→ Newsletter ←
Langues régionales : le blocage du Conseil d’Etat letelegramme.com/ig/generales/r…
— Le Télégramme (@LeTelegramme) 13 mars 2013
Petra ? Desket em eus disadorn noz e oa skignet « Nozvezh Breizh » àr « Paris Première » ar memes deiz adalek 8e30. « Paris Première » a zo ur chadenn deus ar satelit, hag ur wech an amzer e kaver ‘nezhi àr an tnt. Dre chañs e oa ivez skignet digoust àr ar freebox e-pad miz genver hepken, ha peogwir ne oen ket amañ (e Gwidel e oen evit seniñ d’ur sonadeg/fest-noz evit div-yezh, Krismenn e penn ar skritell, ha plijusoc’h eo bet eget un nozvezh-tele àr ar c’hanape) em eus enrollet an abadenn. Boun, desket em eus e veze ditaget Karaez e galleg « CarhaIKS », mes ar-bouez an dra-se eo bet plijus an abadenn, hag evit ar re o doa un tamm dale e oa skignet en-dro ar sul doc’h an abardez. Trugarez dezhe ! Iskisat tra pa soñjer memestra eo ret monet àr chadenn ar barizianed evit gwelet ar Vretoned…
E-keit-se eo bet skignet ivez ar « Prizioù » àr eeun disadorn àr lec’hienn internet france3breizh, mes kement a vruderezh a zo bet graet ma loskañ deoc’h da ijin e oa ur bern tud dirak o skram- ha ret vo gortoz ur sizhun c’hoazh evit gwelet ‘nezhe àr an tele… 
Logo ar pizioù 2013
Gortozet hon eus ar sul neuze evit gwelet an euriad brezhoneg pemdeziek àr an tele, « Bali Breizh », da 11e; mes n’eo bet skignet netra. Da 11e30 eo bet dalc’het un abadenn ispisial e galleg evit fin ar « Vendée Globe », hag evit deskiñ deomp e tegouezhfe François Gabart…4 eur diwezhatoc’h. Evel just o deus en em zipleget kazetenerien France 3. (fent)
Abadenn Bali-Breizh ar 27 a viz Genver
Ha mod all, ma n’oc’h ket koutant e c’hellit mont da glem ar sadorn 9 a viz C’hwevrer e Brest, Naoned pe Roazhon evit un tele e brezhoneg. Pe marteze e vehe gwelloc’h embanniñ ho klemmadurioù er gazetenn « Bretons » ? Piv a oar, marteze e vint skignet àr ar bajenn gentañ…!
Dizoloet ‘m eus a drugarez d’ul liamm àr ul lec’hienn internet (facebook evit chom hep menegiñ e anv), e oa bremañ ul lec’hienn internet get ar gazetenn « Ya! ». Ul lec’hienn kentoc’h brav, modern ha tout, hag efedus evit lâret gwir (ar pezh a chom rall a walc’h e bed ar mediaoù e brezhoneg…). Ouzhpenn-se, evit 6 miz kentañ al lec’hienn eo profet da bep hini (koumanañtet pe get), an droad da lenn bep a bennad a zo embannet bep sizhun er stumm paper, evit reiñ deomp da zizoloiñ ‘nezhañ.
Pebezh souezhadenn ‘m eus bet, : evit lâret gwir a oen aet da furchal àr internet un nebeut deizioù-zo evit kaout doareioù deus ar gelaouenn just-a-walc’h, ha ne moa kavet gozimant netra, ar pezh en doa dipitet ac’hanon un tamm. Ha setu, a daol trumm, al liamm-mañ kavet àr ur bajenn facebook.
Divizet em eus neuze gober ma enklaskig bihan, hag em eus komprennet. Mar klaskit « Ya! » àr google, pe « Ya, kelaouenn », pe c’hoazh « Ya brezhoneg », ne teu liamm ebet. Ha ma zit àr lec’hienn « Keit Vimp bev », an ti hag a emann « Ya! », ne vo ket desket netra genoc’h kenebeut ! Pajenn an ti embann a ginnig c’hoazh ar gelaouenn get ur logo kozh…Chem !
Memestra, ma furcher er menu ha ma glikit àr « Ya! » e tegouezher àr ur bajenn ma ‘z eo displeget ez eus ul lec’hienn nevez.
