjour hag e vo klasket kavout unan bennak tro dro d’ar barnum hag a gompren ar pezh a lâret. Da 2eur da vintin n’eo ket tre-ha-tre ar memestra. Penn kentañ, an doare da c’houlenn an traoù en deus cheñchet un tamm, hag e lârit : « Bieeeeer maaar plij ! » hag aze, kit da gavout perak, oc’h servijet diouzhtu.

Met distroomp da davarn ar Roue Morvan peogwir emañ sañset bout sujet ar gronikenn. Ar pezh a zo mat eo e vez aozet gete sonadegoù a bep seurt e-pad prañtad ar festival. Henoazh dre skouer e vo digemeret Spoum hag Hamon-Martin, « Fleuves » a vo tu gwelet benn arc’hoazh, Esquisse diryaou ha me oar me, fin get ar bruderezh a ran, spi ‘m eus e vo profet da nebeutañ ur banne din fenoz.

Ar pezh a zo farsus ivez eo delvenn Polig Monjarret a zo bet staliet abaoe un nebeut blezadoù àr ur bank àr ar blasenn a zoug e anv.

Sapre Polig, ne ijine ket surwalc’h ha pand eo bet staliet amañ penaos en dehe droed da gavout a hed an andervad merc’hed skañv ho fav àr an daoulin, e kemer fotoioù hag en ur vousc’hoarzhiñ en un doare …. trouzus. Ne ijine ket eñ penaos e vehe bet « Guest star » albomoù facebook an dud hag a zo bet en Oriant, kollet e mesk an « MDR », « PTDR », « XPTDR », « kikou lol » ha me oar me.

Paourkezh Polig ivez, eñ hag en doa krouet Bodadeg Ar Sonerion a faote dezhon marse kavout un tamm repu evit e divskouarn. C’hwitet eo, ha bep blez eo ret dezhan anduriñ trouzioù ar vombard hag ar sonerezh « zovaj » hep gellet monet da zañsal ; ha pa ya an heol da guzh n’eo ket bepred merc’hed skañv ho fav a ya d’ober pokoù dezhañ, met paotred sistraet un tamm a ra dezhañ, evit bout seven, pokoù-trouz tal kichen an divskouarn, pe, lâret en un doare sklaeroc’h, ur beurk bras.

Setu emgav henoazh neuze ba’n davarn pe arc’hoazh àr ar gwagennoù, ha pokoù trouz !