→ Newsletter ←

Marse e ouiit, marse ne ouiit ket, marse ne rit ket forzh, mes e penn skritell an Erer-Kozh eo bet lakaet àr strollad Barzaz hag a zo « evit ar sonadegoù kement-all a Ar Re Yaounk evit ar festoù-noz » àr lec’hienn internet ar festival. Ar gazetennoù o deus embannet tro-ha-tro pennadoù diàr-benn ar prog, ha setu un elfen a ziskouezh c’hoazh penaos n’int ket gwall sirius… :
…setu ne ouian ket e-men o deus gwelet e oa Barzaz un arzour blevek…ret e vo displegiñ dezhe eo Barzaz ur strollad =) Ma c’hellfent roiñ o mammennoù din, me vehe kurius a-walc’h gouiet ! Martezeadennoù a c’hellomp ober : surwalc’h int bet awenet get foto ar strollad nevez deuet er maez. Mes ar farsusañ a zo ‘n em lakaat e plas an hini en deus skrivet ar pennad : gwelet en deus listennad ar strolladoù, ne anaveze ket an hanter, hag evit ober e paotr/plac’h fin, degasiñ un tamm fent ha diskouezhiñ d’ar re all penaos e oa barrek afed sevenadurezh e keñver sonerezh en/he deus kavet brav lakaat resisadurioù…toull !
… tapet !