Evit diverriñ, evit Job brezhoneger, diposubl da c’houzout ez eus deus ar gazetenn-mañ a drugarez da internet. Kinnig « Ya! » lakaat e gazetenn enlinenn digoust e-pad 6 miz evit bout dizoloet get lennerien nevez ne servij neuze da…tra bet !
Un tamm bruderezh evite neuze, afer o deus :
Salut tudoù, c’hoant em eus bet kouchiñ get an aktu (pe kentoc’h get ar program tele) evit kinnigiñ-deoc’h skeudenn ar miz…get ma vo fentus !
Profitiñ a ran deus ar gemenadenn-se evit lâret deoc’h ivez eo cheñchet an traoù : adaleg bremañ ne vo ket graet mui deus “skeudenn ar miz” (SAM), mes deus “ASF” : Ar Skeudenn Fent! Un tamm poellekoc’h eo dre ma ne veze ket embannet bep miz tamm ebet…
Pellgragiñ er stumm PDF (HD=pounner)?
Et voici une « image du mois » qui colle avec l’actu (ou plutôt le programme télé…).
J’en profite pour vous informer que désormais la rubrique s’appellera « Ar Skeudenn Fent » (« l’image rigolotte »), ce sera un peu plus logique étant donné qu’il n’y en a pas une par mois…
Salut deoc’h-holl tudoù. Ur gerig evit lâret deoc’h e tremenin war Fr3 disul 06/11 en abadenn « Bali Breizh » da geñver ur sujed-berr troet get Erik Gudenkauf a-ziàr Patrig Drean, krouer an « tamm-papir », ar blog « kelionenn » hag ur bern traoù all c’hoazh a lak hor yezh da veviñ. Troet eo bet ar reportaj e penn kentañ an hañv war riblennoù gwazh an Intel, spi ‘m eus e vo plijus an disoc’h.
Notenn ar 15/11 : Adkavit an abadenn amañ
Profitiñ a ran deus ar gemenadenn evit lâret deoc’h e klaskiñ adaleg bremañ embanniñ bep miz un tamm bruderezh (he ya tudoù, an enkadenn eo, ret eo din debriñ, ha ret eo deoc’h preniñ otoioù evit roiñ lañs d’an ekonomiezh endro! (klik war ar skeudenn)) Continuer la lecture de « Reportaj Fr3 + skeudenn ar miz / Reportage Fr3 + l’image du mois »
C’hanta tudoù ! Ur gemenadennig evit roiñ doc’h da c’houzout e vo skignet ar ran deus Ken Tuch am eus skrivet (gwelet pajenn ar raktres) war brezhoweb adaleg ar Yaou 29 a viz Gwengolo !
Salut tout le monde, un petit mot pour vous dire que l’épisode de Ken Tuch que j’ai écrit (voir la page) sera diffusé à partir de Jeudi 29 Septembre sur brezhoweb.com !
Salut deoc’h holl. Surwalc’h o peus merchet ez eus bet un nebeut cheñchamantoù war ma lec’hienn. Setu deuet er maez an trivet stumm ! Michañs o po muioc’h a blijadur o baleal warnañ, hag o po plijadur ivez da zizoloiñ un nebeut raktresoù nevez. Tremen a rin war al lec’hienn evit leuniiñ anezhañ pa ‘mo amzer.
Ken ar c’hentañ tudoù !
Ps: gallout a rit leuskel ur gerig din ma vez traoù na gerzhont ket war al lec’hienn nevez, evit lâret din ez eus farioù brezhoneg (bezit jentil memestra!), pe evit n’eus forzh peseurt abeg a zo !
Bonjour à tous. J’ai profité de l’été pour faire un peu de remise en ordre sur le site. Le voici maintenant sous sa troisième version ! J’espère que vous aurez plus de plaisir à y naviguer, mais également à découvrir mes nouveaux « projets » (c’est un bien grand mot mais bon, il en fallait bien un…). J’essaierai de l’alimenter de temps en temps, quand j’aurais le temps.
Alors bonne visite !
N’hésitez pas à m’écrire s’il y a des disfonctionnements sur le nouveau site, et même pour n’importe quelle autre raison !