Chom hep gwelet, pebezh pec’hed ! #1

Setu rann kentañ ar gronikennoù am eus savet evit an abadenn « Keit d’ar FIL, FIL d’ar gêr » skignet àr radioioù Breizh e-pad ar festival etrekeltieg. Embannet e vo unan nevez e penn kentañ an dibenn sizhun hag e kreiz ar sizhun. Notenn : kronikennoù radio eo : d’am soñj eo plijusoc’h da selaou eget da lenn, ha ‘m eus ket diwallet kement-se diouzh ar reizhkrivadur. Ar podcast en deizioù o tont…

Salut Andréa, salut Gwenael ha salut da tout an dud.

Mat prest oc’h ? Terzhienn ho peus ? Nann, pas re ? Ne ya ket ho kalon d’an daou lamm ruz ? Nann ?

Bah me, ya ! Kentañ kronikenn àr ur radio, setu on ankeniet un tamm…ha moarvat emaoc’h c’hwi ivez.

Petra y a d’ober ? Daoust-ha ne brofito ket re deus ar mikro evit lâret konerioù ? Ha ma vehe-eñ un terorist ?

Hag e vehe kap d’ober farioù brezhoneg àr-eeun, pe gwashoc’h c’hoazh, farioù Gwenedeg ? Gwelet a ran dija titl ar « Ouest-France » a-benn arc’hoazh : « RBG : un chroniqueur dérape en plein direct et prononce « SILZIG » à la place de « SEULZEUTCH » ».

Nann, peus ket aon da gavout, e Bro Gwened omp prientet mat, selekt kennañ eo evit bout kronikour, ne vousc’hoarzhit ket, ret eo tremen un test gwenedeg ha tout… ha ma ne teuer ket a-benn da dremen hennezh e c’hellit bout kaset da Radio Kreiz Breizh, soñjit ta ar binijenn evit ur gronikour… fall an amzer a hed ar blez duze ha pa ‘z eo ken brav hiriv en Oriant…

ha just a-walc’h, komzomp deus an Oriant, peogwir emañ evit an dra-se on implijet sañsemant…setu skrivet eo er c’hoñtrad, ret eo din kinnig doc’h « un dra ret da vonet da welet pe d’ober, ha deus ket mankabl anezhoñ e mod erbet en Oriant, mem er maez ag ar fil ». Setu peogwir ne chom ket kalz a amzer mui e oen e soñj kinnigiñ doc’h abadenn « Nolwenn Leroy », met, siwazh, tremenet eo setu e chom din just an amzer evit kinigiñ deoc’h monet betek Gwidel evit gwelet Ti-ferm ar struskañvaled, tu vo doc’h bale er maezioù ha gwelet penaos e vez desavet al loened iskiz-se. En amzer baset e oe digoust, bremañ emañ ret deoc’h dispigniñ un nebeut €urio met n’eo ket kalz tra. Soñj ‘m eus e oen aet du-se pa oen bihan, hag un nebeut blezadoù àr-lerc’h e oen bet endro, met ne ouiemp ket e oa ret paeiñ bremañ, ha neuze é tonet endro deus ar valeadenn he doa lavaret ur veme deomp  « He, peus ket paeet, peus ket paeet ! Distreit amañ, peus ket paeet !». Nann, mes e gwirionez e farsus a-walc’h da welet, hag oc’hpenn-se e vez aozet gete bep merc’her e-pad an hañv ur marc’had e kreiz an ti-ferm lec’h ma c’heller preniñ produioù fresk ha deus ar c’hornad.

Setu gwelloc’h ez a an traoù genoc’h Gwenael ? Achapet ho peus d’an drasterezh ?

Bah genin ez a gwelloc’h an traoù ivez, met mankiñ a rit dija din, ken arc’hoazh !