Catégorie  Pennadoù

Frañs 2 ??? N’eo ket posupl, gwap a rit !

france2-gwap-a-rit_2

Plijout a ra doc’h klevet muioc’h eget lenn ? Klikit àr « play » amañ-edan !

[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/146594728″ params= »color=00aabb&auto_play=false&hide_related=false&show_artwork=true » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]

Breizh, 7e59, penn-kentañ an overenn bemdeziek : « Le vingt heures, Laurent Delahousse ». « …Voici les titres de l’actualité de ce samedi : A la une ce soir, quatre hommes libres, quatre ex-otages français détenus depuis juin 2013, blablabla… » (ar blablabla-se na dalvez ket n’on ket dedennet gant ar sujet, met lâromp n’eo ket sujed ar pennad). Ha petra eo sujed ar pennad neuze ??? Ma, dichalit un tamm, donet a ran. Sujet ar pennad a zo eil titl ar gazetenn : souezhet un tamm ma vehe komzet àr France 2 deus an darvoud-se e eil titl ar JT, selaou a ran, gant plijadur, mouezh strobellus Laurent Delahousse : « Autre titre : il y a les pour, et puis les contre, contre la réunification de la Bretagne avec la Loire-Atlantique ils étaient plusieurs milliers d’opposants dans les rues de Nantes aujourd’hui, parmi-eux quelques bonnets rouges. » Hein ? Kwa ? Comment ? Les bonnets rouges ont manifesté contre la réunification de la bretagne ? Ar ar skeudennoù neoazh e vez gwelet ur mor a banellioù gwenn-ha-du, biniaoù e leizh, ha skritelloù UDB…. An UDB a zo a enep d’an adunvaniñ, anavezet mat eo.

Boun, lakomp. Marteze en deus bet graet gentleman seksiañ ar PAF ur fari droch. Komzet en deus re vuan, ha neuze eo bet fall-zispleget an traoù. Kazetenner eo araok peptra, dibosupl krediñ na vez ket komprenet gant hennezh ar sujedoù a ginnig. Hum… « Impossible n’est pas français », evel ma lârer. Siwazh eo gwir awalc’h an droienn-mañ. Kinnig a ran doc’h sellet diouzh penaos eo bet displeget ar sujed e-barzh korf ar JT. Sellit amañ, adaleg 14:16 eo.

« Autre titre de l’actualité ce soir avec la mobilisation à Nantes de plusieurs milliers d’opposants à la réunification de la bretagne. Contre une bretagne à cinq, la Loire-Atlantique rejoignant ainsi les quatre départements actuels. Attitude qualifiée de préhistorique par plusieurs élus de gauche et de droite qui se sont réunis également aujourd’hui. »

Kement-mañ heuliet gant ur reportaj e lec’h ma vez lâret tre-ha-tre ar c’hontrol eget ar pezh lâret gant Delahousse pa’n deus kinniget ar sujed. Troadec hag all, bonedoù-ruz, banielloù, panellioù skrivet àrnezhe « Centralisme Parisien dégage de Bretagne / Kreizennadur Pariz ER-MAEZ ! » ha penn Jean-Jacques Hurvoas, kannad PS en asamble o tifenn ur referendum evit an adunvaniñ. Edan ar skramm eo skrivet splann, evit titlañ ar sujed : Manifestation pour la « réunification » de la bretagne. Neuze em eus soñjet en dezhe ‘n em rentet koñt Delahousse e oa bet graet ur fari gantañ en ur ginnig ar sujed, hag en dije difariet kement-mañ just àr-lerc’h gant ur frazenn koñ evel « Et il s’agissait bien d’une manifestation pour et non contre la réunification, vous l’aurez compris ». Nann. Tra bet. Ar a seblañt n’en deus ket n’em rentet kont en doa lâret tre-ha-tre ar c’hoñtrol eget ar pezh a oa bet lâret er reportaj. Hag e amzer « Twitter » e pep lec’h, seblañtiñ a ra e c’heller lâret n’eus forzh petra en ur JT hep ma vehe merzhet gant an dud.

