→ Newsletter ←
BR 👉 Gwechoù zo, pa zeu ur soñj din hag em eus un tamm amzer, n’on ket evit chom hep mont betek penn…
Abaoe pell ‘m oa c’hoant sevel ur bruderezh faos en-dro, met dav anzavout ne oa ket aes kavout unan nevez hag anavezet mat gant an dud. E kreiz kenstrivadeg an « Euro » em eus soñjet en-dro en ur bruderezh mil anavezet : hini « Volvic » gant Zidane. Soñjet em eus : « piv a c’hellfe bezañ Zidane e Breizh hizhiv an deiz ? »… Ha buan a-walc’h – e kreiz dilnnadegoù istorel – eo deuet Paul Molac e’m fenn.
Ma, n’hallen ket livañ meulodi hep ober goap un tamm memestra… Setu neuze bruderezh « Dour Molac », an dour glannañ a zo er vro !
FR 👉 Je sais que c’est ridicule, mais parfois quand une idée me vient, je me sens obligé d’aller au bout…
Ça faisait un moment que je voulais refaire une parodie de publicité, mais il faut reconnaître qu’à l’heure des influenceurs les publicités cultes se raréfient… Alors, en plein Euro de football m’est revenue en tête la fameuse pub de Zidane pour Volvic. Je me suis demandé qui était notre Zidane breton et en pleine période d’élection, ça ne pouvait être que Paul Molac… La suite, vous la connaissez !
La vidéo est sous-titrée sur Youtube, et à voir aussi sur Instagram.
La vidéo originale pour ceux qui peuvent dire « ok boomer » :
https://youtu.be/srk5xQ4Ny1k?si=7ErvwcTu9brc-BWe
Et en cadeau pour les collectionneurs l’affiche en 4 par 3 :

BR 👉 Gallout a raer soñjal eo aes aesoc’h bezañ e plas an Ankou eget e plas an hini a glevo e garrigell… Ata, e 2023, n’eo ket ken sur a se !
Plijadur deoc’h gant 4 munutenn e Bresk. !
Sonerezh ar fin : « Mestr an Noz » gant ar strollad « GLAZ ».
PS : Reuz ‘n eus graet an Ankoù war TikTok, deuit da heuliañ ac’hanon war www.tiktok.com/@lorsjereg !
FR 👉 On pourrait penser qu’il est plus facile d’être l’Ankou que celui qui entend sa charrette… Et pourtant, par les temps qui courent, c’est discutable !
A voir dans Breizh Side Story, la collection de reportages courts de TV Bresk !
Musique de fin : « Mestr an Noz » du groupe « GLAZ ».
PS : Je suis obligé de suivre la « trend » mais que voulez-vous, mon contenu marche maintenant mieux sur Tiktok que Youtube. Suivez-moi ! www.tiktok.com/@lorsjereg
Et pour les vieux de la vieille rdv sur YOUTUBE ! https://youtu.be/hPuQ7_Kv7qQ?si=1Ktv46EDJJEuGqgK
[BR] ‘M emaoc’h bet plijet gant ar bruderezh « Zovaaaach » e vec’h plijet ivez gant hennezh sur walc’h !
[FR] Si vous avez aimé la pub « Zovaaaach », vous aimerez sûrement celle-ci !
[BR] Bali Bresk : Adkavet en deus Thelo Mellhini ar ganerez millvrudet Pamela Kebarzh. E kreizig kreiz Breizh he deus divizet bevañ tost deus an natur hag ar boued bio.
[FR] Thelo Mell a retrouvé l’immense chanteuse Pamela Kebarzh. Au cœur du centre Bretagne, elle a retrouvé la sérénité grâce à la nature et à la nourriture bio.
Parodie de la séquence « Rod Trip, à la rencontre des musiciens bretons » diffusée sur France 3 Bretagne. https://www.youtube.com/playlist?list…
[BR] N’eo ket kregin Sant Jakez met kregin gant Jakez a vo keginnet evit ur rann nevez deus « sekred kegin » ispisial evit ar bloaz nevez !
