→ Newsletter ←
Er mare-mañ e vez dalc’het ganin ur gronikenn àr Radio Bro Gwened : « Kastrouz » en abadenn « Liv an amzer ». Tro ur gronikenn ar miz a vez embannet ganin. Seul taol e vo ur gronikenn nevez e vo embannet amañ (get an destenn ha pa ‘m eus amzer d’ober prop). Tu vo doc’h kavout kronikennoù kozhoc’h ivez, enrollet àr eeun er Festival Etrekeltieg en Oriant e 2014 ha 2013, anvet « Chom hep gwelet… » ha « Kronikenn Tuto » evit RadioBroGwened, Kreiz Breizh, Kerne hag ArvorigFM. Kentoc’h eo troet ar gronikennoù àr ar fent, ha gwezhoù zo e kaver heñvelerezhioù (pe trevezadennoù ma faot deoc’h). Plijadur !
Setu rann kentañ ar gronikennoù am eus savet evit an abadenn « Keit d’ar FIL, FIL d’ar gêr » skignet àr radioioù Breizh e-pad ar festival etrekeltieg. Embannet e vo unan nevez e penn kentañ an dibenn sizhun hag e kreiz ar sizhun. Notenn : kronikennoù radio eo : d’am soñj eo plijusoc’h da selaou eget da lenn, ha ‘m eus ket diwallet kement-se diouzh ar reizhkrivadur. Ar podcast en deizioù o tont…
Salut Andréa, salut Gwenael ha salut da tout an dud.
Mat prest oc’h ? Terzhienn ho peus ? Nann, pas re ? Ne ya ket ho kalon d’an daou lamm ruz ? Nann ?
Bah me, ya ! Kentañ kronikenn àr ur radio, setu on ankeniet un tamm…ha moarvat emaoc’h c’hwi ivez.
Petra y a d’ober ? Daoust-ha ne brofito ket re deus ar mikro evit lâret konerioù ? Ha ma vehe-eñ un terorist ?
Hag e vehe kap d’ober farioù brezhoneg àr-eeun, pe gwashoc’h c’hoazh, farioù Gwenedeg ? Gwelet a ran dija titl ar « Ouest-France » a-benn arc’hoazh : « RBG : un chroniqueur dérape en plein direct et prononce « SILZIG » à la place de « SEULZEUTCH » ».
Nann, peus ket aon da gavout, e Bro Gwened omp prientet mat, selekt kennañ eo evit bout kronikour, ne vousc’hoarzhit ket, ret eo tremen un test gwenedeg ha tout… ha ma ne teuer ket a-benn da dremen hennezh e c’hellit bout kaset da Radio Kreiz Breizh, soñjit ta ar binijenn evit ur gronikour… fall an amzer a hed ar blez duze ha pa ‘z eo ken brav hiriv en Oriant…
ha just a-walc’h, komzomp deus an Oriant, peogwir emañ evit an dra-se on implijet sañsemant…setu skrivet eo er c’hoñtrad, ret eo din kinnig doc’h « un dra ret da vonet da welet pe d’ober, ha deus ket mankabl anezhoñ e mod erbet en Oriant, mem er maez ag ar fil ». Setu peogwir ne chom ket kalz a amzer mui e oen e soñj kinnigiñ doc’h abadenn « Nolwenn Leroy », met, siwazh, tremenet eo setu e chom din just an amzer evit kinigiñ deoc’h monet betek Gwidel evit gwelet Ti-ferm ar struskañvaled, tu vo doc’h bale er maezioù ha gwelet penaos e vez desavet al loened iskiz-se. En amzer baset e oe digoust, bremañ emañ ret deoc’h dispigniñ un nebeut €urio met n’eo ket kalz tra. Soñj ‘m eus e oen aet du-se pa oen bihan, hag un nebeut blezadoù àr-lerc’h e oen bet endro, met ne ouiemp ket e oa ret paeiñ bremañ, ha neuze é tonet endro deus ar valeadenn he doa lavaret ur veme deomp « He, peus ket paeet, peus ket paeet ! Distreit amañ, peus ket paeet !». Nann, mes e gwirionez e farsus a-walc’h da welet, hag oc’hpenn-se e vez aozet gete bep merc’her e-pad an hañv ur marc’had e kreiz an ti-ferm lec’h ma c’heller preniñ produioù fresk ha deus ar c’hornad.
Setu gwelloc’h ez a an traoù genoc’h Gwenael ? Achapet ho peus d’an drasterezh ?
Bah genin ez a gwelloc’h an traoù ivez, met mankiñ a rit dija din, ken arc’hoazh !