Met penaos displegiñ eo bet graet ur fari evel-mañ ?

Kentañ tra : Ne ra Laurent Delahousse nemet lenn traoù àr ur benveg dreistordinal a rer « prompteur » (pe skridkuzuliker hervez ofis publik ar brezhoneg!) anezhañ, ha ne glask ket kompren ar pezh a lâr, mod all e vehe bet difariet gantañ, n’eo ket posupl.

Eil tra : Pe n’eo ket Delahousse kazetenner tamm ebet, dre ma n’eo ket gantañ eo bet skrivet an traoù àr ar « prompteur », met get un den pe ur stajiad bennak n’en deus àr a seblañt ket komprennet ar pezh a oa o koñtañ – pe n’eo ket Delahousse kazetenner tamm ebet peogwir e vez komzet gantañ deus sujedoù n’eo ket kap tamm ebet da vestroniañ, padal n’eo ket sujedoù a live uhel-tre !

Ur goulenn a chom ivez : hag e vehe bet tud ar JT a enep d’an adunvaniñ, hag e vehe bet klasket gete soñkañ e penn an dud penaos e oa fallgoutañt an dud gant kinnig Manuel Valls bihanaat an niver a rannvroioù ? Hum, posubl eo, met gredañ ket. Evit lâret gwir, d’am soñj eo kalz simploc’h an displegadenn : an dud a zo e penn ar JT na vez ket komprennet gete ar pezh a zo kinniget.

Gout a rit perak ez eus bet kaoz deus ar vanifestadeg-se, padal, peurliesañ, na vez ket komzet deus manifestadegoù a zesach 8 000 a dud ? Gwir eo koa, n’eo ket ar wech kentañ e vez ur vanifestadeg evit an adunvaniñ, ha peurliesañ ‘vez ket klevet kaoz deus an dra-se er JT. Me ‘m eus soñj bout bet diskennet er straedoù evit difenn ar brezhoneg, muioc’h a dud a oa, ha padal n’eus bet ger ebet àr an tele. Gout a rit perak ? Peogwir eo daet ar Vretoned da vout « mediatiques ». Ar buzz vez graet gante koa. « Bon les gars, on n’a pas grand chose dans l’actu ce soir, par contre on a un sujet avec des bretons qui manifestent sur la réunification de la bretagne, comme ça ça nous permet de continuer le feuilleton médiatique avec la réforme des régions annoncée par Valls y a deux jours, et pis en plus y avait quelques bonnets rouges, ça nous permet de parler d’eux, les bonnets rouges ça fait toujours le buzz ». Ha setu penaos eo treusfurmet ur sujed a c’hellfe bout dedennus en ur seurt yod patatez, reportajoù graet buan ha buan e lec’h ma ne glasker ket displegañ splann an traoù. Ar c’hazetennerezh gwelet deus Pariz…

Penaos soñjal neuze omp kelaouet mat ha pa vez komzet deus traoù a c’hoarvez e broioù estren : Siria, Ukrania, Aljeria – Alamagn zoken, pa vez komzet d’an dud deus « le modèle Allemand » – ha pa n’eo ket kap ar gazetennerien da gaout un nebeut titouroù resiz a-ziàr traoù a c’hoarvez en o bro ?? N’eo ket evit bout entannet, met d’am soñj e vez desket ur bern traoù a-ziàr an doare da labourat e-barzh ar redaksïonoù hiriv-an-deiz gant ar fazi-mañ.

Hag e ti Frañs 2 n’int ket kap d’en em adlenniñ kenebeut, adsriviñ a reont en un doare droch ar pezh a zo bet lavaret gant ar spered sañtel a ginnig ar JT, peogwir eo bet titlet àr sujed àr replay France 2 « Manifestation contre la réunification Bretagne et Loire-Atlantique ». Hey ya !

france-2-gwap-a-rit_3

Evit echuiñ e plijfe din drugarekat Laurent Delahousse memestra, daou viz zo ‘oa ket bet gwelet pennad ebet àr al lec’hienn, ha roet en deus awen din endro !