[FR] Ce ne sont pas de coquilles St-Jacques mais bien des fruits de mer que vous propose Jacques pour cet épisode de « sekred kegin » (secrets de cuisine) spécial pour la nouvelle année !
Parodie de la séquence « Sekred Kegin » (secrets de cuisine) diffusée dans l’émission Bali Breizh sur France 3 Bretagne ( ex : https://youtu.be/MF3yYvBg_s4?t=37m53s)
Le roi des bretons s’en est allé… et seul V’Yannig (prononcez « Vianneutch ») peut nous consoler…
Aet kuit eo Roue ar Vretoned, setu-eñ daet da vout Priñs… e Pariz g’ar Makroned !
Me soñje din e oa echu gant Elenig hag ar baotred… met c’hoarvez a ra din c’hoazh kejañ gant tud a n’anavezan ket hag a c’houlenn din pegoulz e teuio ‘maez ur rann nevez… Ma, evit 20 vloaz Startijennohns e oa ret ober un dra bennak, avat !
Facebook (version originale) : https://www.facebook.com/watch/?v=1625777267444502
Youtube : censurée pour le moment (pbs de copyright)
Lakit an is-titloù ma n’int ket lakaet dre-ziouer ! (bzg hag fr)
Un tamm sonerezh evit cheñch !
Abaoe un nebeud amzer ‘m oa c’hoant lakaat un tamm sonerezh war ar chadenn Youtube, setu neuze ur ganaouenn un tammig ispisial, un doare « bilañs » ag an heuliad « Elenig hag ar baotred », araog monet war-zu traoù all… (menozioù ‘m eus, met n’on ket gouest da lavarout deoc’h c’hoazh petra vo dibabet, ha pegoulz…).
Da c’hortoz, pakit plijadur, diskanit ar paozioù, ha rannit an traoù m’emaoc’h plijet !
PS : Tro ‘m eus bet da gejañ gant tud a anaveze ma videoioù e Gouel Broadel ar Brezhoneg. Ur gwir blijadur eo bet gwelet o doa troet ma videoioù e « bedig bed ar vrezhonegerien », hag e oa ur gwir youl evit ma kendalc’hfe an traoù. Setu trugarez d’an dud o deus lakaet da droiñ, ha trugarez ivez d’an dud o deus bet tro da lavarout ur gerig din e-pad an dibenn-sizhun !
Lakaet ‘m eus er-maez un nebeud deizioù zo « Elenig hag ar baotred 2 ». Dindan goulenn pouezus ar publik (gwir!) em eus dibabet kenderc’hel gant troioù-kaer Elenig hag e vignonezed. C’hoant ‘m eus bet sevel un istor klok ar wech-mañ, met chom gant ar memes lusk ha bezañ gouest da zispakañ un nebeud « punchlinoù » endro… An diaesañ a zo bet dibabiñ tre-ha-tre ar senennoù da glotaat gant ar senario ‘m oa dibabet hag ijinañ evit pep frazenn un dra bennak a jaoje gant ar pezh ‘veze lâret gant an dud er video a-orin (peurliesañ ‘m oa ar menoz dre vras hag e oa aes din kaout ar frazennoù gentañ, met n’haller ket didroc’hañ tout ar senennoù : ret eo kemer ar senennoù klok, mod all n’eo ket gwall brop, hag ijinañ ur frazenn a glot tre-ha-tre gant hirder ar frazenn orin, pezh a lak ‘c’hanoc’h d’en em soñjal kalzig a-walc’h… Ar pezh n’eo ket fall gwechoù-zo evit kaout menozioù dic’hortozet pa vez savet ar senario er penn-kentañ).
Setu, ul labour hir eo bet, met kontant on deus an disoc’h. Kontanoc’h c’hoazh pa welañ eo bet lodet ar video gant Startijenn o-unan àr ho pajenn facebook. Setu tud o deus fent d’an nebeutañ !
Distroet eo the « Starti’Johns » !