→ Newsletter ←
Un nebeut sizhunioù zo ‘m boa savet ur pennad à-ziar adimplij menoz ar logo « Bretagne » e-barzh logoioù merkoù brudet. Kavet ‘m eus unan nevez skignet war an tele bemdez evit ar sitkom « What Ze Teuf » àr D8 (a gavan nul pas soñjañ, met un istoer all a vehe…) : We Love Cinema (BNP). Setu ar logo :
Salut tudoù, ha digarez ma oec’h o c’hortoz rannoù diwezhañ ar gronikenn « Chom hep gwelet, pebezh pec’hed ! »… met oa ket tu din embannañ ‘nezhe dre ma ‘m eus ket bet internet e-pad ar miz tremenet. Embannañ a rin an daou bennad a chom edan berr, hag evel-se vo graet, met moarvat vo ket embannet an enrolladenn, ‘moa ket enrollet an daou abadenn ziwezhañ ha ‘m eus ket kavet ‘nezhe e podcast siwazh. Klask a rin embannañ pennadoù all ivez araok fin ar miz, pa ‘m o amzer (hag awen).
Kentañ tro lennerien gaer !
Salut deoc’h holl ! Ur bilhed evit lâret deoc’h e talc’hañ ur gronikenn e brezhoneg bemdez e-pad prañtad ar festival en abadenn « Keit d’ar FIL, FIL d’ar gêr » skignet bemdez adaleg 5e30. Sujet ar gronikenn a zo : « ar pezh na c’hellit ket mañkin e mod ebet e-pad prañtad ar festival ». Troet eo, eveljust, en un doare fentus ha dirollet. lKen tuchant àr ar gwagennoù !
Ur gerig evit lâret deoc’h eo skignet endro ar ran deus « Ken Tuch » am eus skrivet (muioc’h a ditouroù war ma lec’hienn) war brezhoweb evit un nebeut deizioù ! Ma ‘peus ket bet tro da welet (pe adwelet, piv oar !) ‘nezhañ, poent eo c’hoazh en ober araok ma vo ret deoc’h prenañ an heuliad war breizhvod !
Salut deoc’h-holl lennerien gaer, hag e vehec’h un tamm dichek eveldon ? Perak ? Ar pennad lennet ar muiañ er mare-mañ àr ar blog (ha doue a oar pegen niverus emaoc’h o tont àr ar blog mañ…) a zo hag a chom abaoe sizhunioù hini ASF#13…Iskiz…Hag e plijfe deoc’h ar gwask « people » e brezhoneg ?
Salut deoc’h holl, o testiñ un dizagn nevez evit ar blog emaon, n’on ket sur eo gwall efedus. Surwalc’h e teuin d’ar stumm kentañ endro. Nemet ma ‘z eo gwelloc’h doc’h e mod se ?… Lârit din !Skeudenn : http://www.curver.com/fra/design-innovation
‘M eus ket komzet deoc’h deus skrabidoull ? Skrabidoull a zo ul lec’hienn internet ma vez embannet bep miz bannoù-treset a bep seurt e brezhoneg. Kavout ar raer reoù nevez-flamm ha reoù troet diwar ar galleg. Un neubeut mizioù-zo on bet inoret peogwir eo bet embannet ar vandenn-dreset am boa savet a-ziàr « Masterchef ». War a zeblant oc’h bet plijet gant ar vandenn-dreset-mañ. Klask a rin lakaat unan all enlinenn ur wech bennak, mes ‘vit ar mare e vankañ a amzer. Ouzhpenn-se, ret eo din anzavout deoc’h n’on ket ur mailh war an tresiñ !
Kentañ tro tudoù !
PS : Evit ar re ne blij ket dezhe c’hoarzhiñ, pe evit ar re a blij dezhe c’hoarzhiñ mes a blij dezhe gober traoù all ivez, taolit evez, gellout a rafe pennadoù sirrius bout embannet amañ en devezhioù o tont…
Marse e ouiit, marse ne ouiit ket, marse ne rit ket forzh, mes e penn skritell an Erer-Kozh eo bet lakaet àr strollad Barzaz hag a zo « evit ar sonadegoù kement-all a Ar Re Yaounk evit ar festoù-noz » àr lec’hienn internet ar festival. Ar gazetennoù o deus embannet tro-ha-tro pennadoù diàr-benn ar prog, ha setu un elfen a ziskouezh c’hoazh penaos n’int ket gwall sirius… : Continuer la lecture de « [Br] Evit Libé, Barzaz a zo ur paotr barvek »
Ya ya, bev on c’hoazh. Pezh zo, ur bern traoù am eus d’ober er mare-mañ. Kroget em eus sevel ASF (Ar skeudenn fent) n°13, mes kemer a ra amzer, setu n’eo ket echu c’hoazh. Deuiet endro a-benn un nebeut deizioù (hey, tostat a ra ar 1añ a viz ebrel…!)