Pennad sirius – Buhez prevez àr internet : Facebook a zo un ael e keñver Google+ !

Google+ a zo ur rouedead sokial bet savet gant Google e miz Gwengolo 2011 evit keveziñ ar roueadad sokial millvrudet : Facebook. Evit lakaat an dud d’en em enskrivañ o doa prometet kalz muioc’h a zoujañs diouzh ar vuhez prevez, ha kinniget veze gante un nebeut traoù e keñver teknologiezh dedennusoc’h eget àr lec’hienn Mark Zuckerberg (albomoù foto hd, un etresfas bravoc’h ha simploc’h, ha traoù all a zo bet kopiet gant Facebook un nebeut mizioù àr-lerc’h forzh penaos). An dra-se en deus ma lakaet d’en em enskrivañ, gant ur pseudo eveljust, peogwir ne blij ket din bout fliket àr ar rouedad. N’on ket bet dipitet : an deiz all ‘m eus bet c’hoant lakaat ma anv àr internet (ma anv gwir) evit gwelet ma roud àr ar web, gouzout diouzh peseurt lec’hiennoù web e oen liammet… pebezh souezhadenn o welet e oa kinniget d’an dud ar « skeudenn profil » am boa embannet àr Google+ hag al liamm betek ma fajennad àr ar rouedad sokial !

Penaos ez eus tu gwelet ma foto embannet àr ur rouedad sokial e-barzh un enklask Google ?

Furchet ‘m eus un tamm evit kompren. Ar foto liammet diouzh ma c’hont a zo bet embannet e-giz un dañvez « publik » en un doare otomateg ! Ha ker ‘m eus bet furchal evit cheñch an dra-se ha lakaat ma foto da vout prevez (sañset eo bout aes ken ha ken àr Google+), d’ar mare ma skrivañ ar pennad, n’on ket deuet c’hoazh da benn ! Keñveriomp bremañ : àr Facebook, ar foto liammet doc’h ho kont n’eo ket embannet e-giz publik en un doare otomateg, nemet m’ho peus divizet en ober. Hag edan 2 glik ez eus tu doc’h cheñch piv en deus droet da welet ho foto, ha piv ‘n eus ket. Pegen sirius an traoù àr Google+, ul lec’hienn a lâr kavout doujañs diouzh buhez prevez an dud !

Penaos eo deuet a-benn Google da liammiñ ma pseudo doc’h ma anv gwir !?

Met un dra bennak a chom kevrinusoc’h c’hoazh : penaos eo deuet a-benn Google da liammiñ ma pseudo doc’h ma anv gwir !? Surwalc’h ‘m eus lakaet ma anv en ul lec’h bennak ur wech, ya, met emen ? Surwalc’h on bet àr internet gant ar merdeer Google Chrome dija, ya, met memestra, ne c’hellañ ket krediñ int vill awalc’h evit bout bet spiet ar pezh am eus graet… Met memes m’ho deus tapet ma anv en un doare leal, perak ne warnont ket an titour-se evite ? Perak e kaver ma c’hont gant ur pseudo liammet diouzh ma anv gwir pa vez graet gant Aotroù X pe Intron Y un enklask àr internet ?

Skeudenn : www.journalduwebmarketing.com

Kann Al Loar : echu an enkadenn gant DSK !

Tapet e kreiz diaesterioù ekonomikel, en arvar e oa ar festival « Kann Al Loar » e 2012. E 2013 eo bet roet loc’h endro dezhañ a drugarez d’ur bolitikour sokialist milvrudet : DSK !

  • « Komprennet ‘m eus e oa poent ober un dra bennak »

Aterset get hor skipailhoù, DSK en deus displeget deomp e oa deuet ar soñj-se dezhañ àr-lerc’h bout bet krapet get e vouezh nevez ar bazioù e Cannes : « E Cannes ar bloaz-mañ e oa fall an amzer, hag ar filmoù a oa torr-revr. Neoazh, pa ‘m eus krapet ar bazioù, em eus en em rentet kont penaos en doa roet loc’h d’an traoù. Er mediaoù e veze komzet deus ar festival endro, hag adlañset e oa ar mekanik. Hag aze ‘m eus ‘n em lâret : « Ha perak pas profitiñ deus ar fenomen-se evit adlañsiñ ar festivalioù tapet get an enkadenn ? » ».

  • Kevredigezh ar festival « Kann Al Loar » plijet gant ar raktres

« DSK a zo deuet e darempred ganomp e fin miz mae », eme rennour ar festival. « Kinnig a rae domp kemer perzh e-barzh an dibunadeg. A dra-sur e tegasfe kazetennerien deus Frañs a-bezh, ha hervezh ar jedadennoù hon eus graet (DSK a zo bet e-pad ur prantad e-penn an FMI, ndlr), kement-mañ a lieskementfe dre 30 an niver a vilhedoù gwerzhet evit ar festival ». En eskem eo bet goulennet gant DSK cheñch ul lizherenn e-barzh anv ar festival. « Diouzhtu hon eus lâret ya. N’omp ket ganet e bro Leon evit netra ! Ha cheñch ul lizherenn e-barzh ur ger e brezhoneg n’eo ket kalz tra, pep hini a ra bemdez abaoe bloavezhioù (pe blezadoù ?) ».kahn-al-loar

  • Cannes, Kann Al Loar, ha Kan ar Bobl da heul ?

Ar a seblañt e vehe bet tostaet ar gevredigezh « Kan Ar Bobl » gant DSK ivez, evit lakaat e pleustr ur raktres diazezet àr ar memes priñsip. Huñvreal a ra ar festival degemer kement a dud eget er bloavezioù tremenet, ha raktres an aotrou Kahn a c’hellfe degas un diskoulm. Hag e teufe « Kan ar Bobl » da vout « Kahn ar Bobl » ? Posubl eo, met ne vo ket diouzhtu : hervez hor mammennoù ne vehe ket deuet a benn komite Kan Ar Bobl bro Vigoudenn d’en em glevet gant (get?) komite Kan Ar Bobl bro Gwened a-ziàr distagadur ar ger « Kahn ». « Gortoz pell, gortoz gwell » a vehe bet respont an hini a oa bet ken tost da vout prezidant n’eus nemet un nebeut mizioù zo.

[BR] « Paris Première », kentañ chadenn Breizhad ! / Paris… Première chaîne Bretonne !

2013-01_noz-breizh-1Petra ? Desket em eus disadorn noz e oa skignet « Nozvezh Breizh » àr « Paris Première » ar memes deiz adalek 8e30. « Paris Première » a zo ur chadenn deus ar satelit, hag ur wech an amzer e kaver ‘nezhi àr an tnt. Dre chañs e oa ivez skignet digoust àr ar freebox e-pad miz genver hepken, ha peogwir ne oen ket amañ (e Gwidel e oen evit seniñ d’ur sonadeg/fest-noz evit div-yezh, Krismenn e penn ar skritell, ha plijusoc’h eo bet eget un nozvezh-tele àr ar c’hanape) em eus enrollet an abadenn. Boun, desket em eus e veze ditaget Karaez e galleg « CarhaIKS », mes ar-bouez an dra-se eo bet plijus an abadenn, hag evit ar re o doa un tamm dale e oa skignet en-dro ar sul doc’h an abardez. Trugarez dezhe ! Iskisat tra pa soñjer memestra eo ret monet àr chadenn ar barizianed evit gwelet ar Vretoned…

E-keit-se eo bet skignet ivez ar « Prizioù » àr eeun disadorn àr lec’hienn internet france3breizh, mes kement a vruderezh a zo bet graet ma loskañ deoc’h da ijin e oa ur bern tud dirak o skram- ha ret vo gortoz ur sizhun c’hoazh evit gwelet ‘nezhe àr an tele… 2013-01_priziou

Logo ar pizioù 2013

Gortozet hon eus ar sul neuze evit gwelet an euriad brezhoneg pemdeziek àr an tele, « Bali Breizh », da 11e; mes n’eo bet skignet netra. Da 11e30 eo bet dalc’het un abadenn ispisial e galleg evit fin ar « Vendée Globe », hag evit deskiñ deomp e tegouezhfe François Gabart…4 eur diwezhatoc’h. Evel just o deus en em zipleget kazetenerien France 3. (fent)2013-01-30_bali-breizh-1

Abadenn Bali-Breizh ar 27 a viz Genver

Ha mod all, ma n’oc’h ket koutant e c’hellit mont da glem ar sadorn 9 a viz C’hwevrer e Brest, Naoned pe Roazhon evit un tele e brezhoneg. Pe marteze e vehe gwelloc’h embanniñ ho klemmadurioù er gazetenn « Bretons » ? Piv a oar, marteze e vint skignet àr ar bajenn gentañ…!

[Br] Ar gazetenn « Ya! » bremañ àr internet ! (vit gwir!)

Ya-logo

Dizoloet ‘m eus a drugarez d’ul liamm àr ul lec’hienn internet (facebook evit chom hep menegiñ e anv), e oa bremañ ul lec’hienn internet get ar gazetenn « Ya! ». Ul lec’hienn kentoc’h brav, modern ha tout, hag efedus evit lâret gwir (ar pezh a chom rall a walc’h e bed ar mediaoù e brezhoneg…). Ouzhpenn-se, evit 6 miz kentañ al lec’hienn eo profet da bep hini (koumanañtet pe get), an droad da lenn bep a bennad a zo embannet bep sizhun er stumm paper, evit reiñ deomp da zizoloiñ ‘nezhañ.

Pebezh souezhadenn ‘m eus bet, : evit lâret gwir a oen aet da furchal àr internet un nebeut deizioù-zo evit kaout doareioù deus ar gelaouenn just-a-walc’h, ha ne moa kavet gozimant netra, ar pezh en doa dipitet ac’hanon un tamm. Ha setu, a daol trumm, al liamm-mañ kavet àr ur bajenn facebook.

Divizet em eus neuze gober ma enklaskig bihan, hag em eus komprennet. Mar klaskit « Ya! » àr google, pe « Ya, kelaouenn », pe c’hoazh « Ya brezhoneg », ne teu liamm ebet. Ha ma zit àr lec’hienn « Keit Vimp bev », an ti hag a emann « Ya! », ne vo ket desket netra genoc’h kenebeut ! Pajenn an ti embann a ginnig c’hoazh ar gelaouenn get ur logo kozh…Chem !ya_kvb-1

Memestra, ma furcher er menu ha ma glikit àr « Ya! » e tegouezher àr ur bajenn ma ‘z eo displeget ez eus ul lec’hienn nevez.

Evit diverriñ, evit Job brezhoneger, diposubl da c’houzout ez eus deus ar gazetenn-mañ a drugarez da internet. Kinnig « Ya! » lakaat e gazetenn enlinenn digoust e-pad 6 miz evit bout dizoloet get lennerien nevez ne servij neuze da…tra bet !

Un tamm bruderezh evite neuze, afer o deus :

www.yabzh.com !

[Br] Google hag ar yezhoù minorelek…

endangeredlanguagesmodgoogle

Surwalc’h (marse) ho peus klevet komz ‘n eus ket ken pell zo deus lec’hienn web nevez Google, an hini gouestlet da savetiñ ar yezhoù minorelek www.endangeredlanguages.com (sellit amañ evit muioc’h a zisplegadurioù). Siwazh hon eus poan un tamm e krediñ annezhe. Merchet em eus an dra-se hiriv pa ‘m eus klasket arventenniñ ma c’hont Google. Continuer la lecture de « [Br] Google hag ar yezhoù minorelek… »